Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Brezhoneg e pep lec’h !

Goulenn a reomp ur politikerezh yezh gant palioù uhel hag a zegaso gwirioù padus d’ar vrezhonegerien ha d’ar brezhonegerezed e Breizh a-bezh ! Goulenn a reomp ma vo lakaet al lezenn da dalvezout ha meret an traoù gant kevatalded ! Goulenn a reomp ar peadra a zo ezhomm evit kreñvaat ha diorren ar c’helenn brezhonek dre soubidigezh ! Bloaz goude m’eo bet kadarnaet al lezenn Molac e fell da rouedad skolioù Diwan bezañ asambles gant emgav 2022 ar Redadeg evit bodañ tud a-du gant ar c’helenn brezhonek dre soubidigezh, e normaladur hag e gresk. Evit kement-se hag evit gwarantiñ e ziorren en desped d’ar stern lezennel ha tiriadel na warant ket anezhañ – hag a ranko emdreiñ neuze – hon eus ezhomm en em ouestfle an holl strollegezhioù lec’hel a zo e Breizh. Ar stourm-se hag hon eus c’hoant e vefe ledan, digor d’ar familhoù ha d’ar bobl, a gemero lod en eskemmoù demokratel a zo ezhomm anezhe, evit ma vo eus ar brezhoneg er c’hendivizoù en-dro d’an dilennadeg kannaded en em gavo e miz Even.Abaoe 2013 eo merket e Kod an Deskadurezh e rank ar c’helenn divyezhek bezañ « favorizet ». Er pleustr avat e nac’h Rektoriezh Naoned lakaat al lezenn da dalvezout : da skouer, nac’het he deus e vefe digoret ur skol e Gwinieg-Breizh gant Diwan e distro-skol 2021, daoust ma korde pep tra gant redioù al lezenn Gatel.Abaoe un dek vloaz bennak, meur a lezenn (Lezenn Addiazezañ ar skol e 2013, lezenn Molac e 2021…) a ra meneg eus kendivizadoù Stad-strollegezhioù tiriadel-Ofis publik evit diorren an implij eus ar yezhoù « rannvroel » er skol hag er vuhez foran, peadra da sevel gwir politikerezhioù yezh. En akademiezh Roazhon, ar c’hentañ ministr zo o paouez sinañ ur c’hendivizad a-ratozh nevez evit 2022-2027, m’emañ merket ar pal tizhout 30 000 skoliad divyezhek a-benn 6 vloaz, ar pezh a dalvez ur c’hresk a 64 % en niver a skolidi.Daoust d’hor goulennoù e nac’h servijoù ar Stad sevel « ur c’hendivizad a-ratozh evit ar brezhoneg » en akademiezh Naoned. Goulenn a reomp ma vo lakaet al lezenn da dalvezout e Naoned, evel m’eo bet graet en holl akademiezhioù all ar Republik. Gant-se e c’houlennomp groñs :
– War skouer ar c’hendivizad Stad / Rannvro Breizh evit treuzkas yezhoù Breizh hag an implij anezhe, ma vo kement-all e pleustr e departamant al Liger-Atlantel, ma vo diorroet ar c’helenn dre soubidigezh hag an hentennoù kelenn divyezhek all, kement-se evit mont war-zu ofisielaat ar brezhoneg e Breizh a-bezh,
– Kevatalded rak er Pireneoù-Atlantel (Euskadi), an Ikastolaoù (skolioù heñvel o statud ouzh re Ziwan) a vez kevratet kerkent ha digoret. En akademiezh Roazhon e ranker gortoz 2 vloaz. Gwashoc’h eo en akademiezh Naoned p’he deus ranket skol Diwan S. Ervlan gortoz 5 bloaz, ha pa n’emañ ket c’hoazh skol Diwan Savenneg dindan gevrat, 13 vloaz goude bezañ bet digoret. Goulenn a reomp ma vo meret an traoù gant ingalded, ha gant-se, ma vo kevratet holl skolioù bro Naoned , holl skolioù Breizh, kerkent ha digoret.
– Un emouestl sklaer ha pleustrek a-berzh ar strollegezhioù lec’hel evit hor skoazellañ da gas hor raktresoù da benn, ha gwarantiñ e c’hallimp implijout savadurioù a-benn digeriñ skolioù, skolajoù ha liseoù Diwan nevez el Liger-Atlantel hag e Breizh a-bezh. Ezhomm zo ur stagadenn d’ar c’hendivizad Stad-Rannvro-Strollegezhioù lec’hel, gant palioù uhel, sifret ha sammet gant an holl obererien ensavadurel, o vont a-du gant diorren Diwan.
– Lakaat kelc’hlizher ar 16 a viz Kerzu 202 da dalvezout evit a sell ouzh an 3 eurvezh kelenn brezhoneg en eil derez. N’emañ ket kont evel-se evit liseidi ha liseadezed hor rouedad.
– Ar gwir evit skolajidi, skolajiadezed, liseidi ha liseadezed hor rouedad, d’ober gant ar brezhoneg er breved hag er vachelouriezh evit muioc’h a zanvezioù, evel m’emañ kont e Norzh-Euskadi.
– Ma vo kefridiet Ofis publik ar brezhoneg da sevel ur steuñv evit diorren ar c’helenn brezhoneg hag e brezhoneg en akademiezh, evel ma zo en akademiezh Roazhon.
– Ma vo kenstrivadeg ar gelennerien skolioù ur gwir genstrivadeg a-ratozh. Hiziv e nac’h INSPE Naoned prientiñ d’ar genstrivadeg-se. 11 gwech nebeutoc’h a bostoù evit en akademiezh Roazhon a zo kinniget. Da Sant Brieg e rank ar re zegemeret er genstrivadeg mont da vezañ stummet ur wech bep pemzektez. Prientet, aozet ha notennet e vez ar genstrivadeg-se evel ar genstrivadeg unyezhek hep kemer e kont dibarded an divyezhegezh, ar pezh a ra m’eo unan eus ar c’henstrivadegoù diaesañ en 12 akademiezh a ginnig ar c’helenn divyezhek.
– Ma vo kinniget ar c’helenn brezhoneg en holl skolajoù ha liseoù (mellad 7 lezenn an 21 a viz Mae 2021) : en deiz-a-hiziv n’eo kelennet ar brezhoneg neblec’h en akademiezh Naoned estreget e skolaj Diwan Sant Ervlan. Nag er skolaj nag el lise.
– Ma vo kelennet brezhoneg e skol-veur Naoned, e stern ur gwir aotreegezh. Evit ar poent n’eus kinniget nemet ur vodulenn 18 eurvezh war ar bloavezh. Anat eo n’eo ket a-walc’h evit stummañ brezhonegerien ha brezhonegerezed.
Kement tra stag ouzh ar c’helenn divyezhek pe dre soubidigezh a fell dimp e vefe liammet ouzh rektoriezh Roazhon : adunvaniñ ar c’helenn brezhonek, bremañ !
– Un emouestl gant an danvez kannaded a vo war ar renk e Breizh a-bezh, evit ma vo kemmet mellad 2 ar vonreizh hag a lak ar galleg da yezh ar republik nemeti, o skarzhañ ar yezhoù all. Pediñ a reomp holl berzhidi emsav sevenadur ha yezh Breizh da berc’hennañ an deiziadoù stourm se. Pediñ a reomp an holl nerzhioù politikel demokratel hag an holl dud a soursi deus gwirioù sevenadurel ha yezhel pobl Breizh hag emgouestlet er stourm evit unaniezh Breizh d’ober o seizh gwellañ evit ma raio berzh an daou emgav-mañ. Emgav d’an 21 a viz Mae da 3e GM er Melezour-Dour e Naoned, dirak ar c’hastell da zegemer war un ton bras ar Redadeg en hor c’hêrbenn istorel. Emgav d’an 28 a viz Mae da 3e30 GM e Gwened dirak ar gar-mor evit ar c’hKM 2018, evit ur c’haloupadeg azgoulennus e Kmoù diwezhañ Redadeg 2022 a ranko echuiñ war un ton ken bras hag hini Gwengamp !

DIWAN

Da lenn

Da lenn ivez