D’an 18 a viz Even e oamp bet o pourmen war Enez Groe dindan an heol gor. Ti ar Vro bro Kemperle en doa asantet da ‘m reked, ha kemeret ar veaj e-karg, pa felle din mont da vrezhonegiñ gant tud laouen war an enezenn vrav-se, er miz-mañ, a-raok ma vefe re a dud enni. A-viskoazh em eus kavet bamus Enez Groe ! An devezh-pad ez eus bet eskemmoù dedennus hag entanet etre an holl dud, al lodenn vrasañ ac’hanomp boas d’en em gavet e KEAV bep bloaz. E Douelan e oa bet roet emgav d’ar strollad 15 den, pep a biknik gant ar berzhidi ha dour a-voutailhadoù bras en holl seier-kein. Ha deomp da vale war vor !
Aze em bije kanet a-walc’h Bale War Vor, doare brezhonek ar ganaouenn mil-vrudet Barbara Ann, gant ar Beach Boys.
Bale War Vor
Ba – ba – ba – bale war vor
Ba – ba – ba – bale war vor
Bale noz-deiz
Bale ‘fell
Ar vakañsoù o tostaat, amzer vrav hag amzer vak
Baleomp pell
Ba – ba – ba – bale war vor
Gwiskit botoù mat, kemerit ho sac’h-kein,
Ur voutailhad dour, ur serviedenn ha setu !
Baleomp pell
Ba – ba – bale war vor
Ba – ba – ba – bale war vor
Ar vakañsoù o tostaat, amzer vrav hag amzer vak
Baleomp pell
Ba – ba – bale war vor
Ba – ba – ba – bale war vor.
met ne oa barbershoper ebet er strollad. Ur wezh all, marteze !
Ur souezhadenn vrav hon oa bet e-bourzh bag an distro : delfined a oa o c’hoari hag o tañsal er mor ! Tostaet ar vag un tammig, aesoc’h deomp-ni sellet ouzh an arvest, ha setu an delfined o surfiñ war distro-vareoù ar vag, ken tost ma seblante deomp e flourent anezhi ! Pegen brav e oa an devezh !
RG