Difennet e vo kas geot da lastezerezhioù Roazhon

Bez’ emañ dilennidi kêr Roazhon o paouez difenn ouzh an annezidi a gas geot d’al lastezerezhioù adal ar bloaz a zeu.

« Mulching » a vez graet pa vez laosket ar geot war an dachenn. © Freepik

Ar gêr vras kentañ o kemer un diviz evel-se eo Roazhon. Implijout al lastez en un doare talvoudus el liorzhoù eo ar pal. Besprezidant ar veurgêr e karg eus al lastez eo Laurent Hamon. Displegañ a ra perak eo bet kemeret an diviz-se. « Pa vez touzet al leton ez a an dour d’ober 80 % eus ar geot. Dre se, pa vez kaset geot d’al lastezerezhioù e vez sammet dour dreist-holl. Kalz gwelloc’h e vefe derc’hel ar geot el liorzhoù. » Meur a zoare zo da dennañ gounid anezho hervezañ. Pa vez sellet a-dost ouzh al lastez-liorzh diskarget el lastezerezhioù e verzer e vez geot evit 30 %, ar peurrest o vezañ skourroù ha diskourrajoù. Espern arc’hant a rafe an dud ma talc’hfent o geot er gêr rak n’afent ket mui kement war an hentoù. Ouzhpenn-se ne oar ket ar veurgêr petra ober gant ar geot. 380 kg lastez-liorzh a vez kaset bep bloaz gant kement annezad a zo o chom en un e ti e meurgêr Roazhon.


Petra ober gant ar geot er gêr ?
Da gentañ e c’heller touzañ al leton en un doare disheñvel. N’eo ket ret dastum ar geot. Bez’ e c’heller ober « mulching », da lavarout eo strewiñ ar geot war an dachenn pa vez troc’het gant
an douzerez. Disec’hiñ a raio buan. Un diskoulm zo evit ar re a faot dezho dastum. Bez’ e c’hellont lakaat ar geot e-harz ar gwez hag ar bodennoù pe c’hoazh plant all el liorzh-legumaj. Azot zo er geot, ar pezh a zo spletus evit ar glasvez. A-hend-all n’eus netra gwelloc’h evit gwareziñ ar plant diouzh gor an heol. El liorzh-legumaj ez eo ul ludu mat-tre hag a denno gounid an douar anezhañ. Ha ma vez briñsoù pe delioù da veskañ gant ar geot ez eo gwelloc’h zoken. Daoust hag-eñ e plijo an diviz d’an holl re o deus chañs da gaout un tammig tachenn en-dro d’o zi e meurgêr Roazhon ? Moarvat e c’hrozmolo lod. Kazi sur ne vo ket meurgêr Roazhon an hini nemeti oc’h ober evel-se en amzer-da-zont avat.


Y. Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 931, d’an 11 viz Ebrel 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez