Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Dazont diasur ar brezhoneg e Groñvel

D’ar 17 a viz Gwengolo 2023 e vo kentañ tro an dilennadegoù-kêr e kumun Groñvel, en Aodoù-an-Arvor. Serge Huitorel, kuzulier-kêr e-karg eus ar brezhoneg, zo kouezhet bec’h warnañ : hervezañ n’eo ket sur e vo dalc’het ar bodad kuzuliañ da ziorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg er gumun.

Ingrid Audoire, eus an OPAB, Virginie Botrel hag Herve ar Gall, annezidi eus ar gumun, zo bet en emvod kinniget gant Serge Huitorel, kuzulier-kêr e Groñvel (a-zehoù). © Manon Deniau

Nec’het eo Serge Huitorel. Aon en deus na vefe echu a-benn fin miz Gwengolo 2023 gant ar bodad kuzuliañ da ziorren sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e kumun Groñvel, e Kreiz-Breizh. Nevez-flamm eo ar strollad-se, krouet e oa bet e miz Gouere goude ur c’huzul-kêr ha 3000 € zo bet roet dezhañ. Koulskoude e vo echu respetad Serge Huitorel en ti-kêr a-raok pell. D’ar 17 a viz Gwengolo e vo kentañ tro an dilennadegoù-kêr, rak roet ez eus bet o dilez gant 5 kuzulier.
D’ar 1 a viz Gwengolo en doa bodet tud ar strollad-se en ti-kêr evit ober ar poent. Deuet e oa d’an emvod e oa Herve ar Gall ha Virginie Botrel, annezidi eus ar gumun. Ingrid Audoire, kargadez diorren en Ofis publik ar brezhoneg (OPAB), a oa ganto ivez evit heuliañ an traoù.

Kenderc’hel al labour

Hervezo e vefe brav ma vefe staliet panelloù Groñvel ha kehentet e div yezh gant skipailh an ti-kêr. “Arouezel eo”, eme Herve ar Gall. Abaoe ouzhpenn 30 vloaz e c’hortoze-eñ, kuzulier-kêr an tu enep etre 2014 ha 2020, ma vefe graet traoù e brezhoneg gant an ti-kêr : “Nac’het e veze ar raktresoù kinniget bep tro.” Div listenn a vo evit an dilennadegoù, hini Bernard Trubuilt, “Avançons / War-raok”, hag hini Jean-Yves Jégo, “Le Choix du vivant / Difenn ar vuhez”. “Kendalc’het e vo ar pezh ‘zo bet lañset ma vezomp dilennet”, en deus respontet Bernard Trubuilt dre bostel. “Laouen e vefemp ma vefe kendalc’het al labour gant ar bodad hag an dilennidi. Un den e-karg eus ar brezhoneg a vo er c’huzul. Mat e vefe sinañ ar garta Ya d’ar brezhoneg.” N’en deus ket respontet Jean-Yves Jégo da c’houlennoù Ya !. Spi he deus Virginie Botrel “ez aio war-raok ar raktresoù e brezhoneg”, forzh peseurt maer a vefe dilennet.

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 953, d’an 12 viz Gwengolo 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez