Priz kentañ evit ar strollad Kaolila

Da-geñver ar Prizioù, aozet gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg, eo bet roet ar priz kentañ da gKaolila er rummad « Pladennoù kanet e brezhoneg ». Gwriziennet mat er vro eo ar strollad dre m’emañ e bemp ezel o chom e Bro-Pourlet pe e Menez Are. Aet eo Ya! e darempred gant Marion Gwenn a zo unan eus teir c’hanerez ar strollad.

Marion Gwenn, Faustine Audebert, Nicola Hayes, Doniphan Laporte ha Katell Kloareg. © Didier Echelard

Ya! : Petra a dalv evidoc’h gounit ur priz evel hini « dazont ar brezhoneg » ?

Marion : Ober a ra plijadur, anat deoc’h, ha reiñ a ra kalon deomp evit mont pelloc’h, labourat war kanaouennoù nevez ha seniñ dirak an dud. Ouzhpenn gant ar 1500 € e c’hellimp paeañ hon dleoù, da skouer paeañ Miguel Tangi-De Brito en deus filmet ha sevenet ar c’hlip hon eus graet diwar ar ganaouenn « Pilhoù ». Tu a vo da welet ar c’hlip war ar rouedadoù e penn-kentañ miz Mae.

Ya! : E miz Kerzu e oa deuet ho pladenn gentañ er-maez, met hir a-walc’h eo istor ar strollad dija.

Marion : Er penn-kentañ edomp teir maouez, Anna-Gaïd Daniel, Arzella Abiven ha me. E 2012 e oamp krog da ganañ gwerzioù ar C’hoarezed Gwadeg e straedoù Brest da-geñver gouel bras ar bagoù ha da ganañ er festoù-noz. Ar gwerzioù a glote muioc’h ganeomp eget an dañs. Neuze evit mont war-raok ha gellet bevañ e oa ret deomp sevel ur strollad gant sonerezh ha musizianerezed. Fellout a rae deomp bezañ ur strollad a vicher gant merc’hed nemetken, pezh n’omp ket ken hiriv. Neuze e oa deuet Helène Brunet gant he gitar, Nicola Hayes gant he violoñs ha Danielle Titley gant ar banjo hag a gane ivez. Anna-Gaïd a oa aet kuit dija.

Ya! : Ha deuet oc’h a-benn da vezañ ur strollad a vicher ?

Marion : Helène, Nico ha me a oa « intermitañtezed » rak seniñ a raemp gant strolladoù all met evit Arzella ha Danièle, graet Doun outi ganeomp, e oa diaesoc’h. Arzella a gan war ar bladenn met dibaoe he deus ranket kuitaat ar strollad evit kaout ul labour lec’h ma c’hell gounit he buhez. Doun hag he breur Jack o doa ur strollad all, « Jack Danielle’s Band », hag hiriv o deus digoret un ostaliri e bourk Paoul, an « El Dorado ». Faustine Audebert, he doa graet « Kreiz Breizh Akademi », zo deuet e plas Doun. Kanañ a ra brav-tre ha seniñ a ra gitar boud, pezh a ra kalz evit « son Kaolila » a blij kement d’an dud. War-lerc’h eo aet kuit Hélène ha Doniphan Laporte zo deuet evit c’hoari gitar. N’omp ket ur strollad a verc’hed ken met ne ra ket forzh. An hini emgavet da ziwezhañ evit kemer plas Arzella eo Katell Kloareg, a zo intermitañtez, anavezet mat eo, kanañ a ra gant Baliskis er festoù-noz. Gant he gwaz Fred Boudineau e kasont abadennoù evit ar vugale. Kanañ a ra en ur strollad a sonerezh Iwerzhon ivez. Degas a raio un awen nevez deomp. Cheñch a raio, Arzella a oa barrek-tre evit ijinañ an tonioù. Bremañ omp ur strollad a vicher a bemp « intermitant » ha mignoned omp keit ha ma pado. En arvar emaomp abalamour d’ar politikerezh.

Ya! : Ha penaos e vez krouet ho kanaouennoù ganeoc’h ?

Marion : E-keñver an ton hag ar sonerezh e labouromp a-stroll, pep hini a zegas e vennozh, cheñch a ra gant pep kanaouenn met evit ar SACEM e tisklêriomp a bemp. Estreget ar gwerzioù hengounel e vez skrivet ar pozioù gant ma zad, Gégé Gwenn. Goulenn a reomp digantañ skrivañ diwar-benn maouezed hag a-wechoù e kinnigomp ur sujed dezhañ. Ur pemzek kanaouenn bennak hon eus dija, graet pe war ar stern. Labourat a reomp e-pad dervezhiennoù anvet « rezidañs ».

Ya! : Ha petra a c’hellfemp hetiñ deoc’h evit an dazont ?

Marion : Dre vras eo diaes-tre d’an arzourien mont da seniñ en diavaez eus Breizh. Dek sonadeg bennak hon eus er vro betek fin an hañv. Seniñ a raimp en Emvod ar Gelted en Oriant hag e Pempoull gant Denez Prigent. Abaoe ar penn-kentañ omp bet sikouret gant Tangi Le Cras hag ar bladenn a zeu a vo produet gant Ar Folk, pezh a zo mat-tre evidomp. Bremañ e klaskomp un « troer » hag a lakfe ac’hanomp da seniñ en diavaez eus Breizh.
Laouen a vefemp ivez da vezañ klevet war Ici Breizh Izel rak betek-henn ne dremenomp ket, n’ouzon ket ‘blam petra !

Evit kaout ar bladenn pe lenn ar c’homzoù e meur a yezh : www.kaolila.com


Petra a gont ar c’hanaouennoù ?

Ar sorserez (hengounel), bet enrollet gant ar C’hoarezed Gwadeg. Istor ur vaouez yaouank hag a vag naered hag a c’hwezh an tan er vro.

Jane Addams (Gégé Gwenn), istor ur vaouez eus Chicago he deus graet kalz evit ar maouezed hag an dud paour, aet priz Nobel ar Peoc’h ganti.

Pilhoù (Gégé Gwenn), istor Lina, ur vaouez yaouank eus Boneur a rank mont war an hentoù da-heul he gwaz pa’z a war ar vicher bilhaouaer e-pad ar goañv.

Ar plac’h div wech eureujet (hengounel), bet enrollet gant ar C’hoarezed Gwadeg. Istor ar plac’h a zimez un eil gwech d’an deiz ma teu he gwaz kentañ en-dro eus ar brezel.

Caol Ila (Gégé Gwenn), istor Mari Stuart, Rouanez a vro-C’hall hag a vro-Skos bet dibennet e Londrez war urzh he c’henitervez Elizabeth 1añ.

Frankie & Albert (hengounel amerikan, e saozneg), Istor Frankie, ur vaouez du he deus lazhet he gwaz hag a zo bet didamallet e kreisteiz ar Stadoù-Unanet.

Anna (Gégé Gwenn), diwar-benn buhez Anna Vreizh.

Afrika (Gégé Gwenn), istor peder maouez brudet eus Afrika o deus stourmet evit o frankiz.


Ur pennad embannet en niverenn 1034, d’ar 1añ a viz Ebrel 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez