Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur yezh ha ne ouia ket lavaret na “ya” na “nann”

Hag Euskariz o dehe kendirvi e-harz an Himalaya ? Ur bobl en argoll eo ar Gusundaed. Emañ gouarnamant Nepal o klask saveteiñ anezhi hag, àr-se, saveteiñ he yezh, unan a yezhoù iskisañ ar bed. Ur gomzerez a-vihanik a chom er gumuniezh memes tra. Ha re ziwezhat eo ?

Gyani Maiya Sen Kusunda en teulfilm “Gyani Maiya” sevenet e 2019. © Subhashish Panigrahi

E-kreiz Nepal eh eus ur bobl hep he far, pobl ar Gusundaed a gomz ur yezh ha n’he deus na mamm na c’hoar, evel an euskareg. Enni n’eus ger ebet evit lavaret “Ya” pe “Nann” da skouer ha kemend-all evit lavaret an durc’hadur. Hervez an niveradeg ziwezhañ ne chom ken ‘met 273 anezhe hag en o zouesk n’eus ken ‘met ur vaouez hag a gomz flour ar yezh, Kamala Khatri, 48 vloaz.

Ar gouarnamant engouestlet evit ar yezh

Paour ha gwelet fall e vez ar Gusundaed er gevredigezh nepalat ha padal e vez aozet kentelioù kusundaeg gant Bodad Yezhel Nepal, un ensavadur ofisiel, dibaoe 2019. Klask saveteiñ ar yezh eo ar pal. Ober a ra ar gouarnamant nepalat er vro gusunda evel ma ra e lec’hioù all evit an holl vinorelezhioù. Lakaat a ra e pleustr ur programm hollek evit gwareziñ sevenadurioù ar c’henelioù minorelaet. Kentelioù yezh a vez roet d’ar vugale e skolioù zo, zoken.

Lumpenproletariat

E penn-kentañ e oa ar Gusundaed damgantreidi. Er janglenn a gornôg ar vro e oant o veviñ, o klask o boued er c’hoadoù hag o trokiñ ar pezh a jiboesaent, er c’hêrioù, gant tud a genelioù all. Bremañ avat eo staliet an holl e kêriadennoù met ne vir ket oute d’ober Ban Rajas – “Roueed ar C’hoadoù” – anezhe o-unan. Tamm-ha-tamm, siwazh, eo bet krignet o c’hoadoù gant ar labour-douar ha taol ar marv a zo bet roet dezhe pa voe broadelaet tammoù bras ag ar janglenn gant ar gouarnamant, er bloavezhioù 50. Daet eo da vout ur seurt lumpenproletariat evit ar labour-douar e kêrioù bihan zo ha dilaosket o yezh gante.

Met ur yezh dibar eo o yezh. Klasket e oa bet ur liamm etre hi ha yezhoù all a Vro-India (Nihali) peotramant Pakistan (Burushaki) gant ar yezhourion. En aner ! Den ne oar a beseurt familh eo e gwirionez.

Euskariz an Himalaya ?

Evel an euskareg e c’hellahe ar c’husundaeg bout ag ur familh yezhoù henvroat ag Himalaya. Da lavaret eo ur yezh komzet gant ur bobl hag a oa er menezioù-se a-raok ma tegouezhahe ar meuriadoù tibeto-birman pe an indo-arianed er vro.

Studiet e vez ar yezh gant yezhourion indian ha nepalat. Evit lavaret “Ne’m bo ket te” da skouer ne vez ket implijet an tu-nac’h rak n’eus ket anezhañ. Graet e vez gant ar verb “eviñ” mui ur stumm hag a lavar an douetus, a zo izel-tre, ar c’hoant da eviñ te a zo izel-tre. N’eus tamm ger ebet evit lavaret “dehoù” ha “kleiz” er yezh-se ivez. Implijet e vez “an tu-mañ” hag “an tu-all”.

Ha gwashoc’h zo gant ar yezhadur ! Ne vez ket dielfennet mat an amzerioù da skouer. Ur gwir dorr-penn evit ar yezhourion !

Sikour an teknologezhioù a-vremañ

Gant sikour ar gouarnamant eh eus 10 den o teskiñ ar yezh er mare-mañ. Hag implijet e vez an teknologiezhioù a-vremañ evit enrollañ ar gomzourez ziwezhañ, krouiñ binvioù gwirvoud galloudel ma c’hell ar Gusundaed adkavout gante o buhez a-wechall, ar c’hoadoù, hag ar c’heriaoueg a ya gante.

Ha pelloc’h ez a ar gouarnamant. Klask a ra sevel ur seurt trevadenn ma c’hellahe ar Gusundaed beviñ etreze en o yezh, gant skolioù ha servijoù yec’hed enni, hag un doare dezhe da c’hounit o zamm bara rak, evit poent, emañ ar gumuniezh en argoll…

Fabien Lecuyer


Ur pennad embannet en niverenn 898, d’ar 26 a viz Eost 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez