Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Un tren bep 30 munut etre Kemper ha Gwened

E Su Breizh e fell d’ar Rannvro ha d’ar c’humuniezhoù-kumunioù ma vo muioc’h a dud o vont hag o tont gant an trenioù herrek rannvroel. “BreizhGo express sud” eo anv ar raktres o deus lañset kevret.

Palioù uhel zo bet lakaet : e 2025 e vefe lakaet ar frekañs nevez en he roud. © Defnsjen

Evit ma kemerfe an dud an tren muioc’h eo ret kaout muioc’h anezho. E 2025 e vo 21 tren nevez hag a raio hent war ul lodenn eus al linenn Kemper-Gwened bemdez. Doareoù boutin all da vont ha da zont zo met e kreisteiz Breizh ez eo anat e c’heller ober gwelloc’h gant an tren evit dont a-benn da zigreskiñ implij ha plas ar c’hirri-tan. Gant muioc’h a veajoù bemdez (+ 21) e vo muioc’h a arsavioù ivez (+ 47 %) a-hed al linenn-houarn. Evel-just e vo ret kaout muioc’h a vagonioù war ar memes tro. Urzhioù zo bet roet evit prenañ reoù nevez.

Gounit beajourien ouzhpenn

N’eo ket ober an traoù diwar hanter a fell d’ar Rannvro ha d’ar c’humuniezhoù-kumunioù. Ne cheñcho ar veajourien o doare boas da vont-ha-dont nemet ma kav dezho e vo aesoc’h ha buanoc’h mont gant an trenioù nevez. D’an eurioù barr, pa’z a an dud d’o labour pe pa zeuont en-dro d’ar gêr dreist-holl, e vo gwellaet an treuzdougen. Bep 30 mn e tremeno un tren. N’eo ket hepken Gwened, an Oriant ha Kemper a denno splet eus ar c’hinnig nevez, rak e kumunioù bihanoc’h ivez e chomo a-sav an trenioù rannvroel, evel Prederion, Landevan, Banaleg, Yestael, Landaol. Gant ar Rannvro e vo arc’hantaouet 70 % eus an dispign hag ar peurrest gant ar c’humuniezhoù-kumunioù. En holl e c’hellfe 900 000 den mont gant an tren e Su Breizh.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 963, d’an 21 viz Du 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez