Abaoe 1998 e vez aozet ur gouel evit ar sonerezh a-vremañ e bro Montroulez, e Penn-ar-Bed, gant ar gevredigezh Wart. E 2023 e vo etre an 20 hag ar 24 a viz Gwengolo ha dibabet ez eus bet cheñch penn d’ar vazh ha doujañ muioc’h an endro.
A-dreñv ar mogerioù orañjez emañ sal sonadegoù ar SEW, e kreiz-kêr Montroulez, staliet en 39 kae Leon ha digoret er Manu e 2021. Amañ e vo dalc’het sonadegoù gouel ar muzik a-vremañ Panoramas etre an 20 hag ar 24 a viz Gwengolo 2023 evit ar 26vet abadenn. Er bloaz-mañ en deus dibabet ar skipailh digreskiñ an traoù. « Er penn-kentañ eo evit abegoù ekonomikel hon eus soñjet aozañ ur gouel bihanoc’h », eme Julien Marzin, kenbrezidant ar gevredigezh aozañ Wart. 12 000 den a yae da dachenn Langolvaz bep bloaz ha bremañ e vo 5000 den « d’ar muiañ-tout er SEW bemnoz ».
Kemer e kont al louc’h karbon
Prederiet e vez war an diorren padus ganto ha tutaet ez eus bet un den er bloaz-mañ evit kemer an dra-se e kont. Aesoc’h e vo evit doujañ muioc’h an endro evel « choaz boued eus ar vro hag ar boeson hag an doare da sonekaat ivez. Ar gwashañ evit al louc’h karbon eo kas an dud hag an arzourien betek ar festival. Aze ez eus bet choazet kerc’hat arzourien en Europa evit ma ne deufent ket gant ar c’harr-nij », eme Julien Marzin. Evit an arvesterien hag an arvesterezed e vo trenioù lakaet e-plas eus Roazhon ha Brest. War al lec’h e vo lakaet « poentoù tomm evel ar poubellennoù » hag « ur c’harrdi evit degemer ar beloioù ». Diskouez un doare all da riboulat asambles, setu pal Panoramas er bloaz-mañ.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 954, d’an 19 viz Gwengolo 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg