Distro da Voldova

Bloaz hanter zo e oan bet e Chișinău, kêr-benn Moldova. Paseet em boa amzer gant repuidi eus Ukraina. Fromus-kaer em boa kavet an dra-se. Distroet on di ar sizhun dremenet.

Ti ar Sovieded e Tiraspol. Melestradurezh Transnistria zo ennañ bremañ. © Julien Meffre

Goude votadegoù 2024 em boa ezhomm da aveliñ ma fenn. Choazet ganin mont da Chișinău. Ha sed aze e oan en em gavet e Moldova. Ur vro vihan gwasket etre Roumania eus tu ar c’hornôg, Ukraina eus tu ar reter hag ar Mor Du eus tu ar su. Eno em boa tremenet ur sizhunvezh gant Constantin, kabiten batimant eus Odessa ha Sheva ur paotr eus Kharkiv, programmer. N’o doa ket c’hoant da vezañ paket gant ar brezel ha setu perak e oant o c’hedal kavout un diskoulm e Chișinău (da belec’h mont, kaout paperioù). Merket don e oan gant ar pezh am boa gwelet. Abaoe on chomet intereset-bras gant Moldova. Met petra eo ar vro-se e gwirionez ?
Etre 1359 ha 1859 e oa bet ur briñselezh voldovan. Kalz brasoc’h e oa eget Moldova a-vremañ. Forzhik douaroù dezho zo aet abaoe gant Ukraina pe Roumania.
Hirio an deiz eo bevennet Republik Moldova gant richerioù bras ar Prut er c’hornôg hag an Dniestr er reter.


Transnistria
Dizalc’h eo ar vro abaoe 1991 pa oa aet an URSS da get. D’ar mare-se e oa bet brezel etre un vandenn zouar vihan a zo anvet abaoe « Republik Moldovan Transnistria » hag ar peurrest eus ar vro a chome feal da Chișinău. « Kudenn ar yezhoù a oa abeg d’ar brezel-se », eme Diana, ur gamaradez din heñchourez ha kontourez anezhi. Pa oa bet disklêriet hec’h emrenerezh gant Moldova, he deus choazet ar republik vihan-se ar roumaneg e-giz yezh ofisiel. Tud Transnistria a gaoze ruseg an holl anezho, levezonet hag harpet e oant gant ar C’hremlin (dre guzh). Ne faote ket dezho e vije ar roumaneg yezh ofisiel ar vro. Gallet o deus sevel ur vro « tasmant », un takad gris evit al lezennoù etrebroadel. Da lâret eo : n’eo ket anavezet Transnistria gant bro all ebet eus ar gumuniezh etrebroadel. Rusia hec’h-unan ne ra ket : koulskoude ez eus 1500 soudard rusian c’hoazh e Transnistria. Bet on o pourmen asambles gant Diana e Transnistria a zo heñvel ouzh ur mirdi eus an URSS (delwennoù Lenin, batis ar Soviet Suprem…). Dizaliañ a ra ministrerezh diavaez Frañs da vont di. Koulskoude n’eo ket dañjerus : « keit ha ma ne glaskez ket tennañ poltriji eus an harzoù (gwardet gant soudarded rusian !) peotramant eus ar c’hampoù arme rusian ne vo kudenn ebet », eme Diana.

Maia Sandu — roumanegerez ha pro-UE — a oa bet dilennet da brezidantez ar Republik e 2020 hag e 2024 evit un eil respet. © Wikimedia Commons


Rannet-bras ar vro a-fed politikerezh
Met distroomp da Chișinău. Menegiñ a ranker ivez eo Moldova ar vro baourañ en Europa. Un drederenn eus ar boblañs zo o chom e Chișinău : 800 000 a dud a-douez 2 500 000. Siwazh e ya kuit kalz tud a vloaz da vloaz. Dipitet bras eo Diana : « Dek vloaz zo e oa pevar milion a dud o chom amañ » emezi. « Siwazh, Moldovaniz ne garont ket o bro kement-se. Brud vat o deus e broioù ar c’hornôg, abalamour m’int kezeg-labour hag onest. An aliesañ e chomont eno da labourat. » Tennañ a ra an divroañ-se eus istor ar vro a zo gwall gompliket ha dianavezet krenn en Europa ar c’hornôg.
Abaoe deroù Republik Moldova eo rannet-bras ar vro a-fed politikerezh : eus un tu, ar re pro-rusian, eus an tu all ar re pro-Unvaniezh Europa. Evit kompren gwelloc’h e c’haller taoler ur sell war ar votadeg prezidant diwezhañ. E miz Gwengolo 2024 e oa bet anvet en-dro Maia Sandu (hag hi pro-UE) da brezidantez Moldova gant 55 % eus ar mouezhioù. Met war dachenn ar vro hec’h-unan, en doa gounezet Alexandre Stoianoglo, an emstriver pro-rusian, gant 51,2 % eus ar mouezhioù. Ma ne vije ket bet eus an diaspora, e vije aet ar maout gant an tu pro-rusian.
Kêr Chișinău he deus votet evit Maia Sandu lec’h ma kaver pennoù-bras peotramant desket-kaer evel Paul, rener lise war e leve, ganet ha kresket pa oa eus Moldova ur republik eus an URSS. « Onest eo hor prezidantez ha c’hoant bras ganti kas Moldova ar pellañ posupl diouzh levezon Rusia. »
Graet em eus anaoudegezh gant Iulian, ur paotr eus ur familh vourc’hiz hag en deus labouret evit programm pourchas boued an ABU (Aozadur ar Broadoù Unanet). Hemañ zo pro-UE da vat, eus an tu kreiz ha fier eus e vro. Klotañ a ra e soñjoù politikel gant e renk sokial uhel, ha gant al lec’h m’emañ o chom : Chișinău ar gêr-gabital. « Fier-ruz on da gaout Maia Sandu e penn ar gouarnamant. Emañ o klask lakaat ar vro d’en em zizober eus ar breinadur. Gant ar brezel a zo e toull an nor, n’on ket gouest da ijinañ petra a vije c’hoarvezet gant ur prezidant pro-rus. »
Un disparti krenn zo etre an dud diwar ar maez, an dud o chom e-barzh kêrioù bihan norzh ar vro peotramant tud Transnistria hag ar re o chom e Chișinău.


Digelaouiñ eus perzh ar C’hremlin
D’ar 24 a viz C’hwevrer, e-kerzh ur vanifestadeg dirak kannati Rusia e Chișinău, em boa goulennet gant Constance, ur plac’h hag a labour evit Amnesty Etrebroadel, penaos eo tro-spered an dud diwar-benn ar brezel en Ukraina. « An dud diwar ar maez a vez bizet gant ul labour digelaouiñ eus perzh ar C’hremlin. Er c’hornioù-bro-se, ar skinwel a chom ar media pouezusañ hag ez eus kalzik a chadennoù lec’hel arc’hantaouet gant ar Rusiz. Ken treuzkelaouet ken ne ouzont ket petra a c’hoarvez en Ukraina. »
D’an 2 a viz C’hwevrer, hervez ajañs an ABU evit ar repuidi, e oa 140 000 repuad ukrainat staliet e Moldova. Ouzhpenn 2 vilion a dud o deus treuzet an harzoù etre Moldova hag Ukraina.
Priziet eo bet Moldova gant an ABU evit he degemer a-feson. « Bez’ ez eus liammoù kreñv ha kozh etre an div vro. Kalz a repuidi o deus kerent e Moldova. Se zo kaoz e vezomp degemeret mat amañ », a zispleg Iulian.
Daoust ma’z eo ur vro bihan ha dianavezet. Etre ar bed rusian hag ar c’hornôg emañ Moldova e-kreiz dazont Europa.

Julien Meffre


Ur pennad embannet en niverenn 1081, d’ar 17 a viz Meurzh 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez