Deuit da gemer perzh e Tro Menez Are d’ar yaou 26 a viz Mae 2022 en Uhelgoad.
Leun a draoù a vo da welet ha da vevañ gant ar seizh hent nevez-flamm ha gant ar fest er bourk.
Titouroù all a vo embannet war hol lec’hienn www.tromenezare.bzh.
———
Evel kustum e vo Tro Menez Are (sonerezh / lec’hioù-pourveziñ / lec’hioù-debriñ / ostaleri / marc’had).
8 linenn-gontrolliñ a vo staliet er-maez evit gwiriekaat ar bilhidi.
7 troiad dibar, etre 5 ha 40 km, hon eus prientet…
- Tro roz (7 km, 176 m a zinaou), liv roz : troiad an Arboretum hag ar Ganol.
- Tro wenn (11,3 km, 316 m a zinaou), liv du (kartenn), liv gwenn (rubanoù henchañ) : Uhelgoad a-hed a-bezh (!)
- Tro vouk (13,1 km, 378 m a zinaou), liv mouk : troiad ar Meingleuz.
- Tro orañjez (17,1 km, 560 m a zinaou), liv orañjez : troiad ar reier dibar.
- Tro ruz (21,5 km, 696 m a zinaou), liv ruz : troiad ar c’hoadoù.
- Tro c’hlas (29,2 km, 982 m a zinaou), liv c’hlas : troiad etre koadeier ha parkeier.
- Tro velen (38,4 km, 1252 m a zinaou), liv melen : troiad an daou beulvan.
Dre bostel e resevoc’h o pilhed pa vo paeet hoc’h enskrivadenn (amañ).
D’ar 26 a viz Mae, ur wezh skanet ho pilhed paper (peotramant war un hezoug-intelijañt) en ur vont e-barzh, e vo roet deoc’h kartenn an hent asambles gant ur werenn da zistreiñ, ur wispidenn, un aval, profoù-souezh.
Gant liv e vo lakaet ar gwenodennoù war wel da heñchañ ac’hanoc’h… ha gallout a reoc’h cheñch.
Pas ouzhpenn 10 den dre enskrivadenn ha ret eo asantiñ da Garta ar Baleer oc’h echuiñ an enskrivadenn.
500 den a vo degemeret dre brantad-amzer → 5000 den dasparzhet war 10 prantad-amzer un eurvezh pep hini anezho.
Dont a reoc’h asambles gant tud dindan 18 vloaz ? Dav eo lakaat o anv en ivinell da heul (Perzhidi).
Evit ar strolladoù ouzhpenn 10 den, peotramant an dud dalc’het en o c’herzhed a fell dezho kaout un treuzdougen e joeletenn, deuit e darempred ganeomp gant ar chomlec’h da heul : inscriptions(at)tromenezare.bzh
Klozet e vo an enskrivadurioù d’ar Merc’her 25 a viz Mae da 8e noz.