Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Soñjal e brezhoneg

N’eus ket pell zo, pa oan o klask ur reolenn da dreiñ frazennoù evel “cette formule permet de calculer le volume de…”, “un tel calcul permet d’obtenir la largeur de…”, em boa resevet ur postel a-berzh François Louis hag a oa o c’houlenn gant e informatourion kustum penaos e lavarfent “la faim l’empêchait de dormir” (ur soudard e-pad ar brezel all). Erruout a raer gant ar memes diaezamant pa vez kel a dreiñ an daou verb “permettre” hag “empêcher” e brezhoneg.

Amañ da heul un nebeud frazennoù galleg gant an daou verb-se, hag o zroidigezh, reizh pe direizh (ar re-mañ gant *), gant rener (=sujet) ar verb galleg er penn :

– Cette clef lui permettait d’entrer chez le voisin.

– Jean Louis ne permet pas à sa fille d’être dehors à 11 heures.

– La formule permet de trouver la masse de sodium.

– La faim l’empêchait de dormir.

– Le chien empêche le facteur d’entrer.

– Un gros furoncle empêche Kévin de s’asseoir.

– J’ai empêché le gamin d’aller dans l’eau.

Troidigezhioù :

– An alc’hwez-se a aotree anezhañ da vont e ti e amezeg.*

– J.L. ne ro ket koñje d’e verc’h da chom er-maez da unnek eur.

– Ar formulenn a bermet kavout mas ar sodiom.*

– An naon a vire outañ a gousket.*

– Ar c’hi a vir ouzh paotr al lizhiri a vont e-barzh.

– Ur mell hesked a vir ouzh Kevin a azezal.*

– Harzet am eus ouzh an hini bihan a vont en dour.

Diwar ar 7 frazenn, n’eus nemet 3 a gement a santer reizh. Perak ?

Ar verboù permetiñ, reiñ koñje/droed, aotreiñ, lezel/laoskel, etc (= permettre) hag harzañ, ampech, miret, etc, (= empêcher) a verk ur volontez a-berzh ar rener.

Jean Louis, ar c’hi, me, a ziskouez o bolontez da harzañ pe da aotreiñ.

An alc’hwez, ar formulenn, an naon, an hesked n’o deus tamm bolontez ebet.

Ret eo sevel ur goulenn a-raok treiñ an daou verb “permettre” hag “empêcher” : daoust hag-eñ e c’hell o rener diskouez ur volontez bennak pe ne c’hell ket ? Un den, ul loen a-wechoù, a c’hell diskouez o bolontez. Un dra, un droug, ur c’hleñved, un doare ober ne c’hellont ket, ha setu ar seizh frazenn reizh :

– Gant an alc’hwez-se e c’helle mont e ti e amezeg.

– Jean Louis ne ro ket koñje d’e verc’h da chom er-maez da unnek eur.

– Gant ar formulenn e c’heller kavout mas ar sodiom.

– Ne c’helle ket kousket gant an naon.

– Ar c’hi a vir ouzh paotr al lizhiri a vont e-barzh.

– Kevin ne c’hell ket azezal abalamour d’ur mell hesked.

– Harzet am eus an hini bihan a vont en dour.

Aze e weler mad an diforc’h bras etre doare soñjal ar brezhoneg hag hini ar galleg : e galleg e c’hell gerioù evel “la clef, la formule, la faim, un furoncle” bezañ rener hini pe hini eus an daou verb “permettre” hag “empêcher”. E brezhoneg ne c’hellont ket, hag e teu ar gerioù kenglot da vezañ renadennoù benveg (gant an alc’hwez, gant ar formulenn) pe renadennoù abeg (gant an naon = a-gaozenn d’an naon, abalamour d’un hesked).

Dav eo diwall mad, memestra : evit treiñ “la foule qui revenait du pardon m’empêchait d’avancer” e vo lavaret :

Ne oan ket evit mont war-raok gant an dud o tont en-dro eus ar pardon, evel ma vefe lavaret :

Ne oan ket evit mont war-raok, gant ar bern atredoù-se e-kreiz an hent.

Rak ma c’hell pep hini eus tud ar pardon diskouez e volontez, ha bolontez vad alies, un engroez ne ra ket. Ur skoilh eo war an hent, tra ken.

Notenn 1 : klevet e vez herzel ouzh unan bennak (F.Kervella, §628) pe harzañ unan bennak.

Notenn 2 : rener = sujet, renadenn = complément.


Levr Yann Gerven – Yezhadur ! Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur – a c’heller prenañ war lec’hienn Keit Vimp Bev.

Da lenn

Da lenn ivez