Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar mi’kmaq

D’ar c’hentañ a viz Here, deiz ar feur-emglev peoc’h etre ar bobl mi’kmaq ha gouarnamant ar C’hanada, e vo sinet ar c’hentañ lezenn oc’h anavezout ent-ofisiel ar yezh mi’kmaq gant gouarnamant emren Nova-Scotia. Ur steuñv a advuhezekaat yezhel a vo goveliet a-c’houdevezh diàr ur c’henlabour etre ar c’humuniezhoù henvroat ha servijoù ar gouarnamant.

Kanañ a ra Emma Stevens – ur grennardez vi’kmaq eskasoni a Nova-Scotia – “Blackbird”, kanenn ar Beatles, troet e mi’kmaq.

Estroc’h evit gouezeleg Bro-Skos a vez komzet e Nova-Scotia kar, nevez zo, ur yezh henvroat, ar mi’kmaq, a zo bet anavezet gant gouarnamant emren Nova Scotia, e reter Kanada. Divyezhek, zoken, saozneg-mi’kmaq, eo bet embannet ar gemennadenn gant ar gouarnamant a lakae ofisiel kement-mañ ! (…)


Ur pennad gant Fabien Lecuyer embannet en niverenn 879, d’ar 15 a viz Ebrel 2022.

Ma fell deoc’h lenn ar fin : 

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez