Keleier e brezhoneg abaoe 2005

850 den e Rostren

A-gengred gant Morgan Large e oa strollet an dud e Rostren hiziv. An emgav a oa bet roet digwener evit souten Morgan Large eus Radio Kreiz Breizh hag he c’henseurtez eus Bro-Alamagn.

© C. Argouarc’h

Evel ma zo bet diskleriet en ur gemennadenn gant RSF (Reporters sans frontières) d’ar Gwener 2 a viz Ebrel e vefe bet Morgan Large «cible d’un acte de malveillance grave». Ur genseurtez dezhi a vefe bet harellaet ivez e Groñvel. Setu planedenn div gazetennerez hag a labour war dachenn industriezh agrobouedel Breizh. Padet en deus an emgav e Rostren tro-dro un eurvezh hanter. Tud zo o deus kemeret ar gaoz, Serge Le Queau eus ar sindikad Solidaires, Sylvain Ernault ha Gwenaël Delanoë eus an SNJ (syndicat national des journalistes) ha Morgan Large, evel-just, evit echuiñ, gant daeroù en he mouezh. Evit diskouez o skoazell o deus an dud stlaket o daouarn e-pad pellik goude he frezegenn.

Harellerezh

Hervez RSF he doa merzet Morgan Large d’an 31 a viz Meurzh e oa ur gudenn gant rodoù he c’harr-tan. Dirak an dud he deus resizet he deus ruilhet war-dro 250 km (hent tizh, gant he bugale) a-raok merzout e oa bet tennet ibiloù-houarn unan eus he rodoù. N’eo ket ar wech kentañ abaoe hec’h enklask war ar skoaziadoù a vez roet d’an industriezh agrobouedel e Breizh. Dorioù studiooù Radio Kreiz Breizh a oa bet taget e Sant-Nigouden hag e Rostren diouzh noz e miz Kerzu ivez, un nebeud devezhioù goude e oa bet skignet an teulfilm « Bretagne une terre sacrifiée » war France 5.

He c’henseurtez eus Bro-Alamagn a vefe bet «kunujennet, hortet hag heuliet gant ul labourer-douar» e Groñvel.

Da lenn

Da lenn ivez