E 2017 e oa bet roet lañs da « Youn ha Solena », ur vikro-magouri evit degemer 10 bugel, e brezhoneg, e Sant-Ervlan. Dedennet eo ti-kêr Naoned gant ar mennozh met n’en deus ket c’hoant sevel un dra vihan. 42 plas e vefe da gaout.
Savet ez eus bet ur gevredigezh e 2021, Levenez, evit dougen ar raktres-mañ. Enni ez eus kerent, tud a-vicher gant ar vugaligoù ha stourmerien. Ur raktres pedagogel a-feson a vo lakaet e pleustr er vagouri. Ouzhpenn da soubañ ar vugaligoù e brezhoneg ha da ginnig d’ar familhoù tañva d’hor yezh ha d’hor sevenadur e vo pal ar jeu lakaat e plas doareoù labourat a zegasfe hevoud d’an holl en ensavadur : bugaligoù, familhoù ha tud a-vicher. E 2016 en doa bet ar raktres skoazell gant Ar Redadeg – 20 000 € – met an taol-mañ n’en deus ket bet ar raktres « Levenez » ar memes respont. « Kompren a reomp ne c’hall ket ar Redadeg skoazellañ an holl. Klask a raimp en-dro ar wech a zeu ! » eme Katell Leon, diazezourez ar raktres.
War un ton bras
Raktreset eo bet loc’hañ e 2025. N’eo ket dibabet da vat c’hoazh e peseurt karter eus Naoned e vo staliet ar vagouri. Met ezhomm zo dija a brederiañ. « Evit ober war-dro an 42 bugel e vo dav deomp implij ur 15 den bennak, brezhonegerien. Pemp zo kavet dija met tud a-vicher all a vo ezhomm. Stummadurioù a vo dav deomp aozañ. » a resisa Katell Leon a-raok ouzhpennañ « 20 % eus an dispignoù a chomo war hor choug dre ret. Un amprest a vo dav deomp ober ivez en ti-bank hag ezhomm hon do asuriñ dezhañ eo yac’h ar raktres. 80 % eus an dispignoù d’ar muiañ a c’hall bezañ kemeret e karg gant an arc’hant publik met hemañ ne zeuio nemet pa vo bet digoret ar vagouri. » Setu m’eo kroget izili ar gevredigezh « Levenez » da glask skoazell dre ar savenn Helloasso. Gervel a reont an dud da emezellañ, da brenañ traoù a bep seurt aozet gant artizanezed (goulaouennoù-koar, babouzerioù…) pe da reiñ arc’hant, en un taol pe dre dreuzvankañ.
Facebook : https://www.facebook.com/Levenezbzh
Darempred : prezidant.ez-levenez@kaz.bzh.
Ur pennad embannet en niverenn 880, d’an 22 a viz Ebrel 2022.