Keleier e brezhoneg abaoe 2005

An ti-feurm e 20 000 skorpion

Gant T24, ar gazetenn durkek enlinenn savet e 2009, e oa bet embannet ur pennad-skrid diwar-benn un atant sevel skorpioned a vez gwerzhet ker-ruz o binim. Lies hag a ziougan mat1 eo an implijoù mezegel.

Androctonus turkiyensis eo anv ar spesad. © GM

E proviñs Sanliurfa, e gevred Turkia, en deus an aotrou Metin Örenler un atant e-maez ar c’hiz. En e atant e vez desavet war-dro 20 000 skorpion eus ar spesad Androctonus turkiyensis, ur spesad a orin eus gevred Anatolia. An anevaled bihan hag hoalus-se a ya d’ober e chatal zo lojet e-barzh boestoù plastik treuzwelus, an eil re war ar re all, harpet ouzh mogerioù e laborenn 550 m2. Gant gwaskoù a-zoare e vez eztennet ar binim dre gaer gant an implijidi. Ganto e vez tapet ar berad munut a vinim e penn broud al loen, eztennet war-bouez broudadennoù elektrik. Met dav eo diwall rak mard eo re greñv ar red-tredan e vo lazhet ar skorpion ha mard eo re wan e vo diefed. Mirout ar binim-se zo gwall ziaes ivez. Setu a gaoz da berak n’eus ket kalz a dud o labourat er gennad-se hervez an embreger.

Sevel skorpioned n’eo ket ur vicher aes, anat eo. Ul labour diaes eo, pervezh ha dañjerus zoken. Ret eo pourchas dezho ur bouetaj eus ar choaj (gant amprevaned) ha doaeroù bevañ heñvel ouzh ar re zo en natur evit o gouennañ.

Implijoù mezegel liesseurt

Da gentañ e vez skornet ar binim ha war-lerc’h e vez graet poultr gantañ. Goude e vez ezporzhiet e Frañs, er Rouantelezh-Unanet, en Alamagn hag e Suis. Kalite ar binim a vez dielfennet e-barzh meur a skol-veur. Kaset e vez danevelloù ha standilhonoù d’ar brenerien erveziat2.

Gant an embregerezh-se e vez gwerzhet e vervadurioù3 e Turkia ha lod eus e zigontammoù4 oberiet gantañ amañ a vez kaset da Afrika evit bezañ implijet a-enep da zantadennoù an naered. Met kaset eo ar binim da bellvro, dreist-holl, lec’h ma vez implijet e gennad al louzeier peurgetket evit sevel louzeier a-enep ar poanioù pe louzeier anestezius. Perzhioù ar binim-se a vez studiet e-barzh laborennoù e stern ar stourm ouzh ar c’hrign-bev ivez.

Arc’hantus-kenañ eo ar “business”-se. 10 milion a eurioù, e vez gwerzhet ul litrad, ar pezh a ra dioutañ unan eus an aozadennoù kerañ er bed. Neoazh a-raok kaout ul litrad anezhañ eo ret kaout pasianted : ur skorpion a ro war-dro daou villigramm binim bep ugent pe dregont deiz hepken. Dre-holl eo gouest an atant-sevel produiñ daou c’hramm a vinim bemdez…

Da 50 000 skorpion en deus c’hoant Metin Örenler kreskiñ gouested e atant-sevel skorpioned.

Jil ar Bourlout

1a ziougan mat : prometteur

2erveziat : potentiel

3bervadur : décoction

4digontamm : antidote


Ur pennad embannet en niverenn 922, d’ar 7 viz C’hwevrer 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez