Ha dont a raio a-benn Polig da veajiñ gant e vignon Yann ? D’ar goulenn-mañ e vo respontet er gontadenn sonerezh divyezhek Beaj Polig. Savet eo bet gant Garlonn Vergne ha Ninnog Kerbiked ha c’hoariet e vo er gouel Belbiachoù d’ar 26 a viz Gouere 2023 e Melioneg, en Aodoù-an-Arvor.
E 2021 e oa bet goulennet digant Garlonn Vergne ha Ninnog Kerbiked — animatourezed e Ti ar Vro Landerne-Daoulaz d’ar mare-se — sevel ur gontadenn divyezhek, galleg-brezhoneg, evit ar vugale. Plijet e oa ar raktres-se d’an div sonerez ha graet o doa o soñj da “sevel un abadenn evit gwir”, eme C’harlonn Vergne, kanerez, gitarourez ha sonerez fleüt. “N’eus ket kalz a abadennoù e brezhoneg, plas zo evit kinnig traoù nevez evit ar yezh.”
Ha setu Polig, ur paotrig bihan, “o vevañ en ur gêriadennig gant e dad-kozh”. Beajiñ a fell dezhañ met “n’en deus ket c’hoant da lâret se d’e dad-kozh. Strizh eo gantañ abalamour m’eo dañjerus ar bed hervezañ.” Un deiz e kej Polig gant Yann, ur mignon bras dezhañ hag a lako youl ennañ da veajiñ. Ha dont a raio a-benn ?
Beaj sonerezh Polig
Ur veaj dre ar sonerezh eo Beaj Polig. Sonerezh Kuba, Iwerzhon ha sonerezh “o deus savet” zo bet lakaet gant an div sonerez. Pa c’hoarvez “un dra ispisial gant Polig, ur gejadenn, un endro nevez”, a zispleg an delennerez Ninnog Kerbiked, ez eus un troc’h gant sonerezh.
Sikour a ra ar c’hanaouennoù da zisplegañ en ur ganañ ar pezh zo o c’hoarvezout rak prantadoù e galleg hag e brezhoneg zo. Ur choaz eo : “Ar re n’int ket brezhonegerien a c’hell kompren an istor, klevout brezhoneg ivez met n’eo ket un ampech d’ar c’hompren.” Lakaat a ra ar vugale da zeskiñ gerioù nevez e brezhoneg. “Kinnig a reomp deskiñ kanaouennoù gant bugale er skolioù ha lakaat a reomp ar publik da zañsal.” Deskiñ muioc’h war sevenadur Breizh, setu pal ar gontadenn a vo c’hoariet er gouel Belbiachoù da 6 eur da noz d’ar 26 a viz Gouere 2023, e ti-feurm pedagogel Koed ar Barzh.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 945, d’an 18 viz Gouere 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg