Da c’hortoz Torino

D’ar 14 a viz Ebrel e vo « Alvan hag Ahez » e Torino evit dileuriañ Bro-C’hall e kenstrivadeg an Eurovision gant ar ganaouenn « Fulenn« , ur strollad krouet gant Alexis Morvan Rosius – soner « elektro », Alvan e lesanv war al leurenn – hag ar triad maouezed yaouank « Ahez », Marine Lavigne, Sterenn Le Guillou ha Sterenn Diridollou.

Alvan hag Ahez war leurenn an Eurovision © Cyril Moreau Bestimage

Ya! : Gant petra oc’h bet awenet evit skrivañ pozioù ar ganaouenn ?

Marine Lavigne : Gant mojenn Katell Gollet on bet awenet. Ar vojenn a gont istor ur plac’h yaouank a blij dezhi mont da zañsal, met difennet eo en ober gant he familh, ha bac’het eo e-barzh un tour. Dont a ra a-benn da vont ‘maez ha da vont d’ar fest. Eno en em gav gant ur paotr kevrinus, an diaoul, ha dañsal a ra gantañ a-hed an nozvezh betek ma varvfe-hi gant ar skuizhder. Er vojenn e vez kinniget Katell evel un enep-harozez, met evidon-me eo un harozez modern-kenañ : ur plac’h a gred ober ar pezh a fell dezhi gant he c’horf, oc’h ober fae war alioù an dud, hag o tieubiñ ar merc’hed all deus an normoù sokial patriarch en ur grediñ bezañ evel m’emañ.

Ya! : Anavezet oc’h a-bell zo dija evel kanerezed festoù-noz pe gwerzioù… Penaos en em gavit o kanañ war sonerezh elektro ?

Sterenn Diridollou : Disheñvel-mik eo kanañ er festoù-noz ha war sonerezh elektro, met plijus-kenañ memestra. Un nerzh disheñvel a zo da gas ; er c’han-ha-diskan ne ‘z eus nemet ar c’han hag an dañs. Un difi hon eus bet hag hon eus c’hoazh plijadur da daliñ outañ.

Ya! : Petra en deus estonet ac’hanoc’h ar muiañ e aozadur an Eurovision ?

Marine Lavigne : Ne c’hortozemp ket resev kement a gemennadennoù kalonekaus a-berzh tud eus Europa a-bezh. Dizoloeiñ a reomp eo kalz kreñvoc’h an entan evit an Eurovision er broioù all ha souezhus-bras eo gwelet pegen birvidik e c’hell bezañ an dud hag hon eus bet tro da welet er rak-festoù e Londrez, Amsterdam ha Madrid.

Ya! : Hag a-berzh ar gazetennerien, goude ho tisoc’h ?

Marine Lavigne : An darn vrasañ anezho a zo bet dereat-tre ganeomp. Kregiñ a reomp da respont da vediaoù etrebroadel ha dedennus eo o savboent war ar ganaouenn, war ar fed e vefe e brezhoneg da skouer. Diwanet eo ar guriusted en-dro d’hor yezh ha laouen omp gant kement-mañ !

Ya! : Petra emaoc’h o soñj cheñch a-raok devezh Torino ?

Sterenn Diridollou : Evit ar poent pezh a c’hellomp lâret eo hon do da labourat ar c’horollerezh peogwir eo kalz brasoc’h leurenn Torino evit hini Pariz hag ur cheñchamant a vo ivez evit an dilhad. Met n’omp ket o vont da lâret ouzhpenn, mirout a reomp ar souezhadenn !

Ya! :Ha kanaouennoù all ho pije gallet kinnig ?

Marine Lavigne : Hor c’hanaouenn gentañ gant Alvan eo “Fulenn”. Laouen-tre omp gant an disoc’h evit un darvoud evel an Eurovision. Diaes eo deomp ijinañ penaos e vefe bet gant ur ganaouenn all peogwir e tifennomp ur bern talvoudoù tomm d’hor c’halon : liesseurted a-fet yezh, liesseurted sonerezh Breizh, ar venelouriezh… Laouen omp da c’hellout lakaat kement-mañ war-wel.

Ya! : Petra a zegas d’ar brezhoneg ha da vBreizh ar fed da vezañ gounezet an tiked evit mont da dTorino ?

Marine Lavigne : Reiñ a ra an tu da gaozeal deus ar yezh en tu all da harzoù ar vro. Dizoloet e vez ar yezh gant ur bern pobloù ha n’o doa ket klevet kaoz outi morse. Spi zo ganeomp e vo emskiantoc’h an dud war yezhoù minorelaet Frañs ha reoù Europa dre vras. Ra vint klevet aliesoc’h er c’hanaouennoù, er mediaoù hag er vuhez foran.

Ya! : Petra a vo ho planedenn goude Torino ?

Sterenn Diridollou : Goude Torino e tistroimp d’hor buhez pemdez : labourat evit Sterenn ha me, hag evit hon teir kanañ er festoù-noz en hor strolladoù disheñvel ha diorren raktres Ahez.


Un atersadenn embannet en niverenn 882, d’ar 6 a viz Mae 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez