D’ar sadorn 2 a viz Ebrel e oa aozet gant Kuzul ar yezhoù Diwan e Dinan ur bourmenadenn e brezhoneg penn-da-benn e Sant Jakez an Enez.. « Un tamm nec’het e oad pa soñjer ne veze kinniget netra evit mizvezh ar brezhoneg e bro Dinan. Setu perak en deus soñjet Kuzul Yezhoù Breizh aozañ un dra evit kaout plijadur e brezhoneg », en deus displeget William Landin. Setu perak e oa pedet Jean Yves Kervarc’heg hag Arnaud Abdul Sater evit ar mont un tamm pelloc’h gant ar brezhoneg ha deskiñ traoù diwar-benn ar mor, an natur. Un digarez da zeskiñ traoù diwar-benn ar brezhoneg komzet da skouer. Kontet eo bet ivez istorioù – hini Gargantua da skouer a oa bet o vevañ etre Sant Briag hag ar C’hap Frehel – gant William Landin.
Krampouezh ha kanaouennoù zo bet evit echuiñ an devezh-mañ ! Ur gwir blijadur evit an holl !