Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Enora de Parscau

Kanerez a-vicher eo Enora de Parscau, en ur bern strolladoù disheñvel an eil re eus ar re all. Kelenn a ra ar c’han e skol sonerezh Baod ivez.

A-orin eus Bro-Dreger eo Enora. © Jeanne Paturel

Enora, gellout a rit kinnig ho strolladoù/raktresoù sonerezh a bep seurt, mar plij ?
Evel-just ! Kanañ a ran gant un toullad tud a-benn ar fin… Da gentañ-tout e kanan dibaoe pell er festoù-noz gant ma mignonezed Murielle ar Guern deus Gwerliskin ha Yolaine Delamaire deus Bro-Redon. Tri pe pevar bloaz zo hon eus savet un triad asambles anvet Trio Lirzhin, ur strollad kan-ha-diskan.
Kement ha kaozeal deus ar festoù-noz, dav eo din menegiñ ur strollad nevez, “O.N.N.I.” e anv (“Objed Nij Nann Idañtifiet”), savet asambles gant ar ganerez ha telennourez Maela ar Badezet hag an tabouliner Patrick Boileau. Aze ez eus bet ijinet ganeomp tudennoù a vefe bet skrapet gant boudoù dreistdouarel er bloavezhioù 70, ha dont a rafent en-dro, en amzer a-vremañ, da ziskoulmañ kevrinoù, en ur lakaat an dud da zañsal ha da c’hoarzhin war un dro…
A-fet sonadegoù, un triad am eus bet savet gant Yolaine Delamaire ha Patrick Boileau, Dame Angèle, gant sonerezh ha kanaouennoù bet savet ganeomp evit an darn vrasañ anezho. Un aergelc’h “intimiste” a glaskomp treuzkas d’ar selaouerien.
Ar chañs am eus bet ivez da vezañ bet pedet gant Sylvain Barou da gemer perzh en e strollad Distro. Me ‘gav din, gant e fleûtoù o tont deus an estrenvro, gant gourrebed Mathilde Chevrel ha gitarioù Antoine Lahaye e teuomp a-benn da skignañ ur sonerezh voulouz evit an divskouarn…
Bloaz zo em eus desket kerzhet gant ur re skasoù gant Morwenn Le Normand, ha bremañ emaomp o sevel ur raktres asambles. Ronan Pinc a sono violoñs (“viole d’amour” pa lârin mat) ha bez’ ‘vo Patrick Boileau ivez. “Chants d’Ailes et Porte-Plumes” a vo gouestlet d’an abadennoù er-maez, da lakaat an dud da ganañ ganeomp, war tem al laboused.
N’eo ket echu ! Pellaat a ran deus sevenadur Breizh pa gomzan deus Dark Swallows. Lieskanañ a reomp — Adeline Haudiquet, Natacha Betzy-Raly ha me — e saozneg, kanaouennoù iwerzhonat, folk, amerikan, ha David Ar Porh a son da-heul gant e c’hitar.
Ouzhpenn da gement-se ez an da Gemper gwech ha gwech all evit advouezhiañ filmoù e studio Dizale, kerzhet war skasoù a ran ivez e-touesk ar gompagnunezh Cirque en Spray ha kelenn a ran ar c’han e Skol Sonerezh Baod, e lec’h m’emaon o chom…


Nag a draoù a rit ! Penaos e teuit a-benn da vont war kement a dachennoù ? Pegeit amzer en a-raok e aozit hoc’h implij-amzer ?
Gwir eo, alies ’vez leun-chouk ma implij-amzer ! Ar c’hentañ tra a c’hellan lâret eo ez eo disheñvel-krenn pep raktres, ha neuze e vez aes a-walc’h din eñvoriñ ar pozioù ha kempennoù an tonioù, dre ma n’int ket renket er memes kombodoù em fenn ! Ouzhpenn da se, evit bezañ onest penn-da-benn, ne vez ket un ugent abadenn gant pep strollad e-doug ur bloavezh, ur wech e kanan gant ar strollad-mañ-strollad, ur wech all gant egile… Peurvuiañ em eus amzer etre pep abadenn da lakaat ma fenn er repertoer ! Met leuniet e vez ma implij-amzer gant ar c’helenn, ar prientiñ ha ma familh…
Pa oan skolaerez e vezen o labourat atav, e-pad an eurvezhioù skol ‘vel-just, da noz, e-pad ar vakañsoù… A-benn ar fin, bremañ pa ‘z on deuet da vezañ kanerez a vicher, n’am eus ket na muioc’h na nebeutoc’h a eurvezhioù labour eget a-raok… Ne gemeran ket mui vakañsoù avat, n’am eus ket ezhomm ken rak ur blijadur eo labourat e-giz-se !
A-fet aozañ ma implij-amzer, ur sell ‘mez warnañ atav ! A-wechoù e c’hell an traoù bezañ prientet bloaz en a-raok, pe mizioù, a sizhun da sizhun a-wechoù, pe a zeiz da zeiz zoken… Da skouer, dec’h (12/01/2023) em eus erlec’hiet ur c’haner a oa klañv evit kanañ Bro Gozh Ma Zadoù a-raok krogad rugbi Gwened a-enep Agen, war ar prim !

Eus tout an traoù a rit, pehini a blij deoc’h ar muiañ ?
N’on ket evit lâret deoc’h… Da ma soñj, ma vefen entanet nebeutoc’h gant ur raktres bennak e paouezfen gantañ diouzhtu ! Plijadur ‘mez gant pep hini !


Peseurt liamm a gavit etre an holl draoù-se ?
Evidon, kement tra a ran a ra parti deus ma fersonelezh… Kanañ evit lakaat an dud da zañsal, kanañ evit fromañ an dud, reiñ c’hoant da ezteurel santimantoù en ur ganañ zo pouezus-tre evidon, dre ma‘z eo traoù a zo tomm da’m c’halon ha da’m istor din-me… A-viskoazh em eus kanet, e brezhoneg dreist-holl, hag on bet plijet oc’h ober ar furlukinez dirak ma familh… N’eus ket pell zo o deus dizoloet ma zud ur c’hasedig e-lec’h ma ‘moa enrollet kanaouennoù e brezhoneg pa oan 6 vloaz, kanaouennoù Eliane Pronost, ha n’em eus ket soñj deuzouto ken, tamm ebet !
Un doare defi eo kerzhet war skasoù evidon ivez, ha marteze e ro ar santimant din e vez moaien da greskiñ atav, en ur goshaat zoken ?


Dav kaout trivliadoù evit kanañ… Penaos e rit evit kelenn un teknik diazezet kalz war ar santimantoù ?
N’eo ket aes respont moarvat ! Em stalioù kan hollek e teu an dud da ganañ evel m’emaint, hag a-wechoù, anat deoc’h, gant gwaskoù o buhez… Peurvuiañ e kemeran kalzik amzer da gontañ farsadennoù, evit ma vefe skañv ha distenn ar spered… Ar pezh a gont eo ‘n em santfe an deskerien e surentez evit dont a-benn da ganañ dirak tud n’anavezont ket, dav eo krouiñ ul liamm a fiziañs etrezomp-holl… M’o deus ur gizidigezh bennak, dont a raio bravoc’h ar son c’hoazh, a gav din, hag aze ‘vez roet ster d’ar sonerezh. Ouzhpenn un teknik ez eo, tennañ a ra eus hor santimantoù hag eus hor c’hoant da lakaat dezho ur stumm dre ar sonerezh.
Reiñ a ran teknikoù simpl a-walc’h (liammet gant ar yoga) evit analiñ, “tommañ” ar c’horf, ar vouezh… Met ne heñchan ket an dud evit kanañ en ur mod pe en ur mod all. War-lerc’h, gant kentelioù hiniennel ez an un tammig pelloc’h gant an teknik, met n’am eus ket c’hoant da cheñch mouezhioù ar ganerien pe o doare da implijout ar yezh kanet… Dav eo da bep hini sevel e skiant-prenet, a bouez-bras eo mirout e bersonelezh hag e gizidigezh en ur ganañ. Ha, dreist pep tra, kaout PLIJADUR en ur ganañ !


Kanañ kan-ha-diskan a glotfe mat gant ar redek, ha kanañ gwerzioù gant ar yoga. Plijout a ra ar re-se deoc’h ?
Ya ‘vat ! N’em boa ket graet al liamm-se tamm ebet, dedennus eo ! Daoust da’m implij-amzer karget-mat e teuan a-benn da redek pe da ober yoga kazi bemdez… A bouez-bras int evidon, a-benn merañ ma c’hwezh, stabilaat ma c’horf, hag implijout an obererezhioù-se er c’han… Met n’eo ket tout ! Amzerioù yoga pe redek zo un digarez evit bezañ em digenvez, en ur gaout aked war ma soñjoù ivez. Peurvuiañ, pa ‘mez ur gudenn da ziskoulmañ ez an da redek ha, gant ar striv pe an adrenalin sur ‘walc’h, e tistroan gant un disoc’h ha peoc’h a gavan ennon. Degas a reont stabilded koulz evit ar c’horf hag evit ar spered !


Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?
Marv ma c’hoar eizh vloaz zo… Taer eo bet, ha ken prim ! Met deus un tu all, e-pad an devezhioù poanius hon eus tremenet gant ma familh d’ar mare-se, em eus bevet ur garantez digredapl… Kened ‘oa kuzhet a-drek an deñvalijenn. Ur sapre tarzhadenn eo bet em buhez, evel ma vefe marvet un Enora gozh asambles gant ma c’hoar ha ganet unan nevez.

Peseurt lec’h ho pefe c’hoant da reiñ da anavezout d’ar re all ?
Porzh Lokemo e Bro-Dreger… Un nebeud bigi pesketa, ur ragenez vihan, reier bet drailhet gant ar mor… Ul lec’h bihan eo, gant ur bourmenadenn simpa…

Ha peseurt arzour·ez ?
Arfff ! Gustav Klimt zo unan deus ma livourien muiañ karet, met bon, oberennoù Mathurin Méheut pa oa bet o veajiñ e Japan zo dreist ivez… Evit ar sonerezh, douetañs ebet, Kate Bush !


Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat pa vezit hoc’h-unan ?
Ah lala ! Depant a ra deus an devezhioù ! Dre vras e selaouan kalz Pink Floyd, Kate Bush evel-just, Neil Young, Magma… Plac’h a c’hiz kozh on un tamm ! Ale, Julie Fowlis ivez, kanerez eus Skos.


Peseurt bro ho pefe c’hoant da weladenniñ ?
Douar an Tan en Arc’hantina… N’on ket evit lâret perak, ar fed ma ‘z eo ul lec’h gouez sur a-walc’h !


Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?
Chom hep livañ gevier. Bezañ frank, ha pa vefed gwelet e-giz un arzh.

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
C’ha c’ha ! sellout ouzh un heuliad filmigoù, em gourvezvank, gant ma bugale ha ma mignon !

Ha gant piv ho pefe c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?
Gant Jim Carrey sur a-walc’h… Seblantout a ra bezañ kizidik ha tost d’an dud, memes ma ‘neus tremenet korventennoù diabarzh… Sot on gant e vousc’hoarzh !!!

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?
Er c’houlz-mañ e fardan kalz a soubennoù mod Japan un tamm, gante, gant spisoù (kari, pevar blaz, kurkuma), legumaj troc’het a dammoùigoù, kignen, ha war-lerc’h, hervez ma awen, uioù poazhet pe proteinoù soja, koriandrez pe perisilh… Menam !

Dont a raje ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennjec’h diganti ?
Emaon o vont da ober ma Miss Frañs un tamm : peoc’h e kalonoù an dud ! Sur e vefe sederoc’h ar vuhez e kement kornad deus ar voul-Douar !


Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?
Hag eürus out Enora ? YA !!!


Un atersadenn embannet en niverenn 921, d’an 31 viz Genver 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez