Er bloaz-mañ c’hoazh e vo aozet o fest-noz gant yaouankizoù ha strollad lec’hel Amnesty Etrebroadel Roazhon. Evit an eil gwech eta !
Ret eo lavarout en doa graet berzh fest-noz warlene. Peadra da gaout c’hoant da adkregiñ ganti er bloaz-mañ !
D’ar Sadorn 23 a viz Meurzh e vo ha kregiñ a raio da 7e hanter noz gant un tañva d’an dañs evit ar re o defe c’hoant da zeskiñ pe da beurzeskiñ dañsoù Breizh.
Da 8e hanter noz e krogo ar fest-noz da vat.
Ouzhpenn dañsal ha kaout plijadur a vo posupl ober e-kerzh ar fest-noz-se rak aze e vo izili Amnesty Roazhon prest da reiñ da c’houzout d’ar re a fello dezho petra eo labour ar strollad a-fed gwirioù Mab-den.
Diskouezadegoù, standoù hag a bep seurt titouroù a vo kavet war al lec’h hep disoñjal ar skridoù goulenn da sinañ ! Ha dre se e c’hello pep hini reiñ e skoazell evit difenn gwirioù an holl er bed ; ar pezh n’eo ket nebeut a dra !
Peadra da evañ ha da zebriñ a vo kavet war al lec’h ivez evel-just.
Ar priz ? 6 € ar mont e-barzh.
Deuit niverus, plijadur ’vo !!