Keleier e brezhoneg abaoe 2005

40 vloaz Radio kreiz breizh

Radio Kreiz Breizh zo ur radio pederyezhek (brezhoneg, galleg, saozneg, gallaoueg). E 1983 e oa bet savet, da heul avañtur ar journal komzet “Kazetenn ar vro Plin”. Lidañ a ra neuze he 40 vloaz adalek ar 27 a viz Mae, gant ur programm karget mat !
Emañ ti RKB e kreiz ker Rostren ha Gwengamp. Milieroù a eurioù zo bet enrollet ha skignet e brezhoneg hag e galleg abaoe krouidigezh ar radio e Sant-Nigouden. Honnezh zo ur skeudenn deus tud ar vro. Reiñ a ra da glevet 40 bloaz zo soñjoù disheñvel ha brezhonegoù lies. Hudu e talc’h ar radio da vont war-raok, soutenet gant kalzik parrezioù deus Kreiz Breizh ha Treger, ha gant ur vandennad tud a-volontez vat !
Deuit ganeomp da zañsal ha goueliañ e Rostrenn d’ar 27 hag 28 a viz Mae, pe deuit da welet penaos e vez krouet abadennoù radio end eeun, er parrezioù tro war dro etre ar 6 hag an 22 a viz Even. Pe c’hoazh deuit da sinemaKallag d’ar 5 a viz Even evit ar film “Et en plus ils dansent” gant ar sevenour hag an dud filmet. Un diskouezhadeg fotoioù a zo ivez ma fell deoc’h gwelet an dremmoù a ‘z a gant mouezhioù RKB, pa vioc’h o selaou un dibab eus gwellañ dielloù RKB. Klozet ‘vo ar miz d’ar 24 a viz Even gant emvod meur ar gevredigezh e Pempoull, evit lañsañ ar gwagenn nevez.

Darempred : renerezh@rkb.bzh
Pgz : 02 96 45 75 75

Da lenn

Da lenn ivez