D’ar 1añ a viz C’hwevrer zo bet embannet gant Amnesty International un danevell a-bouez. Goude 4 bloaz a labour o deus kinniget d’ar bed disoc’h o enklask diwar-benn stad an traoù e Israel. Splann eo ar pezh a zo embannet ganto, ur stad a ziforc’hidigezh eo Israel, un apartheid a zo bet lakaet e plas etre an Israeliz yuzev hag ar re n’int ket, ar Balestinianed. O rannañ ar bobl e mod-se e c’hell Stad Israel derc’hel da drevadenniñ an douaroù tro-dro dezhañ.
Setu ar pezh a zispleg Yves Jardin, ezel eus France Palestine Solidarité en abadenn An Divksouarn o Nijal.
Da selaou amañ : amañ