Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur vikromagouri e Brest

Abaoe ur frapad mat bremañ e oa gortozet raktres ur vikromagouri e brezhoneg e Brest. Anat, neuze, e responto d’un ezhomm bras e kornôg ar vro, ‘keñver degemer ar vugale betek o 3 bloaz.

Kaoz ‘oa bet dija er bloavezhioù tremenet ha setu an traoù o vont war-raok dre SKED, ti yezh ha sevenadur Breizh e korn-bro Brest. Tutaet he deus SKED Pierre-Yves Le Menn, karget da brientiñ an digoradur-se.

4 den da duta

Sklaeroc’h eo ar raktres bremañ ha rakwelet eo an digoradur d’ar 1añ a viz Gwengolo 2023 (abretoc’h ma c’heller). Ar mikromagouri-se, anvet « Moutik », digor d’an holl, a vo meret gant ar familhoù, c’hoant ganto kinnig d’o bugale ul lec’h dreist evit o c’hresk, ha gant an implijidi. Krouiñ ur gevredigezh, ezel eus SKED memestra, eo ar pal, met emren e vo evit merañ ar framm. Implijet e vo 4 den er mikromagouri Moutik, en o zouez un edukatour-ez ha daou zen gant un aotre d’ober war-dro bugale vihan (CAP). Tu ‘zo en em ginnig dija da Sked, evit ar re a fellfe dezho kemer perzh en avañtur-se !

E Kerargaouiad

En ul lodenn distag eus skol divyezhek publik Kerargaouiad, e karter Kêrbêr, e tu dehou Brest, e vo staliet e vo ar mikromagouri. Kempennet eo bet al lec’h en diavaez. Chom a ra da beurechuiñ al labour en diabarzh, a-drugarez d’ur yalc’had a-berzh an ti-kêr. Un ti-savourez yaouank, brezhonegerez, gant skiant-prenet war seurt raktresoù ouzhpenn-se, a sikouro SKED da ziazezañ da vat ar mikromagouri eno.

12 bugel a vo degemeret eno evit kregiñ. Emañ skipailh SKED o sevel ar raktres pedagogel. Emvodoù a vez dalc’het ingal, o strollañ kargidi ar PMI, ar C’HAF hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Gervel a ra neuze an dud dedennet, familhoù pe tud a-vicher (un edukatour-ez brezhoneger-ez da skouer), prest da gregiñ e-barzh, da vont e darempred gant SKED. Ur raktres pouezus ha dedennus evit Brest hag ar brezhoneg !

Liamm : moutik@sked.bzh // 02 98 80 26 71

Kristina Jegou


Ur pennad embannet en niverenn 883, d’an 13 a viz Mae 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez