250 000 tonenn a gregin – eus istr, meskl, bigerniel ha kregin Sant-Jakez – a vez bannet bep bloaz e Bro-C’hall ha n’eus nemet 10% a vez adimplijet el labour-douar pe e bed ar gwezelad. C’hoant o deus bet un nebeud mignoned eus Sant-Brieg cheñch penn d’ar vazh. Ha krouet o deus un embregerezh – Ostrea – hag… un danvez nevez.
Daou vloaz zo – e-kerzh ar c’henfinañ kentañ – eo aet Tanguy Blevin da sikour e vreur a zo saver-istr e Rieg evit an embregerezh Thaëron. Merzet en deus e veze bannet kalz a gregin istr – lastez, kolloù… – ha deuet eo ar soñj dezhañ e vefe mat ober un dra bennak outo. « 200 tonenn a veskl ha 100 tonenn a istr bep bloaz… nemet e Rieg. Ober a ra kalz memestra » eme paotr Sant-Brieg.
Ar c’hregin
Betek-henn e veze bannet ha douaret ar c’hregin e tachennoù ispisial. Met teir c’hudenn a zo. Da gentañ e teu da vezañ leun an tachennoù-se. Da eil eo koustus-tre evit an embregerezhioù da geñver an treuzdougen hag ouzhpenn-se n’eo ket mat an niver bras a vonedoneoù kirri-samm a-fed ekologiezh. Ha da drede eo un danvez harzus-tre d’an tommder ha na c’heller ket luduañ anezhi. Neuze petra ober ? Adimplijout eo an doare gwellañ d’ober. Ha setu penaos o deus bet ar pevar mignon – Tanguy Blevin, Camille Callennec, Maxime Roux ha Theo Joy – ar mennozh klask krouiñ un dra bennak nevez d’ober gant ar c’hregin.
Talvoudekaat al lastez
Klasket o deus e-pad daou vloaz a-drugarez d’ar skoazell o deus bet gant « Zoopôle » Sant-Brieg hag « Emergys Bretagne » staliet e Roazhon. Kalz mennozhioù o deus bet hag a-benn ar fin int deuet a-benn da grouiñ un danvez nevez gant 65 % a gregin hag hep produioù kimiek. An danvez-mañ – kalet, harzus ouzh an tan ha d’ar stokiñ hag ivez « hydrofuge » – a c’hello servij evit sevel pezhioù arrebeuri, da skouer. Un embregerezh o deus krouet – Ostrea – rak dedennet int holl gant bed ar mor. « Evit poent e labouromp en un atalier e Beuzeg met gortoz a reomp respontoù ar bankoù evit kaout hol labouradeg deomp-ni ha gellout reiñ lañs d’ur produiñ hanter-c’hreantel » eme Tanguy Blevin.
Un danvez lec’hel eo, neuze, a c’hellfe kemer plas ar c’hoad pe ar plastek a zo saotrus, brav-tre, a denn kalz d’ar marbr. Un danvez krouet gant Breizhiz. Un tamm lorc’h ne ra ket droug !
NG
Ur pennad embannet en niverenn 877, d’ar 1añ a viz Ebrel 2022.