Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Sport : Breizhiz eo ar re wellañ

Ar rannvro ma vez graet sport ar muiañ e Frañs eo Breizh. Asambles gant Breizh war ar podiom emañ Akitania Nevez da eil ha Broioù-al-Liger da drede.

71 % eus an dud e Breizh a lavar e reont sport hep bezañ en ur c’hlub. © Freepik

178 aotreadur dre 1000 annezad, setu ar sifr e Breizh. E Frañs a-bezh ez eus ur geidenn a 157 dre 1000 annezad. 609 000 a dud o deus kemeret un aotreadur en unan eus ar 6300 klub a zo e Breizh. Aodoù-an-Arvor eo an departamant uhelañ war ar podiom, gant 185 aotreadur dre 1000 annezad, gwelloc’h eget an Il-ha-Gwilen (183), ar Mor-Bihan (178) ha Penn-ar-Bed (169). El Liger-Atlantel eo izeloc’h c’hoazh gant 158 aotreadur dre 1000 annezad.


Mell-droad da gentañ
Evel e Frañs emañ ar vell-droad e penn ar jeu gant 147 100 a c’hoarierien, ar pezh a ya d’ober 1 aotreadur diwar 4. Er c’hluboù anavezet emañ an niver brasañ a aotreidi : Stad Brest, FK an Oriant, War-Raok Gwengamp, US Konk-Kerne. War-lerc’h ar vell-droad emañ an tennis gant 43 200, ar bageal 39 400, ar varc’hegerezh 37 400, ar basket-ball 32 800. Daoust dezhañ bezañ poblek-tre n’emañ gwall uhel ar marc’hhouarnerezh gant 11 000 aotread nemetken. Kalz tud a ra sport gant o marc’h-houarn met hep bezañ enskrivet en ur c’hlub. Heñvel tra eo gant ar jiminas pe an dañs.
Un drederenn eus an aotreidi zo merc’hed. Kreskiñ a ra o niver tamm-ha-tamm. 35 % anezho zo o chom en Aodoù-an-Arvor. Ur sport a gaver merc’hed dreist-holl oc’h ober anezhañ eo ar marc’hegerezh. 85 % eus ar sportourien a sav war gein ur marc’h zo aotreadezed anezho.


Hep aotreadur ivez
Bez’ e c’heller ober sport er-maez eus ar c’hluboù. Aze ivez emañ Breizhiz ar re wellañ. 71 % anezho a lavar e reont sport er-maez eus ur c’hlub, ez reoliek, ur wech bep sizhun d’an nebeutañ. 6 poent muioc’h eget keidenn Frañs eo.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 987, d’ar 7 a viz Mae 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez