E 2021 ez eus bet prenet ur savadur tost da greiz-kêr Kemper gant ar strollad FLUX, a vod kevredigezhioù hag hiniennoù. Ul lec’h nevez a vo digor d’an holl a-benn miz Even 2023. Met a-raok e tegemero ur chanter-skol e-pad meur a viz.
Julia Laot, kengrouerez ar raktres FLUX, a ginnig deomp ar chanter. Un ti bras tri estaj hag un hangar straed ar C’hozhkêr e Kemper eo, bet un davarn noz gwechall. « Degemer a raio al lec’h-mañ ur c’hafe en traoñ, div sal coworking, ur sal emvodoù, ur sal ehan evit an dud a labouro amañ, un « human fablab » ha burevioù kevredigezhioù », a listenn-hi.
« C’hoant hon eus bet da grouiñ ul lec’h plijus evit kevredigezhioù Kemper rak n’eus lec’h ebet evit se amañ evit poent, eme Julia. Kement a draoù a c’haller ijinañ evit al lec’h-mañ ! 450 m² hon eus ! ». E-touez ar c’hevredigezhioù e penn ar raktres e kaver Les portes logiques, a labour war demokratelaat ar sevenadur niverel dieub. Fellout a ra dezho krouiñ ur Fablab (un arnodva evit krouiñ dafar) digor d’an holl. Perrine, ergoterapeutourez he deus kinniget da gKan Ar Mor kemer perzh er raktres ivez. Un « human Fablab » e vo ar Fablab neuze, a c’hello bezañ implijet gant an dud nammet evit krouiñ dafar evit aesaat o buhez pemdez.
Ul lec’h degemerus
Ar c’hevredigezhioù a zegaso tud disheñvel eno : tud plijet gant an ostilhoù niverel a-drugarez da Les Portes logiques, tud yaouank dre ar gevredigezh Gwennili, a aoz eskemmoù european. « Hag ar c’hafe a vo digor war ar c’harter », a gendalc’h Julia. Ul lec’h evit eskemm gouiziegezhioù e vo ivez. « C’hoant hon eus e vefe ul lec’h an ebarzhusañ posupl hag e vefe diwallet ouzh an droukziforc’hioù, ur preder benelour a zo ganeomp ».
Ur chanter evit deskiñ gant an AFPA
Perc’henn eo FLUX war an ti abaoe miz Kerzu 2021, met e stad fall-tre e oa. « Ranket hon eus yac’haat an ti : skarzhañ ar solieroù a oa leun a zour, an difuiñ a oa brein… », eme Julia Laot. Al labourioù kentañ-se a zo bet kaset da benn e-pad eizh chanter a-stroll e 2022. Ur chanter ekologel eo. « Implijout a reomp danvezioù ekologel evel ar c’hoad, ar gloan-koad, ar c’hanab, an ouat kelluloz… Ha deus un tu all e vo adimplijet ganeomp ar pezh a c’hallomp evel ar gouleier hag ar parkedoù hon eus kavet en ti pe roadennoù diwar restachoù chanterioù all evit al livaj, al lambrusk pe karrelloù ».
Met labour a zo war ar stern c’hoazh a-raok na vefe digor al lec’h d’an holl, e miz Even 2023. Evit ar peurrest eus al labourioù e tegemero neuze FLUX ur chanter-skol, sturiet gant an Afpa, Association pour la formation professionnelle des adultes. Pemp miz e pado ar chanter-se, adalek an 21 a viz Du 2022 betek ar 7 a viz Ebrel 2023. Neb a zo dilabour hag a fell dezhañ/dezhi kaout un tañva deus micherioù disheñvel ar sevel tier (saverezh e koad, difuiñ, gwiskadoù, tredan ha lenn tresoù) ha deus ar chanterioù ekonevesaat, a c’hell lakaat e/hec’h anv.
Ur crowdfunding
Skoazellet eo FLUX gant ti-kêr Kemper hag ar Rannvro. « 75 % eus budjed ar raktres (ouzhpenn 400 000 €) a zo ganeomp. Met ezhomm hon eus da gaout e-tro 30 000 € evit klokaat anezhañ, digeriñ a raimp ur crowdfunding* e lec’hienn Kengo ar miz-mañ ».
Metig Jakez-Vargas
*Gellout a reer kemer perzh betek an 28 a viz Kerzu 2022.
Ur pennad embannet en niverenn 909, d’an 8 a viz Here 2022.