E-kreiz miz Kerzu e oa bet votet ar budjed nevez gant ar guzulierien. Ne vo ket krennet re war an dispignoù evit ar mare. Gwelloc’h emañ an traoù e Breizh eget e rannvroioù all zo.
Aes-tre eo bet votiñ ar budjed er bloaz-mañ rak deuet eo Loïg Chesnais-Girard a-benn da gaout ar muiañ-niver a-du gantañ, ar pezh na oa ket gwir e deroù ar respet pevar bloaz zo. Ne oa ket bet memes tra e 2022 p’en doa ranket ar prezidant lakaat an dilennidi da vouezhiañ dre vilhedoù kuzh evit lakaat degemer ar budjed. Abaoe pevar bloaz en devoa degemeret Loïg Chesnais-Girard pevar ezel eus strollad kostezenn Macron. Hag er bloaz-mañ eo daou ekologour, Ronan Pichon ha Goulven Oillic, a zo aet gantañ. Asantet eo bet ar budjed gant 45 mouezh a-du, 13 hep mouezhiañ, 25 a-enep.
1,932 miliard a euroioù
Ma ne vije ket bet votet e vijed chomet gant diazezoù 2024. Diwar ar 1,932 miliard a euroioù ez eus bet lakaet 56,5 milion a-gostez rak n’ouzer ket c’hoazh ez resis penaos e krenno ar Stad war he debarzhadur hollek mont en-dro. « En entremar emaomp penn-da-benn, setu perak eo bet savet ar budjed gant aked ha furnez », eme Loïg Chesnais-Girard.
Mont a raio 38 % eus ar budjed d’ar postiñ ha 62 % d’ar mont en-dro. 24 % a yelo d’al liseoù ha d’ar skolioù-meur, 22 % d’ar fiñvusted, 12 % d’ar stummadurioù, d’an heñchañ micherel ha d’an implij, 13 % d’an diorren ekonomikel, d’al labour-douar ha d’ar mor, 5 % da galite ar vuhez, 4 % da genstagded an tiriadoù.
Rannoù gwarezet
Santualaet e vo budjedoù ar sport, ar sevenadur hag ar yezhoù. Dalc’het e vo da saveteiñ ha da ziorren ar yezhoù gant ar pal tizhout ur budjed 13 M € evito e 2027. Etre 2023 ha 2025 e vo bet ur c’hresk a 3,6 M €. Evit ar brezhoneg eo gant an deskadurezh ez aio al lodenn vrasañ. 0,62 % eus budjed ar Rannvro a vo dispignet evit ar yezhoù.
28 M € a yelo gant ar sevenadur, hep kontañ ar glad. Sikourioù liesseurt a vo roet d’ar sport : daou dennad-hent eus Tro Frañs ar baotred a dremeno dre Vreizh hag hini ar merc’hed a grogo en hor rannvro ivez. A-hend-all e vo sikouret atletourien Breizh evit c’hoarioù olimpek 2028.
« Kreñv eo pouez ar c’hevredigezhioù e Breizh », eme Bierre Pouliken, besprezidant e karg eus ar sport hag ar yaouankiz. « 700 000 den a-youl-vat zo e Breizh ha ret eo kenderc’hel e-giz-se. Ma c’hellomp reiñ un tamm spi d’an dud en tiriadoù e rank bezañ graet. »
Aesoc’h evit Breizh
Daoust ma‘z eus bet raktreset derc’hel 56,5 M € a-gostez ez a mat a-walc’h gant budjed Breizh. Evit sikour ar Stad e vo ret krennañ war zispignoù zo met gortoz a ra Loïg Chesnais-Girard evit en ober. E miz Meurzh e vo divizet, pa vo sklaeroc’h politikerezh budjed ar Stad. N’eus ket kement a zleoù gant Rannvro Breizh ha ma‘z eus gant rannvroioù all, evel Broioù-al-Liger da skouer. 4,6 bloaz a vefe ret da Rannvro Breizh evit paeañ hec’h amprestoù, tra ma‘z eo 9,1 bloaz evit Rannvro Broioù-al-Liger.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1022, d’ar 7 a viz Genver 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg