Keleier e brezhoneg abaoe 2005

1972, Harz-labour e Sant-Brieg

Anavezet mat eo al luc’hskeudenn. Gall a raer skrivañ zoken, hep mont re bell ganti, ez eo unan eus ar re anavezetañ a-douesk an holl boltridi kelaouiñ bet tennet e Breizh en hanter-kant vloaz tremenet: gwelet e vez warni un den yaouank, distreset e zremm gant ar fulor hag an dic’hoanag, o pakañ peg e porpant ur CRS tokarnet na weler nemet ar c’hein anezhañ.

Luc’hskeudenn golo ar gazetenn « La Cause du Peuple », niverenn 22, 15 a viz Ebrel 1972

Huchal a ra an den yaouank, ha ne ouezer ket petra a lavar. Ar pezh ne lavar ket al luc’hskeudenn ivez eo e oa bet an daou zen-se mignoned en o bugaleaj, hag int bremañ, pep hini anezho en ur c’hamp enep.

Stourm evit ar goproù

Tennet e oa bet ar poltred-se da geñver ur vanifestadeg aozet e 1972 evit harpañ dilabouridi un embregerezh eus Sant-Brieg, ar Joint Français hec’h anv, o devoa diskroget da labourat evit goulenn ur c’hresk war o gopr. Kregiñ a reas an harz-labour e miz Meurzh 1972, hag anv an embregerezh en em skuilhas ken buan hag an tan e Breizh a-bezh, hag e kement korn a oa e Bro-C’hall zoken. Evit kompren perak en em strinkas an anv dre holl ar vro ha perak e voe skoet kement ar speredoù gant an harz-labour-se, a badas tri miz, etre miz Meurzh ha miz Mae 1972, hag a deuas da vezañ arouezek eus ar stourmoù sokial e Breizh, e ranker adlakaat an emsav sokial-se en e amzer.

« Digreizennañ »

Diazezet e oa bet an uzin-se e Sant-Brieg e 1962, a-drugarez da skoaziadennoù aveiñ dreistordinal a-berzh kêr, rannvro, ha stad. Ur skourr e oa eus un uzin vrasoc’h, hini Bezons, e rannvro Pariz, hag un izembregerezh eus ar CGE (Kumpagnunezh Vras an Tredan). N’eo ket dre zegouezh eo e oa bet dibabet lec’h Sant-Brieg gant pennoù bras ar CGE : ne veze anv d’ar c’houlz-se gant ar pennadurezhioù foran nemet eus an digreizennañ greantel, ha gouzout a rae ar CGE e c’hellje kontañ e Breizh war dud labour stank o tont a-ziwar ar maez, da lavaret eo tud boazet da labourat start, nebeut a sindikadidi en o zouesk, tud sentus, evit ul labour na c’houlenne perzhegezh micherel ebet. E berr gomzoù : tud e vije bet aes o c’horvoiñ, re eürus ma vijent bet o kaout labour, ha goude ma vije bet evit ur gopr dister. Ar gevranneien, gouzout a rit, a zo hir o ivinoù !Ha gwir eo e veze paeet labourerien Sant-Brieg – ouzhpenn 1000 a oa anezho e 1972 – betek 30 % nebeutoc’h eget re Pariz : ur gwir saviad trevadennel !

Heñvorennoù Pêr

Va amezeg Pêr a oa o ren e 20 vloaz e 1972. Dilezet gantañ atant bihan e gerent, e Kesoue, e oa aet, evel kalz tud all eus e oad, da labourat e kêr, ha kavet en doa krog, ken aes ha tra, er Joint Français. Setu pe soñj en deus dalc’het eus an darvoudoù : 

« Bec’h a oa savet diwar kudenn ar goproù : Goulenn a raemp ur c’hresk gopr a 70 santim. Dre ma nac’he ar renerezh ar c’hresk gopr-se e voe votet ganeomp un harz-labour darnel. Padout a reas teir sizhun, met ar c’hendivizoù ne gasjont da netra. Neuze, d’an 10 a viz Meurzh ez eo un harz-labour hollek eo a voe votet, gant ac’huberezh al labouradeg. Harpet e vezemp neuze gant ar pennoù mestroniezh. D’ar 17 avat e voemp dilojet gant ar CRS-ed, a chomas da ac’hubiñ an atalieroù, ha diwar neuze ez eas ar stourm war galetaat ha war hollekaat : kilañ ne felle ket deomp ober, ha bodadoù skoazellañ a voe savet e kement korn a oa e Breizh : harpet e vezemp gant an tu kleiz, ar Gommunisted hag an tu kleiz diseurt, gant sindikad al labourerien-douar, gant ti-kêr Sant-Brieg, a oa d’ar c’houlz-se Yves Le Foll e penn anezhañ, gant kuzulioù liseidi ha studierien, ha gant eskob Sant-Brieg ivez. E Lannuon, e Pempoull, e Loudieg e voe savet bodadoù skoazell ivez…E Breizh, ya, hag e lec’h all: anv a veze ingal en tele hag er radioù, e Bro-C’hall, eus harz-labour ar Joint. René Pleven a oa d’ar c’houlz-se maodiern, dindan Pompidou, ha war ar memes tro prezidant kuzul-meur an departamant, ha votet e voe gant dilennidi an departamant ur skoazell d’an dilabouridi. Arzourien eus ar vro – Gilles Servat da skouer – hag eus pelloc’h – Claude Nougaro – a gemeras perzh er stourm ivez, ha dalc’het em eus soñj eus ar manifestadegoù bras a voe e Sant-Brieg – 15 OOO den d’an 18 a viz Ebrel – ma tibunjomp start-ha-start dre ar straedoù en ur ganañ : ne blegfomp ket dirak gourdrouz ar fuzuilhoù ! Padout a reas ar stourm betek penn-kentañ miz Mae. Neuze e plegas gouarnamant Chaban-Delmas a-barzh ar fin, ha roet e voe deomp ur c’hresk gopr a 65 santim ».

Harz-labour ar Joint-Français a zo chomet bev-mat ar soñj anezhañ amañ e Sant-Brieg, hag e lec’h all ivez, ‘m eus aon. Bet eo arouez ar stourm evit ar justis sokial evel-just, hogen dougen a ra testeni ivez eus youl ur bobl o sevel, hini Breizh, a oa o stourm, war an hevelep tro, evit he dazont hag he dinded.

HG

Ur pennad embannet en niverenn 763 – d’ar 24 a viz Genver 2020.

————

  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez