A-hed an devezh e vez klevet ar bolitikourion c’hall d’ober gant ar ger « Republik » evit anviñ Bro-C’hall. Padal, n’eo ket ar republik c’hall ar republik gentañ ha n’eo ket an hini gentañ ag an oadvezh a-vremañ zoken.
N’eo ket e Bro-C’hall eo bet savet ar republik gentañ met e Roma, e 509 a-raok HS, nag an hini kentañ ag an oadvezh a-vremañ zoken. Bout zo bet ur « Republik ar Proviñsoù Unanet » en Izelvroioù a-vremañ kerkent ha 1581. E gwirionez eo Bro-C’hall ur renad evel ar re all. Sikouret he deus da sevel republikoù ha kaset he deus hec’h arme da ziskar reoù all. Marteze n’eo ket ar republik c’hall ur republik e gwirionez, met un « impalaerezh republikan ha yezhel ». Gant an trede republik c’hall eo bet diskaret Republik ar Rif bet diskaret e 1927. Meur a wech zo bet tro da gomz a Republik ar Gorsika, bet trec’het gant ar arme gall e 1769 ha n’eo ket bet adsavet gant an dispac’hourion da c’houde. Met republikoù all a zo bet diskaret kement gant roueed ar Frañs hag ar pemp republik a zo bet anezhe an eil àr-lec’h eben dibaoe 1792.
Div republik e Breizh !
Unan ag ar republikoù kentañ bet diskaret gant Bro-C’hall eo… hini Sant-Maloù ! D’an 11 a viz Meurzh 1590 e voe embannet ar republik gant marc’hadourion ha bourc’hizion Sant-Maloù. Dizalc’h e chomas ar gêr diouzh ar rouantelezh gall d’ar mare-se, rivinet ma oa gant brezelioù ar Relijion. Padout a reas betek 1594 pa voe sinet ur feur-emglev gant Henri IV. Distreiñ a reas ar « gêr gourser » er rouantelezh gall neuze met chomet eo bev, betek bremañ, ur « santimant broadel malouat ». Bez’ ez eus ivez ar seurt « republik teokratek » bet savet e inizi Houad hag Hoedig da vare ar brezelioù gall a-enep ar Saozon.
Republik an Escartons
A-raok Sant-Maloù e oa bet savet ur republik all, e-kreiz an Alpoù : Republik an Escartons an hini eo. Ur « republik ar menezioù » e oa, gant breujoù digor d’an holl evel ma oa kalz d’ar mare-se. Krouet e oa bet e 1343. Republik an Escartons a zo bet nullet da vat e-kerzh nozvezh ar 4 a viz Eost m’eo bet nullet an holl « brivilajoù », gouez d’an dispac’hourion. Emren, mui pe vui, e oa chomet e-pad 400 bloaz memestra. Met Napoleon an hini eo a ziskaras ar muiañ a republikoù en Europa ha pelloc’h : en o zouesk hini Venezia, hini Genoa hag republik an Izelvroioù. En Haïti avat, e voe savet ar republik du gentañ a-drugarez da Napoleon a oa e soñj adsevel ar sklaverezh d’ar mare-se.
Republik ar C’honnacht
Sikour a reas an dispac’hourion c’hall da sevel un aridennad a « republikoù c’hoar » da heul « brezelioù an dispac’h gall ». En Italia dreist-holl (republik Pescara, republik Treuzpadan, …) met ivez e Suis, en Alamagn, en Izelvroioù ha betek en Iwerzhon gant Republik ar C’honnacht hag a voe embannet e 1798. Ne badas ket pell avat hag e gwirionez e oa ur seurt stad liammet ouzh Frañs.
Republik guzuliour an Elzas-Loren
En XXvet kantved e oa bet diskaret ur republik all gant an arme gall. Un tamm a-raok republik ar Rif en tu-all d’ar mor e voe diskaret gant an trede republik an « Elsässische Räterepublik », da lavaret eo ar Republik Alzasian ar C’huzulioù (komunour). A-boan ma padas ur miz, e 1918. E penn kentañ e oa kentoc’h eurus an Elzasianed-Lorened da vout staget ouzh vro-C’hall en-dro met buan-tre e taas mare an disouezhadenn pa voe lakaet e pleustr gallekadur an Elzas-Loren gant an trede republik c’hall. Ha ne yeas ket dizamant ganti !
- Ur pennad embannet en niverenn 764 – d’an 31 a viz Genver 2020.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ