Krouet e oa bet an embregerezh Vipamat 20 vloaz zo. Bez’ emañ o vont da werzhañ e 10000vet kador-ruilh er bloaz-mañ.
Start e voe da Batrice Faucogney e 1996 p’en em gavas nammet goude ur gwallzarvoud. Ne oa ket mui evit kerzhout ha ret e oa dezhañ kaout ur gadorruilh hiviziken. Seul startoc’h e voe evitañ ma rae kalz sport betek-henn, dreist-holl war vor. Sot e oa gant ober kayak met ne oa ket posupl mont war an traezh gant ur gador-ruilh hag a oa graet evit an ti pe evit mont war ar riblenn-straed. Soñjet en deus en ur gador-ruilh da vont war an traezhennoù hag en dour. Abadennoù kine en devoa d’ober gant ar bevfiñvour Vincent Leroy. Lakaat ar gaoz a reas Patrice Faucogney gantañ diwar-benn e vennozh da fardañ ur gador-ruilh evit sportourien. Ur mank a oa d’ar c’houlz-se. O-daou e tivizjont kenlabourat ha setu penaos e voe krouet an embregerezh Vipamat e Plañvour.
10 000 kador-ruilh gwerzhet
E 2022 e teuas er-maez ar gador-ruilh gentañ. Ar bloavezh kentañ e voe produet 60 kador-ruilh. Abaoe eo aet an embregerezh un tamm mat war-raok peogwir e lakaont da zont er-maez tost 800 bep bloaz bremañ, evit ur sammad gwerzhioù a 2,2 vilion a euroioù. 20 % hepken a vez gwerzhet e Frañs, hag ar peurrest a vez ezporzhiet da 40 bro, dreistholl Aostralia, Kanada hag ar Stadoù-Unanet.
N’eo ket hepken mont war an traezhennoù a ra kadorioù-ruilh embregerezh ar Mor-Bihan avat rak unan a zo bet ijinet evit ober maratonioù ivez. Labour aketus ha resis eo hini an 8 implijad a labour er stal rak strizh eo reolennadur Europa war an ardivinkoù evit tud ampechet.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 936, d’ar 16 viz Mae 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg