Keleier e brezhoneg abaoe 2005

An takad tenn : un ostilh nevez

Diaesoc’h-diaesañ eo kavout ul lojeiz e Breizh. Gervel a ra ar strolladoù lec’hel a stourm evit ar gwir d’al lojeiz evit an holl da vanifestiñ d’an 10 a viz Gwengolo. Gant un azgoulenn nevez : krouiñ takadoù tenn.

245 000 eil-ti a oa e rannvro Breizh e 2015 hervez an Insee. © Alberto Uganelli

Ronan a grogo gant un doktorelezh e Brest en distro-skol. « Bemdez e sellan ouzh ar c’hemennoù evit kavout ur ranndi. N’eus ket un diouer a gemennoù met ar ranndioù az a kuit buan-kenañ, dindan 24 eurvezh ! Kalz re a c’houlenn a zo evit feurmiñ Abaoe ur miz emaon o klask. O chom e ti mamm emaon evit an hañv, e Douarnenez. N’ouzon ket hag-eñ e teuin a-benn da gavout unan a-raok miz Here.»

Stegnet eo marc’had al lojeiz e Breizh. Kresket eo prizioù e 2021, ha pa vefe evit feurmiñ ur mad pe prenañ tiez. E-korf ar pemp bloavezh diwezhañ eo kresket prizioù gwerzh an tiez deus tost 20% e Brest, da skouer.

Trawalc’h

Hag ouzhpenn da skoilh ar prizioù e sav ivez kudenn al lojeizoù goullo, an douristelezh, hag ar feurioù uhel pe uheloc’h a eil-tiez (war an arvor dreist-holl). Kresket eo ar feur a eil-tiez er rannvro deus 32% etre 1990 ha 2015. Betek 60% dioute a gaver e diazad-bevañ Kiberen ha Karnag, hag ouzhpenn 70% e hini Sarzhav, hervez an Insee. Bloaz ‘zo e oa bet lakaet ar gaoz war enkadenn al lojeiz gant an UDB e-pad koulzad kabaliñ an dilennadegoù rannvro. Ar mennozh degaset gante a oa krouiñ statud annezad e Breizh. Ar pezh a oa bet nac’het raktal gant ul lodenn vat deus an dilennidi ha gant prezidant nevez ar rannvro, Loïg Chesnais-Girard (PS). Unan deus an abegoù o vezañ eo diaes da lakaat e plas, rak n’emañ ket er vonreizh.

E-keit-se eo diwanet muioc’h-mui a strolladoù lec’hel : e Sant-Maloù, e bro an Oriant pe c’hoazh e Douarnenez. An hini diwezhañ a zo bet krouet e Montroulez ar sizhun diwezhañ. « An diskoulmoù a zeuio deus an dud a zo o chom war an takad, a soñj Fabris Cadou, ezel deus ar strollad. Deuet omp a-benn da vodañ muioc’h a dud tro-dro d’ar stourm evit al lojeiz an taol-mañ : ar PC, ar PS, LFI, kevredigezhioù a stourm evit ar gwir d’al lojeiz ha dilennidi lec’hel evel maer Pleiber-Krist, an dornad kuzulierien-kêr Montroulez pe c’hoazh kuzulierien departamant ha rannvro. » Bodet int tro-dro d’un azgoulenn nevez : krouiñ takadoù tenn e Breizh evit reoliañ marc’had al lojeiz.

Lezenniñ buan

Evit poent n’eus kumun ebet e rannvro Breizh renket e Takad Tenn. « Ezhomm hon eus da gavout diskoulmoù prim. Un ostilh lezennel a c’hellfe bezañ lakaet e pleustr diouzhtu eo an takad tenn », eme Jean Brichet, deus Lannuon, ezel deus ar strollad Treger Argoad Goelo Takad Tenn. « A-drugarez d’an ostilh-se e vefe tu reoliañ ar c’hementad a feurmoù berrbad e-giz Airbnb gant pep kumun, a gendalc’h an den yaouank. Taosoù war an tiez goullo a c’hallfemp ivez lakaat e pleustr a-benn broudañ ar berc’henned da lakaat o madoù war ar marc’had en-dro. Kreskiñ an taosoù anneziñ deus 5% betek 60% evit an eil-tiez a vefe tu ober ivez». « Sterniañ ar feurmoù a c’heller ober ivez en takadoù tenn », a gloka Fabris Cadou.

En distro-skol e voter budjed an arc’hant 2023 er breujoù. D’ar mare-se e c’hallfe bezañ astennet an takadoù-tenn da gumunioù Breizh.

Perzhioù mat ha perzhioù fall

Un araokadenn e vefe an takad tenn evit Maxime, ezel deus ar strollad Droit à la ville DZ, ur strollad « enklask hag ober » war al lojeiz a venn reiñ da c’houzout d’an holl an titouroù war an tem-se. Siwazh, ne vefe ket an ostilh nevez se un diskoulm efedus a-walc’h hervezañ evit reoliañ ar marc’had : « Kumunioù an takadoù tenn ne vefent ket rediet da lakaat e plas ar muzulioù-se. Rankout a rafent bezañ votet gant ar c’huzulioù-kêr evit bezañ lakaet e plas. Dav e vefe kenderc’hel da lakaat gwask war an dilennidi lec’hel evit ma vefent doujet neuze ».

Degas a ra Maxime da soñj ez eus kudennoù lojañ all da ziskoulmañ er vro : « N’eo ket trawalc’h ar sikourioù evit renevesaat al lojeiz roet gant ar gouarnamant evit herzel al lojeiz mezhus da skouer. Ha n’omp ket holl war ar memes renk hervez hor renk sokial, jener pe gouenn pa vez anv da gavout ul lojeiz. Brav e vefe da skouer neuze ma servijfe an arc’hant gounezet gant ar c’humunioù a-drugarez d’an takad tenn da arc’hantaouiñ renevezadur al lojeiz ha stourm a-enep al lojeiz mezhus da skouer ».

Manifestadegoù a vo e Breizh evit ar gwir d’en em lojañ ha krouidigezh takadoù tenn d’ar Sadorn 10 a viz Gwengolo, e Douarnenez da 10e war marc’had ar c’hoc’hu, e Lannuon da 11e war kae an Aiguillon hag e Gwened da 2e g.m war ar porzh.

Metig Jakez-Vargas


Ur pennad embannet en niverenn 900, d’an 9 a viz Gwengolo 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez