Abaoe 10 vloaz eo kresket an niver a enbroidi a zo o labourat e Breizh. Setu ar pezh a ziskouez ur studiadenn gant an INSEE. En uzinoù an agrobouederezh, el letierezh pretierezh, hag er sevel tiez e vezont enfredet ar muiañ.

68 500 labourer estren zo o labourat e Breizh e 2025, da lavarout eo 5 % eus ar postoù labour. E 2012 ne oant nemet 3 %. « En agrobouederezh e vez enbroidi o labourat evel micherourien, ar pezh a c’haller ober hep diplom », a zispleg an INSEE. N’eus netra souezhus. A-feur ma kresk live studi Breizhiz e teu da vezañ diaesoc’h kavout micherourien kontant da labourat en uzinoù, seul vui m’eo izel ar feur dilabour er mare-mañ.
36% anezho e Roazhon
N’eus ket micherourien estren e pep lec’h e Breizh. Emañ an hanter anezho e pevar zakad implij : Roazhon, Karaez, Lambal ha Pondi. E-touez ar re a zo o labourat e Roazhon o deus an hanter anezho un diplom studioù uhelañ ha dont a reont eus Afrika dreist-holl. E Karaez, Lambal ha Pondi e teu al lodenn vrasañ anezho eus Europa ha labourat a reont el labour-douar hag en uzinoù agrobouederezh, el lazhtioù pe war bostoù labour rannvloaziat pe micherioù hag a c’houlenn nebeut a stummadur.
Un diouer a vicherourien
Ar Vretoned n’o deus ket c’hoant da vont war vicherioù zo ha setu perak e vez implijet estrañjourien. Mont a ra ar re-se d’ober etre 8 % ha 10 % eus al labourerien en agrobouederezh, el letierezh pretierezh, er sevel tiez hag en interim. Ar 15 micher a vez enfredet ar muiañ a estrañjourien warno zo labourioù ha n’eus ket ezhomm da vezañ stummet pell evit mont warno, en agrobouederezh met ivez er servijoù naetaat hag er sevel tiez. A-wechoù e vank tud stummet e metoù zo, evel adklañvdiourezed ha stlennegourien.
Startoc’h e vez d’an estrañjourien kavout labour. 67 % eus ar re o deus etre 25 bloaz ha 54 bloaz zo o labourat, tra m’eo 86 % evit an dud a orin breizhat. Gwashoc’h eo evit ar merc’hed, dreist-holl gant bugale. « Ne vez ket komzet galleg mat a-walc’h atav, un diplom tapet en estrenvro n’eo ket anavezet dre ret amañ, n’hallont ket en em harpañ war ur rouedad familh amañ, bezañ un estrañjour zo ur skoilh ivez. Setu meur a abeg d’an diaesterioù o devez da gavout labour », eme an INSEE.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1059, d’ar 14 a viz Here 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


