Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Soner fleüt Pontaniou

Rener toull-bac’h Pontaniou, e Brest, oa Frañsez Toullalan, abaoe ugent vloaz, hag eñ 52 vloaz, pelloc’h. Ur rener mat anezhañ doujet gant e vistri, pennoù bras ar justis. Pizh ha kempenn e kase e stal en-dro. Ne oa ket c’hoantus, ne veze ket hep ehanañ o c’houlenn arc’hant digant ar vistri. Dalc’het mat oa an toull-bac’h gantañ. Ne oa tamm klemm ebet a-berzh ar vac’hidi nag a-berzh an diwallerien. Prizoniad ebet na oa tec’het kuit eus an toull, hini ebet o klask ober zoken.

Paotr yaouank oa chomet Frañsez Toullalan. Dalc’het en doa ti bihan e vamm, Doue d’he fardono, e parrez Lanrivoare. Ral oa dezhañ mont di da lojañ ; en toull-bac’h en doa ur gambr ; rak dreist pep tra e plije dezhañ an toull-bac’h. Eno e oa en e rann. Mont, en noz, da vale, sioul-siboulenn, a-hed an trepazioù, selaou ar vac’hidi o kousket, oc’h hirvoudiñ en o gwele, sellet outo dre doullig an nor, sioul war o gwele pe trubuilhet en o c’housk ; pa gleve morailhoù an norioù o wigourat, ha kammedoù pounner o tregerniñ en trepazioù, ez ae da guzhat, e galon o taoulammat en e greiz. Karout a rae Frañsez Toullalan e brizonidi, hag an diwallerien anezho kemend-all. Karout a rae an toull-bac’h !

Penaos kompren ar garantez-se ? Er gêr, ez-vihanik, e oa drouk e vamm. Martolod oa an tad er broioù tomm, ral dezhañ dont d’ar gêr. Da gement fazi, un notenn fall er skol, un dra bennak dianket gantañ, kreion pe c’homenn, an dilhad louzet, re ziwezhat o tont d’ar gêr, e veze kastizet gant e vamm : kraouiet e veze en ur c’hrañj, el liorzh, e-pad an noz. Er penn kentañ e oa bet spontet, en e-unan er c’hrañj e-kreiz an noz teñval, gant trouz al logod, ar razhed, anevaled skrijus. A-benn un nebeut gwechoù avat en doa kavet dudi eno hep goulou, en e-unan e-pad an noz. Ken e rae fazioù a-ratozh, evit bezañ kastizet ha kraouiet en toull-bac’h. Ma oa aet war ar studi diwaller, diwezhatoc’h. Evit kavout en-dro enkrez ha plijadur e vugaleaj. Ya, karout a rae Frañsez Toullalan an toull-bac’h hag ar vac’hidi. Int-i avat ne garent ket anezhañ : pizh ha strizh oa, ken e oa. Skort ha fall arboued ; lous ar c’hampreier hag an dilhad, nebeut a zudi, rouez al levrioù hag ar filmoù dibabet gant ar rener ; nebeut a sportoù hag ar valeadennoù er-maez. Ha rouez ar gweladennoù eus an diavaez. Kaer o deze ar brizonidi klemm, pa gavent tro d’hen ober, ne vezent ket selaouet. Direbech oa ar rener, ha ret-mat, war a lavare ar c’houarnamant, kastizañ al lañfridi, al laeron, ar vuntrerien. An diwallerien ivez a oa a-du gant o rener. Er penn kentañ e oa bet pennoù fall, tud dizuj, o sevel a-eneptañ. Lavaret a raent e veze graet divalav d’ar vac’hidi hag ez afent er-maez eus an toull falloc’h c’hoazh eget pa oant deut di. Kavet en doa Frañsez Toullalan an tu d’o skarzhañ kuit ha da lakaat en o lec’h paotred sentus ha doujus. Moumounet e vezent gant o rener ! Mont a rae mat an traoù neuze evit Frañsez Toullalan ha karc’har Pontaniou, e doull-bac’h muiañ karet.

Kentañ e voe, e miz Mae, taolet ar c’houarnamant kozh d’an traoñ ha lakaet unan nevez en he lec’h. En e fenn e voe anvet ur gouarner hag a felle dezhañ lakaat ar reizh da ren er vro ha doujañ da wirioù Mab-den. War an hevelep tro e tirollas, en toull-bac’h un toullad razhed, meur a gant anezho, razhed du, razhed vil, razhed a bep tu. Pezhiadoù anevaled divalav, runkunus, doñjerus, flaerius o redek en toull-bac’h, o vont en trepazioù, e kambroù ar vac’hidi, er gegin, e kement korn eus an ti, traoñ ha krec’h. Debriñ a raent boued ar brizonidi, evañ kement banne dour ha laezh. En noz ez aent er gweleoù, o krignat bizied ar vac’hidi, pe beg o fri. Kaer e veze stankañ an norioù, stouvañ ar prenestroù, dont a raent a-benn d’en em silañ er c’hampreier. Spontet-naet oa brasañ muntrerien ar vro. Nebeut dervezhioù war-lerc’h – gant piv e oa bet galvet ? – e teuas enseller ar c’houarnamant d’ober ur gwel d’an toull-bac’h. Gwalc’het o doa an diwallerien ar savadur, lakaet liñserioù ha pallennoù fresk er gweleoù, dilhad dilastez d’ ar brizonidi, roet boued mat dezho da zebriñ, karget stalioù al levraoueg a levrioù mat, pladennoù, fiñvskeudennoù.

Tremenet mat oa ar weladenn, darbet oa d’an enseller ha d’e strollad kargidi ha sekretourezed da vont kuit pa tifoupas ur vandennad razhed tev ha skrijus etre o divesker hag ouzh o lakaat da gouezhañ heñvel-mat ouzh ur c’hoari ‘c’hilhoù. En ur sevel, ha diboultrennañ e zilhad, e c’hourdrouzas an enseller Fañch Toullalan : Ur vezh ruz oa gwelet razhed en toull-bac’h ; ret-groñs oa d’ar rener kas anezho kuit, ar c’hentañ ar gwellañ. A-benn 10 dervezh e teufe en-dro, ha gwazh a se ma kavfe an disterañ loen gouez en ti. Torret e vefe ar rener diouzh e garg ha serret an toull-bac’h. Ha kuit an enseller droug ennañ. A-benn dek dervezh ! Koll e vicher ! Koll e brizonidi. Spontus ! Petra ober ? Setu Fañch Toullalan hag an diwallerien o klask pakañ ar razhed : lakaat lasoù-kroug, toulloù-trap ! Kazeg ! Lakaat louzoù d’o lazhañ. Kazeg adarre ! Lakaat degas pezhiadoù kizhier en toull-bac’h ! Kazeg c’hoazh, debret ar c’hizhier gant ar razhed. Kant doare a glaskas, bep tro e c’hwitent. Ma lakeas ur gemennadenn war Twitter ha Facebook : « An neb a gaso ar razhed kuit eus an toull-bac’h vo roet dezhañ mil pezh aour. » N’en doa ket nemeur a fiziañs avat en ur vont en e wele en nozvezh-se !

E-kreiz an noz e voe dihunet Fañch Toullalan gant un diwaller. Unan bennak oa o c’houlenn war e lerc’h e toull an nor. Ur paotr yaouank eo ez oa gwisket iskis e doare ar Grennamzer : un tok beg hir war e benn, ur gabellig dantek war e zivskoaz, ur bragoù start ouzh e zivesker hag ur re heuzoù lêr uhel en e dreid.

Gwelet em eus ho kemennadenn war va fellgomz-hezoug. Deut on da ginnig deoc’h kas ar razhed kuit eus an toull-bac’h evit gounid ar mil pezh-aour.

Kas ar razhed kuit ! Penaos e ri ?

Gant va fleüt !

Dispakañ a reas ur fleüt hir ha lakaat ar beg anezhi etre e vuzelloù. Diroll a reas ar rener da c’hoarzhin.

Gant da fleüt ! Ma, gra da labour neuze !

Ha kuit d’e gambr en ur c’hoarzhin atao.

Ur pennadig war-lerc’h e teuas an diwaller da skeiñ ouzh e zor.

Deuit da welet, aotrou Rener !

Kas a reas anezhañ war doenn ar bac’h. Ac’hano e welent ar soner fleüt deut er-maez eus ar savadur en ur seniñ ha war e lerc’h un dropellad razhed evel boemet, o piltrotat skañv ha mibin. Kas a reas anezho betek pont ar Penfell ha o lakaat da lammat e dour ar stêr, an eil war lerc’h egile, ha beuziñ. Diskred ennañ ez eas Fañch Toullalan da sellet e kement kambr, kement sal, kement trepas : re wir oa ! Ne oa razh ebet ken en toull-bac’h.Neuze, fouge ennañ, e lakeas dihuniñ an holl ziwallerien ha ne oant ket diouzh ged ha divontañ boutailhadoù gwin-pik-pik. Ha kouignoù war an daol ! Meur a voutailh a oa bet « kaset d’ar par » ganto pa oe klevet kloc’h an nor o tintal. Bez edo ar soner fleüt e toull an nor adarre. Deuet oa Fañch Toullalan gant an diwallerien, tougn o fri outo.

D’ober petra out deut amañ ?, a c’houlennas en ur veostediñ.

Da c’houlenn va mil pezh aour !

Mil pezh aour, evit petra ‘ta ?

Evit bezañ kaset ar razhed kuit gant va fleüt.

Mil pezh aour evit ul labour ken dister ! Dal, ur pezh aour ! Ne dalv ket ouzhpenn. Ha kae kuit bremañ, ne fell ket din klevet son da fleüt ken. Degas a ra soñj din eus ar razhed milliget.

Hag eñ strakal an nor ouzh fri ar soner ha mont da genderc’hel gant ar gouel.

Evel-se emañ kont !, eme ar soner, droug ennañ. Keuz ho po, aotrou Rener ! Keuz ho po !

Hag eñ tennañ e fleüt er-maez diouzh e sac’h.

Ur pennad war-lerc’h e teuas diwaller an nor vras hag a oa chomet diabaf da gaout Fañch Toullalan :

Deuit da welet aotrou rener.

Hag an holl, en ur vrañsigellat, war doenn an toull-bac’h ha sellet en traoñ. Edo ar brizonidi o tont er-maez eus ar savadur hag o vont da heul ar soner. An holl vac’hidi gwitibunan.

Na dit ket kuit !, a youc’he ar rener. Perak mont kuit ? Ha n’ oc’h ket eürus amañ ? Daoust ha ne ran ket mat war ho tro ? Evel un tad e karan ac’hanoc’h ! Arabat mont kuit ! Deuit war ho kiz.

Kaer en devoe huchal, karmiñ, hopal, ha gouelañ druz, astennet e zivrec’h en araok gantañ, e kendalc’he ar brizonidi gant ho hent war-lerc’h ar soner fleüt. Treizhañ a rejont ar stêr Penfell, war ar pont, ha steuziañ en deñvalijenn er pelloù.

Serret e voe toull-bac’h Pontaniou gant ar prezidant nevez ha taolet Fañch Toullalan er maez eus e vicher. Hag ar brizonidi, mitio ? Toare e oant aet en ur vro bell, lec’h ma teujont da vezañ tud vat, labourerien anezho, o sevel tiegezh, hag o vezañ eürus… a-drugarez d’ar soner fleüt.

Goulc’han Kervella


Un danevell embannet en niverenn 641, d’an 22 a viz Gwengolo 2017.

  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez