Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Surentez war an traezhennoù

E-kerzh an hañv ez eo a bouez e vefe an dud e surentez war an traezhennoù. Ar SDIS (Servij ar bomperien), ar CRSed, an SNSM hag ivez ar c’hêrioù a-wechoù a ra war-dro.

2000 km a aod a zo e Penn-ar-Bed © Maxime Huriez

War traezhennoù Penn-ar-Bed ez eus 54 post-sikour, lec’hiet war traezhennoù pennañ an departamant. Ar SDIS an hini eo a ra war-dro dreist-holl, peogwir e kaver 33 fost ma vez ar bomperien oc’h eveshaat ouzh an neuerien. Goude e kaver an SNSM gant 17 post-evezhiañ. Rouez-tre e kaver CRSed bremañ gant daou bost nemetken e Penn-ar-Bed. Div gumun o deus pep a bost ivez. N’eo ket ken aes-se kavout a-walc’h a dud avat. Anzav a ra ar SDIS e vefe dav kaout 160 neuier-saveteer pa n’int deuet a-benn da gavout nemet 140. En abeg da se e chomo serret 7 post. Etre 100 gwech ha 150 gwech bemdez e vez roet sikour d’an dud gant ar bomperien e-kerzh an hañv e Penn-ar-Bed.

Evezhiañ ha reiñ alioù

Kentañ tra a vez graet gant re yaouank an SNSM pa grogont gant o labour diouzh ar mintin a zo gorren ar banniel da ziskouez int erruet da deurel ur sell war an draezhenn. Hir e vo an devezh o sellout pizh gant pellunedoù. « Da gentañ ez evezhian ouzh an neuerien a zo aet pell er mor » eme Lisa. « Met ivez an doare ma neuiont, ha daoust-hag-eñ e seblantont bezañ lakaet diaes« . Liesseurt eo ar pezh a vez graet gant saveteerien an SNSM, evel mont da c’houlenn gant ar re a ya gant ur plankenn-dre-lien chom er ganol raktreset, pe kemenn d’an neuerien ez eont re dost ouzh ar bigi war o eor, e rankont pellaat diouto. « Ar riskl brasañ » emezi « a zo bezañ stoket gant ur vag pe gant ur plankenn pa vezer o neuial. » Sikour a roont pa vez ur gudenn gant ar vugale ivez, da skouer pa vezont flemmet gant ur vorgaoulenn. Alies n’ouzer ket penaos en em gemer evit terriñ ar boan.

Ret eo teurel evezh pa ‘z aer da vord ar mor. Warlene e oa bet 87 den o veuziñ e Rannvro Breizh. 26 anezho n’int ket bet saveteet. Ar gwellañ a zo d’ober a zo titouriñ an hañvourien ha kizidikaat anezho diwar-benn dañjerioù ar mor pe ar c’hudennoù a c’hell c’hoarvezout.

JYLG


Ur pennad embannet en niverenn 894, d’an 22 a viz Gouere 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez