Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Evit ar maouezed

E 2017 e voe embannet ur rentañ-kont gant an DGCCRF – Direction générale de la Concurrence, de la Consommation et de la Répression des Fraudes – o venegiñ eo kazi an holl gwarezioù amzerioù1 kontammet gant danvezennoù pistrius. Spontet eo bet Gaëlle Le Noane ha diouzhtu he deus bet c’hoant cheñch micher.

Gaëlle Le Noane, krouerez an embregerezh « Marguerite et Cie » © Marguerite et Cie

Ortofonourez e oa Gaëlle Le Noane a-raok kuitaat he labour ha krouiñ hec’h embregerezh « Marguerite et Cie » e 2018. E Leskonil – e bro Vigouden – eo staliet gant 15 den o labourat eno hiziv an deiz. « Simpl eo ar goulenn : perak o defe ar maouezed da baeañ evit o gwarezioù amzerioù ? » emezi. Krouet he deus un ingaler gwarezioù amzerioù digoust. 2000 a zo staliet hiziv evel e savadurioù tiez-kêr a bep seurt evel Annecy, Montreuil, Evian, Grigny, Aubervilliers, da skouer, met ivez er skolajoù, el liseoù, er skolioù-meur, en toullbac’hoù,…

E kotoñs bio

Abalamour d’ar breskted2 ez eus muioc’h eget ur vaouez war dek ha ne c’hell ket prenañ trawalc’h a warezioù amzerioù, ar pezh a zo dañjerus-tre evito evel-just. Ouzhpenn-se ez eus 45 miliard a broduioù amzerioù o terc’hel plastek enno a zo bannet bep bloaz er bed a-bezh, ar pezh n’eo ket doujus ouzh an ekologiezh. Goude enklask an DGCCRF, setu an abegoù o deus kendrec’het an embregerez da grouiñ un ingaler gwarezioù amzerioù digoust e kotoñs bio bevzispennadus3 100%, hep klor, hep porfum hag hep plastik, evel-just.

Mont pelloc’h c’hoazh

E 2021 e oa bet votet gant Rannvro Breizh staliañ ingalerioù en 245 lise publik ha prevez a gaver er rannvro. Un dalc’h yec’hed foran eo hag ivez un arouez a zoujañ d’an ingalded etre merc’hed ha baotred eo hervez Loig Chesnais-Girard, prezidant ar rannvro. « C’hoant ‘mije e vije kavet an ingalerioù e pep lec’h, memes en embregerezhioù. » a gloz Gaëlle Le Noane a zo bet loreadez priz « Ecovisionnaire » roet gant « Femmes de Bretagne » e 2021.

Evit mont pelloc’h ganti c’hoazh he deus dibabet fiziañ ar pakadurezh hag ergerzhadeg an urzhiadoù da labourerezed ha labourerien nammet eus ar gevredigezh APF – « Association des Paralysés de France ».

NG

1gwarezioù amzerioù : protections hygiéniques

2breskted : précarité

3bevzispennadus : biodégradable


Ur pennad embannet en niverenn 882, d’ar 6 a viz Mae 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez