E penn kentañ miz Du he devoa kemennet ministrez an deskadurezh ne vefe ket mui ur redi kelenn elfennoù eus ar yezh hag ar sevenadur maori er skolioù. Ur vezh eo evit kalz kelennerien ha kerent rak mont war-gil a-fet bevañ asambles e vefe, koulz ha lakaat a-gostez ar skolidi vaori.

Div enezenn vras dreist-holl a ya d’ober Zeland-Nevez, met en holl ez eus 700 anezho. Er gevred da Aostralia emañ ar vro-se hag abalamour da se eo kerreizh an hin, un tammig evel e Breizh. Daou dra zo heverk e Zeland-Nevez, ar rugbi hag an deñved. Ar sport broadel eo ar rugbi, hag 8 penn-dañvad zo dre annezad.
N’eus ket bet tud o chom e Zeland-Nevez a-viskoazh. Annezet eo bet gant Polinezianed da gentañ, war-dro 1300. E 1642 e voe ergerzhet an inizi-se gant un Hollandad, Abel Tasman. Ne voe ket dedennet ar Saozon kement-se gant an douaroù-se da gentañ. Kenstaget e voent ouzh ar Rouantelezh-Unanet war-dro 1800, ha poblet muioc’h-mui gant Breizhveuriz goude.
Div gumuniezh
Niverusoc’h eo ar re wenn. Mont a reont d’ober 80 % eus ar 5,3 milion a annezidi, ar peurrest o vezañ Maoried peurgetket, alese daou sevenadur. Tra souezhus, ur roue hag ur rouanez zo, hep liamm etrezo. Ezel eus ar C’hommonwealth eo ar vro ha dre se eo Charlez III roue Zeland-Nevez. Nga Wai Hono I Te Po Pak eo anv ar rouanez, dezhi an oad a 27 vloaz. Nag an eil nag eben n’o deus ur gwir c’halloud evel-just rak divizet e vez politikerezh ar vro gant an deputeed hag ar c’hentañ ministr.
Er penn kentañ, war-dro 1800, e veze laouen ar Vaoried o welet e c’hellent ober kenwerzh gant an drevadennerien erruet eus Breizh-Veur met buan e trenkas an traoù gant an niverusoc’h-niverus ma oa ar re-mañ. Daoust da se e voe sinet ur feur-emglev e 1840, anvet feur-emglev Wahari, ma veze anavezet ennañ gwirioù ar Rouantelezh-Unanet war ar vro met ivez gwirioù ar Vaoried war o douaroù. Etre 1860 ha 1870 e voe daou vrezel. Kalz douaroù a voe kollet gant ar Vaoried. Ret e voe gortoz 1975 evit ma vije anavezet gwelloc’h o gwirioù. E 2008 e voe restaolet douaroù zo dezho.
Er skol
E 2020 e voe divizet gant gouarnamant Labour Jacinda Ardern e vije kelennet elfennoù eus ar yezh vaori en holl skolioù, ha lakaet ar vugale da anavezout lidoù ha traoù eus o sevenadur ouzhpenn. Abaoe ez eus bet cheñchamant e penn ar vro. Erruet eo an tu dehoù.
Divizet en deus ar gouarnamant ne vije ket mui un dra ret studiañ ar sevenadur maori. Evit ministrez an deskadurezh, Erica Standford, n’eus abeg ebet e vefe ret kelenn sevenadur 20 % eus ar boblañs d’an holl vugale. « N’o deus ket ar vugale disoc’hoù gwelloc’h », emezi. Evel-just n’emañ ket an holl a-du. Meredith Kennett, prezidantez kevredigezh ar c’huzulioù-skol, a lavar eo talvoudus ar c’helenn-se rak sikour a ra da unaniñ ar skolidi, hag ar vro eta, e-lec’h o rannañ.
« Dek vloaz zo ne lavare den ebet « kia ora », da lavarout eo « demat » e maori », eme ur c’helenner. « Tamm-ha-tamm ez eo deuet da vezañ un dra reizh er skol. Bemdez e vez desket gant hor skolidi penaos lavarout gerioù diwar-benn al livioù pe c’hoazh devezhioù ar sizhun. N’eus bro all ebet ma vez komzet maori enni. Deomp-ni eo ar yezh-se. Neuze pa ra ar gouarnamant e seiz gwellañ evit reiñ ton d’ar saozneg hepken ez eo an dra-se gouennelouriezh hervezon. »
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1068, d’ar 16 a viz Kerzu 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


