Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Brudañ an hilastaliñ evit an holl

Hilastalerioù zo evit ar baotred ivez. Gant ar strollad Thomas Bouloù e vezont brudet e Kemper abaoe 2015. Permanañsoù miziek a vez e Brest ivez abaoe miz Genver 2023 evit lakaat ar gaoz war ar sujed-se.

Izili eus ar strollad Thomas Bouloù eo Lomig Danteg (a-gleiz) hag Aorelian ar Gall (a-zehoù). © Manon Deniau

“Lakaet e vez ar c’halc’h er walenn, sachet e vez ar c’hroc’hen hag adsavet e vez ar bouloù outañ”, a zispleg Lomig Danteg en ur ziskouez ur walenn silikon hag ur bragoù-bihan ennañ ur walenn d’an 9 den deuet da bermanañs pol yec’hed Brest. Ezel eus ar strollad Thomas Bouloù eo-eñ, hag e penn an emvod en deiz-mañ, d’ar Meurzh 7 a viz C’hwevrer 2023.
Abaoe miz Genver 2023 e vez kinniget ur permanañs amañ er 16 straed Alexandre Ribot bep Meurzh kentañ eus ar miz. E 2015 e oa bet savet Thomas Bouloù e su Penn-ar-Bed gant pemp paotr, en o zouez Aorelian ar Gall a zo eñ ivez en emvod.


Kemer e karg an hilastaliñ
Al lodenn vrasañ eus an dud deuet en noz-se eo paotred hag a garfe gouzout hiroc’h. “Tri bugel am eus ha me ‘garje kemer e karg an hilastaliñ em c’houblad e-pad ur mare”, eme Adrien. Kurius eo Ibrahim rak c’hoant en defe da gaout bugale “met pas diouzhtu”. Div vaouez zo ivez, evel Michal : “Abaoe pell e kemeran va doare hilastaliñ1 benel. Aet on un tammig skuizh.”
Ouzhpenn un doare hilastaliñ zo met lakaet e vez ar gaoz dreist-holl war an hilastaler termek2 e-kerzh an emvod. “Da 34 derez e vez produet spergelligoù”, a zispleg Lomig Danteg. “Ma vezont tommoc’h e chom a-sav ar produiñ. Dav eo gwiskañ an hilastaler termek e-pad 15 eurvezh well-wazh bemdez ha kontrollañ an niver a spergelligoù tri miz goude. Ma‘z eus nebeutoc’h eget ur milion anezho e talv out steril.” Koulskoude ne sinifi ket eo efedus penn-da-benn. “N’eo ket abalamour ma vez implijet un doare hilastaliñ gant ar baotred eo dav d’ar merc’hed chom a-sav”, eme Aorelian ar Gall.


Krouiñ ur patrom industriel
Er bloavezhioù 1980 e oa bet krouet an teknik-se gant ar medisin Roger Mieusset en ospital Tolosa, e su Frañs, met n’eo ket bet testeniet c’hoazh gant an Ajañs broadel evit surentez al louzeier hag ar produioù yec’hed — “Agence nationale de sécurité du médicament et des produits de santé”. “D’ar mare-se e oa troet ar gevredigezh gant an hilastaliñ evit ar merc’hed rak
posupl e oa dezho ober war-dro o frouezhusted, met kudennoù zo bet gant ar pilulennoù”
, eme Eleonore Abadie. Aesoc’h eo ar jeu gant an hilastaler termek : “Naturel eo ha n’eus eilefed ebet.”
Abaoe miz Gwengolo 2022 emañ-hi o labourat war ar raktres Cobalt contraception gant Julie Simon. Klask a reont krouiñ ur pezh dilhad-dindan termek hag a vefe asantet ha roet diwar ordrenañs gant ur medisin pe digoust en apotikerezhioù. Kaier kargoù ar produ zo skrivet er mare-mañ gant an div studierez eus skol ijinourien IMT Atlantel Brest. Er memes koulz e klaskont un embregerezh hag a vefe prest da grouiñ ur patrom industriel.

Meur a zoare zo da grouiñ un hilastaler termek. © Manon Deniau

Ur cheñchamant kevredigezhel
Brageier-bihan pep a walenn enno zo diskouezet war un daol en ur sal vihan eus pol yec’hed Brest. “Bitellat ha gwriat a blij din”, eme Ewen. E-unan en deus graet e re. Er mod-se e vez graet gant an holl evit poent. Videoioù zo e lec’hienn Thomas Bouloù hag un atalier gwriat a vez e Kemper bep miz. Ouzhpenn ar permanañsoù e vez kinniget atalieroù e Brest ivez. Deuet eo Ariane, eus ar gevredigezh vrestat La Pince, zo deuet a-ratozh-kaer evit kaozeal eus an dra-se. “Moaien e vefe da reiñ un nebeud hilastalerioù termek d’ar baotred dedennet hag ober un emvod reoliek”, eme Aorelian ar Gall, goprad ar gevredigezh Ardecom 29.
Ur cheñchamant kevredigezhel a santont ganto. “N’eo ket dedennet ar Stad c’hoazh met dont a raio”, a gendalc’h en ur vousc’hoarzhin. N’eo ket un dra deuet mat gant paotred zo koulskoude. Kuzhet e vez zoken. Met hervez Lomig Danteg e vez lakaet muioc’h-mui ar gaoz war an tem-se er c’heleier : “Ne oa netra pa oan komañset da vezañ dedennet 4 pe 5 bloaz zo ha bremañ ez eus podkastoù, levrioù… N’eo ket ‘underground’ ken. Chom a ra kuzh memes tra met ar pal eo kaozeal eus se dija.”


Manon Deniau


1hilastaliñ : contraception
2hilastaler termek : contraception thermique


Ur pennad embannet en niverenn 925, d’an 28 viz C’hwevrer 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez