Emañ Ophélie Bonetti o krouiñ he stal-besked e bro Daoulaz. Fellout a ra dezhi labourat gant pesketaerien ha pesketaerezed hag a labour en un doare padus ha gwerzhañ pesked deus ar vro.
Un tamm dre zegouezh eo bet dedennet Ophélie Bonetti gant ar pesketaerezh. « Eus Meaux (Seine-et-Marne) on. Pa oan 16 vloaz e oan o klask labour evit kaout un tamm arc’hant bihan. Bet on o welet ar stalioù-dilhad da gentañ, n’on ket bet tapet. Er stal-besked e oant un tamm rust ha mod-kozh met laosket o deus ac’hanon d’ober un taol-esae. « Deus disadorn » o doa lavaret din. Bet on eno ha plijet on bet gant aergelc’h ar marc’had. Ha stummet o deus ac’hanon dreist-holl : ul labour finesa eo met ret eo d’an den gouzout kregiñ e-barzh war ar memes tro ».
Dibab ha labourat gant an dorn
Kenderc’hel a ra da c’houde Ophélie gant ar vicher en ur gourmarc’had hag en ur stal-besked kostez Lyon eus he 21 bloaz d’he 24 bloaz ha gant kevratoù bihan goude se betek en em gavout e Naoned. « Goude ur mare em eus bet c’hoant da chom a-sav. Ne oan ket a-du ken da werzhañ pesked maget en ur mod industriel evel chifretez eus Ecuador pe eoged eus Norvegia. Na da brenañ pesked digant mareourien kennebeut. Amzer prientiñ a vez gounezet pa brener digant mareourien : didroc’het e vez ar pesked gante. Met ne blij ket din ar mod-se d’ober, kalz a voued a vez foranet », emezi.
Cheñch micher a ra neuze e-pad ur mare, tremen he diplom martolodez, beajiñ ha keginañ e-bourzh ur vag-dre-lien ; hag en em stummañ war ar mañsonerezh hengounel ouzhpenn-se. En em staliañ a ra da c’houde e bro Daoulaz. « Soñjet em eus : ma tigoran va stal-besked e vo amañ ! Bezañ peskerez a rae diouer din ha n’eus ket kalz stalioù-pesked er vro ». Ha setu lañset ar raktres stal-besked En Rouget Noir. Ur stal-besked fiñvus eo a yelo da varc’hadoù bro Daoulaz (Loperc’hed, Rostivieg…) hag a werzho pesked deus ar vro pesketaet er vro ha diouzh ar c’houlz-amzer. « Me a garfe ivez mirout ur penndevezh bep sizhun evit gwerzhañ pesked a di da di d’an dud a vez diaes dezho fiñval, evel an dud nammet pe ar mammoù o-unan ».
« Me a fell din labourat pep tra gant an dorn, ar pezh a dalvez mont da welet ar besketaerien war-eeun pe ar c’hoc’hu pesked hag ober ma zanavennoù. Gallout a ran ivez azasaat ma labour ha
troc’hañ diouzh ar goulenn. A bouez eo an doare da labourat ar pesked, dibab digant peseurt pesketaerien e prener ar pesked hag al lec’h hag an doare m’int bet pesketaet », a zispleg ar plac’h 34 bloaz.
Un tamm skoazell evit stagañ ganti
« Ma gouiziegezh ha ma c’hontilli am eus hepken ! », a c’hoarzh Ophélie. Evit ar peurrest e vo graet un amprest ganti digant ar bank hag unan all digant ar c’hleub Cigales a sikour ar raktresoù kengred. BGE Penn-ar-bed — Boutique de gestion espace — a ambroug anezhi da grouiñ hec’h embregerezh, pe c’hoazh Entreprendre au Féminin Bretagne : « Lakaet o deus ac’hanon e darempred gant plac’hed Haliotika er Gelveneg. Plijout a rafe din labourat gant plac’hed. Alies e vez padus o fesketaerezh », eme Ophélie.
Lañset he deus ivez ur c’houlzad arc’hantaouiñ war internet : tikiji tombola ha prizioù e-leizh zo da c’hounit. An arc’hant dastumet a sikouro anezhi da brenañ ur c’hamion da vont war ar marc’hadoù ha, dreist-holl, da baeañ an 10 000 € kred evit gallout prenañ pesked e koc’huioù pesked Breizh.
Gallout a reer sikour ar stal-besketañ En Rouget Noir da lañsañ el lec’hienn Kengo. Digor eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ betek an 19 a viz Genver 2023. Digeriñ a raio En Rouget Noir en nevezamzer.
Metig Jakez-Vargas
Ur pennad embannet en niverenn 918, d’an 10 a viz Genver 2023.