Muioc’h a drenioù e Breizh

Muioc’h-mui e faot d’an dud mont gant an tren. Kreskiñ an niver anezho eo pal an SNCF e Breizh. Dres, gant un teknik nevez e vo aesoc’h en ober.

E Breizh e erru 95% eus an trenioù d’an eur kemennet. © Wikimedia Commons

Abaoe 6 vloaz eo kresket eus 60% an niver a veajourien en trenioù e Breizh. « Bep bloaz e kresk eus 6% », eme Frederic Eteve, rener an SNCF. Setu perak ez eus bet lakaet trenioù nevez. Evit ober an dra-se e ranker kaout plas war al linennoù avat. Ret eo kaout linennoù hent-houarn e-ratre ivez. Padal ne oa ket bet postet a-walc’h er bloavezhioù diwezhañ. Diorren an TGV a oa bet graet. Deuet eo ar mare da blediñ gant al labourioù war al linennoù all. Budjedet ez eus bet dispignoù 265 milion a euroioù e Breizh ha Broioù-al-Liger e 2026. Ouzhpenn 400 milion zo rakwelet e 2027 ha 2028.


Trenioù hag a erru e koulz
Linennoù zo n’o deus ket brud vat e Frañs. Dale a vez gant an trenioù. N’eo ket gwir e Breizh, lec’h ma erru 95% eus an trenioù d’an eur kemennet. Tri abeg zo d’ar 5% all a vez dale ganto. Chom a ra sac’het ar panelloù-heñchañ pe an ardivinkoù-heñchañ a-wechoù. Lakaet eo diaes an SNCF gant cheñchamant an hin ivez. Div skouer a ziskouez an dra-se. Gant ar barr-amzer Ciarán e oa bet kouezhet 700 gwezenn war al linennoù e 2023, ha gant dourioù-beuz miz Genver 2025 e oa bet kudennoù e traoñienn ar Gwilen. Gwashoc’h a c’hell c’hoarvezout c’hoazh. Er bloaz-mañ, e miz C’hwevrer, e oa bet ur rikladur douar war al linenn Kemper Brest pa oa bet kalz glav. Labourioù a gaser da benn evit renkañ pep tra met ne vo ket gwelet trenioù o vont hag o tont a-raok miz Mezheven. Muioc’h-mui e teu ar moc’h-gouez hag ar yourc’hed da dreuziñ al linennoù-houarn. 380 stokadenn a oa c’hoarvezet e 2025, ar pezh a c’hell degas dale ivez.


Teknikoù nevez
Pa vez lakaet re a drenioù da dremen e c’hell dont da vezañ start-tre. Eurüzamant ez eus gwellaennoù gant an teknikoù implijet. Niverelaat a reer an heñchañ. Eskemmezioù ren* niverel a vo lakaet en trenioù ha dre se ne vo ket ret ober gant ar gouleier ruz ha gwer ken. « Evel-se e c’hellor lakaat tremen 12 tren e-lec’h 8 pe 9 », eme Frederic Eteve. E ti-gar Roazhon ez euz bet cheñchamant dija. Dont a reer a-benn da lakaat daou dren war ar memes linenn. « Daou dren a c’hell loc’hañ war-zu kêrioù disheñvel. », Arabat en em drompañ avat.

Y.Y. ar Gov


*pupitres de commande


Ur pennad embannet en niverenn 1083, d’an 31 a viz Meurzh 2026.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez