Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Raktresoù Ar Redadeg


Raktres 1 : Toumpi (skoazell : 10 000 €).

Ur gevredigezh eo gant ar pal dezhi sevel c’hoarioù kartoù evit c’hoari ha deskiñ e brezhoneg evit an holl. Daou raktres pennañ a zo ganeomp evit poent : « Piv Piv », ur c’hoari a laka da dalvezout istor ar maouezed ha tud LDTE+ e Breizh, ha « 5 familh ar verboù direizh », ur c’hoari evit deskiñ ar brezhoneg.

Raktres 2 : Dispak (skoazell : 12 000 €).

Ur media enlinenn, hollvrezhonek, digoust ha liesvedia eo Dispak. Diwanet e oa ar c’hoant da sevel al lec’hienn internet-mañ diwar an diouer a bennadoù unyezhek a veze kavet war internet. Abaoe 2018 e kinnigomp neuze pennadoù war ar bed a-vremañ, podkastoù ha videoioù met ivez dre geleier berr dre ar rouedadoù sokial. A-drugarez da skoazell ar Redadeg e vimp gouest da ginnig pennadoù ha danvez sizhuniek en ur c’hoprañ ar skrivagnerien hag ar skrivagnerezed evit al labour kaset da-benn ganto.

Raktres 3 : Difenn (skoazell : 6 500 €).

Birvilh a zo gant al luskad hag ar mennozhioù feminist abaoe un nebeud bloavezhioù met ur skoilh a zo gant ar brezhoneg : an diouer a c’heriaoueg war dachenn ar feminism hag ar minorelezhioù jener en hor yezh. Ar raktres Aerlin a ginnig neuze embann ur c’heriaoueg a gavfed ar gerioù feminist pennañ ennañ. 2 lodenn a zo d’ar raktres : – Al lec’hienn internet berzhiek a embanno enlinenn ar c’heriaoueg krouet pe klasket ha renablet ganeomp. – Al levrig e teir lodenn : un tu Brezhoneg/Galleg ; un tu Galleg/Brezhoneg hag ur « yezhadurig » a vo kavet e-kreiz. Ennañ e vo displeget penaos implijout ar skritur enlaka hag ober ar c’hemmadurioù a zere da heul ha gerioù epichen.

Raktres 4 : Seizh Kalon (skoazell : 6 000 €).

Sevel ur chadenn Youtube evit kinnig d’ar brezhonegerezed ha d’ar vrezhonegerien doareoù da c’hoari e Brezhoneg, penaos implijout ar c’hoarioù, evit kreñvaat o implij eus ar yezh, pe evit kavout binviji pedagogel da vezañ implijet gant he/e familh pe gant he/e vignoned, en he/e glas, gant he/e strollad deskarded, ha kement ‘zo ! Met ivez sevel abadennoù c’hoarioù war-eeun evit lakaat anezho da c’hoari ganeomp, evet ar blijadur, evit an eskemmoù, evit mont war-raok e Brezhoneg, ha kaout ar blijadur da eskemm etre brezhonegerezed ha brezhonegerien e pevar c’horn ar vro !

Raktres 5 : Ti Douar Alre (skoazell : 4 500 €)

Aoziñ ur programm obererezhioù kaset e brezhoneg digor d’ar vugale etre 6 ha 14 vlez e bro an Alre. Daou atalier e vez kinniget bep lun kentañ ag ar vakañsoù. Da skouer : penaos sevel ur filmig ? (get Brezhoweb) – atalieroù kinkladurioù Nedeleg (Get Kerlenn Sten Kidna) – Sevel un abadenn radio (Get Radio Bro Gwened), hag all.

Raktres 6 : Arvorig FM (7 000 €)

Prenañ ur studio fiñv. Krouet eo bet Arvorig Fm e 1998, ur radio hollvrezhonek eo, staliet e Landerne abaoe 2005. Buhez Bro-Leon dreist-holl a vez klevet war he gwagennoù, met ivez keleier o tont eus Breizh a-bezh ha zoken eus pelloc’h dre ma kenlabour gant ar radioioù all e brezhoneg : Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Kerne Naoned. Abadennoù war-eeun eus an dachenn a vezo gellet ober gant ar studio fiñv, tost ouzh an dud ha tost ouzh o buhez pemdeziek.


Muioc’h a ditouroù : amañ

Da lenn

Da lenn ivez