A : Amzer : Ur ger brav evit loc’hañ. Hollgeltiek. Daou ster dezhañ avat. An hini a dremen, ur froud re a herr gantañ. Hag an hini a ra, hennezh a blij din muioc’h. Klotañ a ra gant ar ger “aer” em skouarn. Ral din bezañ drouklaouen gant an amzer a ra – brav pe vil, hervez a lavarer – nemet e chomfe digemm e-pad re bell pe ne zegouezhfe ket d’am flantennoù…
B : Braventez : Kened, kaerder… Ar gerioù zo puilh ha ne chom ket berr ar brezhoneg da ezteurel un dra hag a zo hollret din. Ar vraventez zo magadur din, pe drogaj hervez ar gwall deodoù. Ne dalvez netra drezi hec’h-unan ha padal n’hallan ket dioueriñ anezhi. Mod-se ’mañ ha peoc’h ba’l loch ! Gweledvaoù (naturel pe merk dorn mab-den warno), savadurezh, liorzhoù, sed aze mammennoù a vraventez da derriñ ma sec’hed. Beajiñ a ran evit o diskoachañ. Met er gêr ha tro-war-dro ’z eus peadra ivez !
C : Ar C’hap : Ar vroig m’emaon o chom abaoe ouzhpenn dek vloaz. Brasoc’h eget na soñjer pa lakaan-me anezhi da echuiñ gant tour-tan ar Maen. Kement-ha-kement a vor hag a zouar o c’h ober anezhi eta !
D : Didud ha digenvez : Daoust ma ne zisplij ket din al lec’hioù didud pe dost evit pourmen n’anavezan ket an digenvez. Ar mareadoù eus ma buhez m’on bet o chom ma-unan ne’z eont ket d’ober kalz muioc’h eget ur bloavezh leun, ’m eus aon. Pa oan krennard e soñje ganin em bije kaset ur vuhez digavandenn. Hunvreoù brizhromantel traken, kredabl !
E : Enez Eusa : Ken evit ar skeudennoù brav a sav dirak ma daoulagad p’emaon o skrivañ an anv-se.
F : Fent : Pa welan pegen sirius ar pennadoù kent ha da zont e soñj din e rankan lakaat ar gaoz war ar fent. Troet on kenañ gant ar fentigellañ hag ar bourd. Ur benveg a bedagogiezh a gentañ renk eo din zoken. Met ar pezh a blij din dreist pep tra eo ar farserezh diouzh degouezh, kavet war ar prim, da zazlammat diwar ger ho kendivizer. Nebeutoc’h e vezan em bleud pa vez da lakaat fent en ur skrid, da-heul hirsoñjal. Evit ar pezh-c’hoari diwezhañ em boa ranket mont dezhi koulskoude, ha me diasur. Bremañ, evit gouzout ha deuet eo propik ganin, e ran skouarn danav, a c’hallit krediñ, evit klevout ha c’hoarzhin a ra an arvesterien.
G : Galnys : Ger kumbrieg hag anv ar pezh-c’hoari nevez krouet ar strollad Tro-didro. Diaes din tremen e-bioù ar ger-se er mare-mañ. Pa oa stumm o tont d’am raktres war ma spered, ur pevar bloaz zo bennak, e soñjen a-walc’h e vefe tenn kas an erv da benn. Gwir-bater ! Biskoazh ne oa bet kavet ganin em boa sammet ur bec’h ken pounner war ma chouk. Ha bremañ p’emañ ar pep diaesañ war ma lerc’h ne c’hallan ober netra nemet disklêriañ ma anaoudegezh vat d’an 30 bennak a dud hag o deus, war al leurenn pe en disgwel, lakaet un tamm brav eus o amzer hag o startijenn war aoter ar berzh. Deuit da stlakal en ho taouarn evito, pa vo tro !
H : Houlennoù : Pa vez bet ur barrad gwallamzer, pe un tamm koeñv er mor hepken, e vezan den a-walc’h da chom ur viken war api, ma benveg poltrediñ ganin etre ma daouarn, da ziskoachañ un doenn-vor en he bravañ stumm, en he c’haerañ liv. Diwar-goust ar re a vez o pourmen ganin ?
I : Iliz : Ul lec’h ma vez brav din bezañ. Ma’z eo savet diouzh an doare gotek dreist-holl. Forzh petra a greder pe a ziskreder e ranker anzav eo bet mennet al lec’hioù-se da vezañ kaer. Hag ur merk eus an uhelvennad-se a welan warno. Ha goude bezañ lennet kement-se, kloustre ne zivinfet ket hag-eñ ez on kristen pe juzev, muzulmat pe direlijion pe c’hoazh dizoue !
J : Jubenniñ zo distreiñ komzoù en ur yezh all. Met pa lakaer gerioù war luskoù ar galon, war santadurioù, war pennadoù soñjoù, evit reiñ meiz warno-holl, n’eo ket dre ster ar gerioù-se hepken met ivez dre an doare ma kenganont an eil gant egile, e berr gomzoù pa skriver, daoust ha n’eo ket jubenniñ eo a reer ivez ?
K : Kement : Kement a c’herioù dudius a zo “k” o lizherenn gentañ ! Kelenn a ran, gant Kelenn e labouran, hag ur bod kelenn bennak zo em liorzh. Kizhier a blij din kalz met ne’m eus kaz ouzh loen ebet. Ha dre c’hras ar c’hemmadurioù, kit da c’houzout hag ho kar(r) zo houarnach, kig ha gwad pe mein ha simant oc’h ober anezhañ(i)…
L : Liorzherezh : Sed aze unan eus an traoù ma kav dichal an entan krouiñ a zo ennon. Al liorzh zo koulz ha medisin ebet (korf ha spered) ! Dremmañ ul liorzh zo hanter-hent etre ar savadurezh – sevel a ra ar jardin diwar ur steuñvenn, ha dispakañ a ra diouzh an teir ment – hag al livouriezh – kenaozañ al livioù a vez d’ober evel-just. Met ur gevelerez dic’hortoz a vez : an Natur. Ken pennek hag hi ne vefet biken. Ganti e vez lazhet, roet nerzh, taolet had dre guzh, cheñchet ho tresoù. Ha n’eo ket ur ral e vefe ar pep bravañ diwar he dorn troidellek ha n’eo ket diwar ho hini siwazh. Grik da zen, en em fougeit diardoù gant taolioù kaer an Natur !
M : Mor : Alan-dizalan ar mor a glevan pa vez an avel diwar ar c’hreisteiz, betek em gwele e-kreiz an noz pe e-touez ar c’hlazvezh, e Park Pontig, mesket ouzh kaniri an evned. Mes un hunvre a chom da gas da benn : gellout sturiañ ur vag ha gaoliata ar marc’heg glas…
N : Natur : Dre ma’m boa klevet anv eus enkadenn gentañ an eoul-douar marteze – yaouankik e oan koulskoude – em eus bet anaoudegezh abred-tre eus berrentez pep tra war an Douar. Tremen mantret e vezan gant ar vil ma ra mab-den d’e endro, evidon da ober ma lod siwazh ivez. Splet ar binvidien hag ar c’halloudeien eo ober gaou ouzh an natur, a ouzon ervat. Met an dismeg-se ouzh ar boudoù bev all a zo sanket don er pep brasañ ac’hanomp-ni gant kantvedoù a sevenadurezh, ma lavarer deomp omp bet stummet diouzh patrom Doue. Betek ar filozofourien dizoue a lak mab-den e penn uhelañ ar piramidenn diouzh ur hierarkiezh ha n’eo ket reizhabeget gant ur relijion zoken pa n’o deus ket. Dre-se, n’eus ket da vezañ souezhet pa glever tud oc’h klemm divezh ez eo mantrus rankout chom er gêr gant ur barrad erc’h er c’hentañ kantved warn ugent !
O : Opera : Gouest e vefen da vreutaat gant tud all war an dra-se, eurvezhioù-pad hag en aner, evit kompren penaos bennak e c’hall unan kavout brav an opera. Din-me eo un hiris. Unan eus brasañ kevrinoù ar vuhez.
P : Paotr pe plac’h : Nemet e vefe karantez pe c’hoari war ma spered ne gav ket din e rafen kalz a van evit kaout afer ouzh paotr pe blac’h en degouezhioù all eus ar vuhez. Ur souezh din alies – hag un heg a-wechoù – merzout pegement a bouez a vez lakaet d’al linenn disparti-se gant ar pep brasañ.
R : Rambreal : Nag un dizoan din lenn amañ hag a-hont, gant tud desket ha skiantet mat, eo yac’haus d’ar spered rambreal. Gwelloc’h koustiañs am bez bremañ p’en em roan d’ar rambre. Klaoustre e kred ur bern tud a anavez ac’hanon ez on oberiant en tu-hont d’ar muzul reizh ha padal e vezan alies o surfiñ war an hunvreoù war-zihun. Piv ’oar na pet tra a dalvoudegezh a vez engehentet gant al lizidanted ?
S : Saladenn : Debrer saladenn on hag on bet a-viskoazh. Gwelout renkennadoù saladenn podet-fonnus en ul liorzh a ra din glaourenniñ hardizh ! Ken ac’hann da lârout ez on bet lapin en ur vuhez all…
T : Telenn : Gant mouezh an delenn, hini he c’herdin orjal dreist-holl, e oa bet henchet dieiltro ma buhez, ha me bugelig c’hoazh, war-zu sevenadurezh Breizh. Betek krediñ pleustriñ anezhi bloavezhioù goude, hag ober un tamm flourañ d’an arem kren-digren. War dreuzoù ma daou-ugentadoù avat, gant ar brall-divrall em buhez, a ran anv anezhañ em levr Par-dibar, n’eo ket mui ar c’herdin a grene, ma bizied outo ne lâran ket. Lezet an delenn war gousk ganin ha kerseet an tamm ac’hanon. Met pa soñjer, ha skrivet em bije levrioù ha pezhioù-c’hoari panevet-se ? Den ne oar. Daoust pe zaoust emañ mouezhig flour an delenn o hopal warnon en-dro, evit ar c’houlz, evel ur vorganez eus strad ar mor. Bec’h dezhi !
U : Uhelvor, gant ur mare reverzhi, p’emañ an dour sall o vont dre-sil ’lec’h ne vez ket alies, o c’hounit tachenn diwar-goust an douar… Un drugar.
V : Vanilha, kafe, kakao… Nag a vlazennoù hag a zo e kreizig-kreiz hor buhez pemdez a zleomp da blantennoù diamen. Gwelout anezho evit ar wech kentañ e-lec’h ma kreskont zo bet fromus din bewech. Struzh an trovanoù a vourran.
W : War ober : Nag a vall ganin kas an traoù da benn-vat. Ne blij ket din chom da ruzañ. Lakaat muioc’h a amzer a vefe dleet din ober a-wechoù kouslkoude rak, pa soñjer, ar mare plijusañ eo p’emañ c’hoazh an traoù war ober. Bezomp anaoudek a gement-se hag, evel ma lavar ar barzh, tañvaomp an devezh a zo o ren…
Y : Yezh : Evel-just ! Kuit da skrivañ brezhoneg. Un eston eo din soñjal pegen stag on ouzh ar brezhoneg, an hini a zegas plijadur skouarn ha spered din dreist-holl. Komañset da zeskiñ da seitek vloaz nemetken koulskoude. Un imboudadur kroget mat ennon eo. Evel pa vije bet tonket din… Diaes din empennañ petra ’vije bet ma buhez panevet em eus desket brezhoneg !
Z : Zo : Ur stumm verb a zegouezh d’an holl, betek ma vez ar rener dirak, evel-just !
- Un atersadenn embannet en niverenn 681 – d’an 29 a viz Even 2018.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ