Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Digoret e vo kentañ bachelouriezh vicherel Diwan

D’ar Yaou 28 a viz Meurzh 2024 e oa bet aozet forom Diwan an henchañ en eil derez. E kastell Kerampuilh e Karaez eo bet kinniget kentañ hentad micherel ar rouedad d’ar skolajidi·adezed. Buheziñ evit ar vugale hag an dud kozh (BP AEPA) eo anv ar vachelouriezh a vo digoret e miz Gwengolo 2024.

Er forom e Karaez o deus kejet ar skolajidi·adezed gant tud a-vicher ha gant studierien·ezed. © Diwan

“Degemer mat el lise ! Emichañs e plijo deoc’h”, a oa bet skrivet ouzh dor degemer lise Diwan Karaez. Deuet e oa skolidi·adezed 3de klas eus skolajoù Diwan ar Releg, Gwiseni, Kemper ha Plijidi, hag evit al lodenn vrasañ anezho e oa ar wech kentañ mont d’al lise. 161 anezho a oa gortozet e kastell Kerampuilh, a zo e-tal-kichen al lise, evit forom an henchañ a vez aozet bep bloaz abaoe 20 vloaz. Abaoe warlene e vez lakaet hentadoù micherel war wel, dre videoioù peotramant dre atalieroù gant tud a vicher hag a oar brezhoneg.
Er bloaz-mañ e oa kaoz ivez eus ar c’hentañ hentad micherel a vo digoret el lise gant Diwan e miz Gwengolo 2024. Kinniget e oa bet d’an danvez-liseidi gant Mailys Boitel, e-karg eus diorren Diwan, ha gant Brieg ar Berr, kasour e skolaj Gwiseni. “Evit ar wech kentañ e vo ur bak mod-se e Diwan”, emezo dirak ur strolladig tud. “Disheñvel eo an aozadur : an hanter eus an amzer a ya gant kentelioù hollek, hag an hanter all gant devezhioù arbennikaet war ar buheziñ evit ar vugale hag an dud kozh. 6 sizhunvezh staj zo e ti ar re gozh, e kreizennoù vakañsoù hag e pep lec’h ma’z eus prantadoù buheziñ.” C’hoari mell-droad a blijfe da Siméon, e trede du e skolaj Plijidi. “Gallout a rafes mont da heuliañ ur stummadur war ar sport goude ar vachelouriezh-se, mont da vuhezour sport, bezañ gourdoner, kelenn e kreizennoù pe e kluboù”, eme Vrieg ar Berr.


Etre 10 ha 15 plas
Ezhomm zo brezhonegerien ha brezhonegerezed evit ober war-dro ar re gozh e tiez ar re gozh hag e Diwan evel gwazourien tiriadel arbennik ar skolioù-mamm (ATSEM). “Ma vez war ar renk daou zen ken barrek an eil hag egile e vo dibabet ar brezhoneger”, eme Bascale Chevillard, renerez eil derez Diwan. Digeriñ un hentad micherel zo ur moaien ivez da “genderc’hel gant ar c’helenn e brezhoneg” hervez Yann Uguen, prezidant Diwan. Abretoc’h-abretañ e vez goulennet digant ar grennarded mont gant un hent “arbennikaet” hag er mod-se e vez kollet ar re yaouank.

E fin an devezh e oa diaes da Vailys Boitel lavaret hag-eñ ez eus bet dedennet skolajidi·adezed gant an hentad micherel. “Da gentañ eo ar pal lavarout ez eus eus an dra-se, lakaat an titouroù-se da dremen rak dic’hortoz eo evito. Ar gerent a choaz da c’houde.” Etre 10 ha 15 plas zo evit degemer ur c’hlas hanter e distro-skol 2024-2025.

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 983, d’an 9 viz Ebrel 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez