Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar brezel pevarzek ne vo ket anezhañ

Senenn gant Ar Vro Bagan

Toer oa Hanz Muller diouzh e vicher e kêr Neckarhausen e kornog Bro-Alamagn. Pemp bloaz warn-ugent oa. D’ar Sadorn 1 a viz Eost 1914, goude lein, edo o kempenn toenn ur marchosi e kêr Edingen, tost d’e gêr. Deuet e oa paotr al lizhiri da lavaret dezhañ, evel d’an holl baotred all eus ar vro, e oa ret dezhañ mont d’an arme rak dizale edo ar brezel o vont da zigeriñ a-enep Bro-C’hall. Chom a reas Hanz Muller da selaou, savet e vorzhol gantañ er vann. Pa voe echu e gemennadenn gant paotr al lizhiri, ne lakeas ket an toer e vorzhol war an doenn ha ne’z eas ket d’an traoñ gant ar skeul evit dispartiañ diouzh e wreg hag e dud evit mont d’ar brezel. Goude bezañ chomet ur pennad en entremar e kendalc’has gant e labour, sankañ tachoù er sklent war doenn ar marchosi.

O vediñ edo Jaig Arzur, ur paotr daou vloaz warn-ugent, asambles gant un toullad gwazed ha merc’hed, d’ar Sadorn 1 a viz Eost 1914, pa glevas ar c’hloc’h o tintal buan e tour-iliz Plouvian, e Bro-Leon. Laosker a reas ar baotred o filzier war an douar ha mont d’ar bourk, ar merc’hed d’o heul, evit klevet an nevezinti. Ret e oa d’an holl baotred, etre 20 vloaz ha 47 vloaz, mont da gazarn o rejumant, evel ma oa skrivet war o c’haier soudard pe martolod, azalek an dervezh war-lerc’h, ar Sul 2 a viz Eost. Tostaat a reas Eona, e zous yaouank, ouzh Jaig.

– Ret eo din mont d’ar brezel warc’hoazh, Eona, a lavaras ar paotr yaouank.

– Perak eo ret dit mont, Jaig? a c’houlennas ar plac’h yaouank.

– An urzh a zo ! emezañ. An holl wazed az aio kuit.

– Ne zisoñji ket ac’hanon, Jaig?

– Hep ehanañ e soñjin ennout Eona, peogwir em eus joa ouzhit.

– Me ivez em eus kalz a joa ouzhit, Jaig.

– Ur pennad diaes da dremen eo, Eona. Pa zeuin en-dro diouzh ar brezel e timezimp hon-daou.

Pellaat a reas Jaig evit mont d’ar gêr. Larkoc’hik e chomas a-sav, distreiñ e benn war-zu Eona a oa o ouelañ ha mont d’ar park en-dro. Erruet eno e krogas en e falz ha kendelc’her da droc’hañ ar gwinizh. An holl wazed gwitibunan a reas eveltañ.

Studier oa Ernst Jünger e kêr Hanovr e Bro-Alamagn. C’hwitet en doa e vachelouriezh e miz Gouere 1914. Chom a rafe e-pad an hañv er gêr da studial a-benn adtremen an arnodenn e miz Gwengolo, endra ma vefe tud e diegezh oc’h hañviñ war ribl ar Mor Du. Ne blije ket kaer ar studioù da Ernst, c’hoant mont da vrezelour en doa, e Bezenn estren Bro-C’hall. Mont da foetañ bro ha ren ur vuhez arvarus. Padal pa glevas an Urzh da vont d’an arme ne’z eas keta-lamm da gazarn ar 74vet Rejumant Troadeien eus Hanovr, evel ma oa merket war e levrig soudard. Distreiñ a reas d’e daol studi ha labourat a-zevri-bev evit adtremen ar vachelouriezh e miz Gwengolo.

E-kichen bourc’h Pouldreuzig edo Veig Trebern o telc’her ur stal galvez, un atant vihan dezhañ ouzhpenn. Edo o kempenn un nor da vezañ lakaet ouzh un ti nevez pa glevas kloc’h an tangwall o tintal e tour an iliz parrez. Dont a reas Mari d’e gaout.

– Ne glevit ket ar c’hloc’h, Veig ? Krog an tan en tu bennak, ken sec’h ma’z eo an traoù er parkoù.

– N’eo ket kloc’h an tangwall, Mari ! a respontas d’e wreg.

Bemdez e lenne ar c’halvez ar gazetenn. Bez e ouie ervat edo ar brezel e go, darev da darzhañ. Tregont vloaz oa Veig, pemp bloaz oa e oant dimezet, bugel ebet dezho evit c’hoazh.

– Ne’z it ket da welet betek an ti-kêr, Veig ?

Ur pennad e chomas hemañ etre daou, kregiñ en e heskenn en-dro ha kendelc’her da gempenn an nor.

Lisead oa Erich Maria Remarque en ur skol eus kêr Kologn. E gelenner, an aotrou Kantorek, a oa anezhañ un den bihan ha taer. Fourrañ a rae ar garantez-vro e penn hag e kalon e liseidi e-doug ar c’hentelioù embregerezh-korf. Pa zeuas an urzh da vont d’an arme e savas ar c’helenner war ur gador ha prezeg evel-henn gant tan en e vouezh hag en e zaoulagad :

– Ra ‘z aio pephini ac’hanoc’h da lakaat e anv evit mont da zifenn ar Vamm-vro a zo en he brasañ dañjer !

Diseblant e chomas Eric Maria Remarque hag e genseurted, en o azez ouzh o zaolioù, ha kendelc’her da studial o c’hentel istor.

D’ar Sul 2 viz Eost 1914, edo person Kammlez, e Bro-Dreger, da bemp eur vintin en iliz, o c’hortoz ar wazed bet galvet da vont d’an arme. Embannet e oa bet gantañ, en derc’hent da noz goude bezañ bet klevet an urzh, e vefe oferenn da bemp eur, da c’hwec’h eur, da nav eur hanter ha da unnek eur, ha gousperoù da ziv eur goude lein.Iskisat tra, da bemp eur nemet kard ne oa den ebet c’hoazh en iliz. Adlenn a reas an aotrou person ar brezegenn en doa skrivet e-kerz an noz :

– Perak ar brezel-mañ ? Doue eo mestr ar bed hag an dud. A-wechoù e teu d’hor saveteiñ. Ar brezel zo un testeni eus justis Doue. Ma vijemp bet gwelloc’h kristenien, Doue n’en defe ket laosket da gouezhañ warnomp ur gwalleur ker spontus. Doue a gar ac’hanomp. Ar viktor a roio deomp nemet goude bezañ hor c’hastizet. Ar brezel a zo un testeni eus madelezh an aotrou Doue…

Ne zeuas den ebet da oferenn pemp eur, kennebeut all da hini c’hwec’h eur. Da nav eur hanter ha da unnek eur e teuas an holl barrezioniz, evel kent, d’an ofis evelkent. Dilhad soudard pe martolod gant gwaz ebet.

D’ar Sul 2 a viz Eost ez eas Loeiz Herrieu d’an oferenn vintin, evel boas, da iliz Sant Jozeb e parrez Plessis. Edo ar paper ouzh an nor o kemenn d’ar baotred kuitaat holl ar pezh a garent. Gwasket oa kalon pep unan, ha divarc’het o daoulagad ha karget a zaeloù. Bec’h en doa an den o krediñ. Brezel! Kentizh arlerc’h merenn ne’z eas ket Loeiz Herrieu gant e bakadig dilhad trema soudardi an 62vet Rejumant, en Oriant e-lec’h ma oa galvet. Chom a reas er gêr, debriñ e verenn ha mont war e blijadur d’ober tro e barkeier, da welet ha darev a-walc’h oa an ed evit bezañ medet. Deuet en-dro d’ar gêr e stagas da skrivañ ur pennad evit ar gelaouenn Dihunamp ma oa ar rener anezhi.

Un hantereur oa edo ar marc’h-du o tivogediñ e ti-hent-houarn Karaez, da zek eur hanter d’ar Sul 2 a viz Eost. Prest oa da loc’h evit kas ar soudarded d’o rejumant, e Gwengamp, Sant-Brieg Dinarzh ha Sant-Malou. Bez edo an aotrou maer, asambles gant mestr an ti-gar, o vont hag o tont hed-ha-hed ar c’hae, enkrez vra enno. Soudard ebet na oa deut evit c’hoazh, pa rankjent bezañ bet savet er c’hombodoù a-benn nav eur hanter. Adlavaret a rae ar maer en e benn ar brezegenn en doa skrivet e-pad an noz :

– N’emañ ket Bro-Frans o klask ar brezel. Ma vez ret ez aio d’an emgann avat ! Dispont ha divrall. Da gement hini ac’hanoc’h hag a zo en em savet evit difenn ar vro, c’hwi hag a laosk war ho lerc’h, kerent, gwragez ha bugale, e lavaran : bezit dibreder o vont d’ar brezel, diouzh hor gwellañ e sikourimp ac’hanoc’h. Bevet ar Frans !

Da unnek eur ne oa erruet den ebet atav, na da greisteiz. Ken ma voe renket ar marc’h-du en ur c’horn eus an ti-hent-houarn, ha ma’z eas an aotrou maer war e giz d’ar gêr.

Senenn gant Ar Vro Bagan

En ur preti brudet a Vontroulez edo Denez Edern o labourat. Kempenn a rae ar gegin hag ar salioù-debriñ, hag al liorzhig ma veze ostizien o verennañ hag o koaniañ en hañv. Eus un tiegezh a Gernouez, e-kichen Lezneven, e oa genidik. E vreur henañ a oa chomet da zelc’her an douar. Paeet mat a-walc’h oa Denez, manet oa paotr yaouank, o lojañ en ur ranndi bihan e karter Sant-Vaze. Bep daou viz e teue d’ar gêr, da geñver ar gouelioù-berzh, da welet e dud. Pizh ha kempenn e kase e stalig en-dro. En ur c’haier bihan e skrive ar mizoù en deveze, feurm ar gambr, ar prenadennoù, an dilhad, ar boued, ar c’hereour, ar gouezierez, profoù da geñver badeziantoù, kurunennoù evit ar gerent varv, bouzellenn nevez evit e varc’h-houarn hag all… D’al Lun 3 a viz Eost e oa aet, evel ma oa bet gourc’hemennet d’ar baotred galvet d’an arme, da brenañ ur re voutoù-lêr da vont d’ar brezel. En eilvet Rejumant Troadeien Trevadennel (2 RIC), edo da vont. Goude bezañ bet prenet e voutoù en ur stal e-kreiz kêr, ha skrivet war e gaier « Brodequin pour la guerre, 18 
francs, 3 août
« , ez eas da vale a-hed stêr Montroulez – ne laboure ket d’al Lun -, e-lec’h mont d’an ti-gar da vont d’e gazarn, da Vrest.

Brav-kenañ oa an amzer, d’an 3 a viz Eost, e enez Kammenez, etre Benniget ha Molenez, a-vaez da Gonk-Leon. Bez edo Chel ar Goasdu, ur paotr yaouank 23 vloaz eus Sant-Pabu, o teviñ tali d’ober soud, asambles gant e dad. Moged tev gwenn a save eus meur a fourn a oa en enez ha diouzh kement enezenn war-dro, ha tre betek Enez-Eusa. Meur a rumm bezhinerien, eus Lilia, Landeda, Sant-Pabu, a oa a-zevri gant o labour. Souezhet e voe Chel o welet garde Molenez o tont d’an enez gant ar vag-savetaj. War-dro div eur oa. En em vodañ a reas ar vezhinerien ha mevelien an tiegezh evit klevet an urzh da vont d’ar brezel. Ar pep brasañ diouto o doa da vont da vartolod, o vezañ « war ar rol ». Pa voe echu lenn gant ar garde e lavaras d’ar wazed e chomfe da c’hortoz anezho er vag evit o c’has war an douar-bras. Chom a reas ar vag savetaj da sec’hañ en aod rak paotr ebet na’z eas di. Pep gwaz galvet d’an arme a oa aet en-dro d’e labour war-dro ar bezhin.

E pep parrez, kumun ha kêr a Vreizh hag a Vro-C’hall, koulz hag a Vro-Alaman, e c’hoarvezas hevelep tra. E kement bro all eus Europa, Bro-Aostria-Hungaria, Bro-Saoz, Bro-Rusia, Bro-Veljia, Bro-Italia, Bro-Serbia, Bro-Otoman, Bro-Vulgaria, e nac’has pep danvez soudard pe vartolod mont d’an arme. Ha kemend-all e trevadennoù Afrika, Azia, Amerika, Okeania… Pa voe disklaeriet brezel etre Bro-C’hall, Bro-Alamagn, Bro-Aostria-Hungaria, Bro-Saoz, Bro-Rusia… azalek an 3 a viz Eost 1914, e chomas sebezet-marv ar rouizien hag an impalaerien : soudard ebet na oa deut d’e soudardi, martolod ebet d’e borzh-brezel ! Ha ken nec’het all ar varechaled, ar jeneraled, ar goronaled, gwisket ganto o lifreoù nevez o doa lakaet sevel gant o c’hemennerien, frizetet ha pomponed o moustachoù gant o ferukennerien, lemmet o sabrennoù gant o goved, spuret o heuzoù gant o c’hereourien. Ha lostok pep hini anezho o vont d’ar gêr. Ne vefe ket skrivet o anv war al levrioù istor !

Evel-se ne voe ket lazhet 10 milion a soudarded ha martoloded, mac’hagnet kemend-all, en o c’horf hag en o spered. Ne voe savet Monumant-ar-re-varv ebet e bro ebet. Ne voe ket drailhet milionoù a familhoù na distrujet broioù Europa. Ne voe ket eus Emglev Versailles e 1919. Ne voe ket eus Adolf Hitler hag e strollad Nazi, nag eus an Eil Brezel-bed. Peogwir o doa paotred yaouank ha gwazed miz Eost 1914 nac’het sentiñ ouzh an Urzh.

Goulc’han Kervella

  • Un danevell embannet en niverennoù 583 ha 584 e miz Eost 2016.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez