D’ar 17 a viz Gwengolo 2023 e vo kentañ tro an dilennadegoù-kêr e kumun Groñvel, en Aodoù-an-Arvor. Serge Huitorel, kuzulier-kêr e-karg eus ar brezhoneg, zo kouezhet bec’h warnañ : hervezañ n’eo ket sur e vo dalc’het ar bodad kuzuliañ da ziorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg er gumun.
Nec’het eo Serge Huitorel. Aon en deus na vefe echu a-benn fin miz Gwengolo 2023 gant ar bodad kuzuliañ da ziorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e kumun Groñvel, e Kreiz-Breizh. Nevez-flamm eo ar strollad-se, krouet e oa bet e miz Gouere goude ur c’huzul-kêr ha 3000 € zo bet roet dezhañ. Koulskoude e vo echu respetad Serge Huitorel en ti-kêr a-raok pell. D’ar 17 a viz Gwengolo e vo kentañ tro an dilennadegoù-kêr, rak roet ez eus bet o dilez gant 5 kuzulier.
D’ar 1añ a viz Gwengolo en doa bodet tud ar strollad-se en ti-kêr evit ober ar poent. Deuet e oa d’an emvod e oa Herve ar Gall ha Virginie Botrel, annezidi eus ar gumun. Ingrid Audoire, kargadez diorren en Ofis publik ar brezhoneg (OPAB), a oa ganto ivez evit heuliañ an traoù.
Kenderc’hel al labour
Hervezo e vefe brav ma vefe staliet panelloù Groñvel ha kehentet e div yezh gant skipailh an ti-kêr. « Arouezel eo », eme Herve ar Gall. Abaoe ouzhpenn 30 vloaz e c’hortoze-eñ, kuzulier-kêr an tu enep etre 2014 ha 2020, ma vefe graet traoù e brezhoneg gant an ti-kêr : « Nac’het e veze ar raktresoù kinniget bep tro. » Div listenn a vo evit an dilennadegoù, hini Bernard Trubuilt, « Avançons / War-raok », hag hini Jean-Yves Jégo, « Le Choix du vivant / Difenn ar vuhez ». « Kendalc’het e vo ar pezh ‘zo bet lañset ma vezomp dilennet », en deus respontet Bernard Trubuilt dre bostel. « Laouen e vefemp ma vefe kendalc’het al labour gant ar bodad hag an dilennidi. Un den e-karg eus ar brezhoneg a vo er c’huzul. Mat e vefe sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg. » N’en deus ket respontet Jean-Yves Jégo da c’houlennoù Ya !. Spi he deus Virginie Botrel « ez aio war-raok ar raktresoù e brezhoneg », forzh peseurt maer a vefe dilennet.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 953, d’an 12 viz Gwengolo 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg