Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Sevenadur nullañ

@freepik

Abaoe un nebeud sizhunvezhioù e vez komzet muioc’h-mui eus an “afer Judith Godrèche”, da lâret eo an darempred a zo bet etre an aktourez pa oa pevarzek bloaz hag ar sevener filmoù Benoît Jacquot, a zo kalz koshoc’h egeti (25 bloaz ouzhpenn). Hag un dra zo bet lâret meur a wech : “arabat eo sevel ur sevenadur nullañ !” Aon o deus tud e vefe “nullet” labour Benoît Jacquot, abalamour d’an traoù en deus graet en e vuhez prevez. Sañset o defe c’hoant ar benelourezed da zistruj e filmoù, ha da virout ouzh an holl da sellout outo.
Evel-just eo un tammig luzietoc’h an traoù. Da gentañ-tout ne vo ket distrujet netra. An oberoù a zo bet graet a chomo. Ar pezh a lâr ar benelourezed zo un tammig disheñvel : mat e vefe sellout ouzh oberoù an dud feuls gant ur sell disheñvel. Ma c’hoarvez feulsterioù en ur sevel ur film, n’eo ket heñvel ha sevel ur film en un endro plijus. Marteze eo mat d’an dud anavezout muioc’h a draoù diwar-benn ar mod ma’z eus bet savet ur film a-raok sellout outañ, ha marteze ez eus tud ha n’o deus ket c’hoant da sellout ouzh filmoù graet gant tud feuls. Anavezout an traoù, ha bezañ gouest da zibab hag-eñ hon eus c’hoant da welout an oberoù pe get, setu ar pezh a zo pouezus evit ar benelourezed.
Neuze e vo lâret n’eo ket mat evit an dud feuls ! Paourkaezh tud ! Ur wech nemetken o deus graet un dra fall, hag abalamour d’an dra-se ne vo ket posupl dezho ober o labour james ken ! Sellit ouzh Johnny Depp, distrujet eo e vuhez bremañ m’eo bet nullet !
Boñ. E digoradur ar festival de Cannes e oa Johnny Depp e 2023, n’eo ket ken nullet-se a-benn ar fin. Amber Heard n’he deus ket graet ar memes tra. Marteze eo hi an hini a zo bet “nullet” a-benn ar fin ?
Dav eo deomp cheñch hor mod da soñjal amañ. En ur wareziñ tud feuls, ne warezomp ket o gouzañvidi. Posupl eo d’an dud feuls kenderc’hel gant o labour, ha gant o feulsterioù. Evit ar c’houzañvidi eo ret dezho paouez gant o labour m’o deus c’hoant da vezañ e surentez. Abalamour d’an dra-se eo kollet da viken tout an traoù e vijent bet gouest d’ober. Nag a bennoberoù kollet ! Nag a arzourezed nullet peogwir n’omp ket gouest da wareziñ anezho !
A-wechoù ne vez ket an aon rak ar feulsterioù a vir ouzh ar c’houzañvidi da genderc’hel gant o labour ; c’hoant tud ar sinema ne lâran ket : goude he c’homzoù diwar-benn ar sevener filmoù Christophe Ruggia (en doa argadet anezhi en ur filmañ Les Diables) eo bet gourdrouzet Adèle Haenel gant tud eus bed ar sinema : ne vo ket gopret james ken, peogwir he deus komzet.
Evel bepred eo ar batriarkiezh o damall ar benelourezed d’ober ar pezh a blij dezho ar muiañ.

Anna Cotty


Ur pennad embannet en niverenn 980, d’an 19 viz Meurzh 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez