Muioc’h-mui a dud a bren produioù diwar plant evit meur a abeg : abalamour da gudennoù yec’hed, evit chom hep beveziñ produioù a zeu eus loened pe c’hoazh evit dizoleiñ blazoù nevez eeun-hag-eeun.
Ur mikro-embregerezh e oa da gentañ tout ha deuet eo da vezañ ur c’hKEBAT – kevredad bevennet e atebegezh – e miz Meurzh 2020. Anvet eo TyK Affinage ha krouet eo bet gant ur c’houblad a zo o chom e-kichen Gwened, Manon Boucand ha David Vigent.
Ur rekipe diwar plant
Kroget o deus en o zi da fardañ ar pezh a vez anvet « affinés » e galleg. Evel fourmaj laezh eo met fardet gant kraoñ-kajou ha setu perak n’o deus ket ar gwir da envel o froduioù « fourmaj ». Mesket e vez ar c’hraoñ-kajou pilet gant dour pe gant laezh kokoz ha da c’houde e vez ouzhpennet an enzimoù1, ar memes re haga vez implijet evit ar fourmaj-laezh. War-lerc’h e vez stummet an holl dammoù a-raok lakaat anezho e-pad 10 devezh en ur sal ispisial evit ar goadur2, o c’houzout e vez ret treiñ anezho ur wech bemdez, sul-ouel-pemdez.
Div vaouez all a zo o labourat gant an daou embreger abaoe ur bloaz : Laurina, karget a gehentiñ hag Ysaure Bracaval, karget a imbourc’h hag a ziorren, a zo o krouiñ un « affiné » a vefe fardet gant aozennoù eus Frañs hepken.
Diorren ha kempoell
Evit poent e labour an embregerezh yaouank er magerezh embregerezhioù «Créalis», e Gwened, met kavet o deus un dachenn vrasoc’h a glot gant o c’hoant diorren. E Sine e vo savet un arnodva 200 m² evit gellout produiñ muioc’h. Evit poent e vez gwerzhet o froduioù e stalioù bio, e stalioù a werzh produoù tennet eus ar plant, evit 100%, pe en ispiserezhioù a-drak. Un nebeud pretioù hag un nebeud stalioù fourmaj-laezh a labour ganto ivez.
A-fed ekologiezh e klaskont ober o seizh gwellañ. «Klask a reomp chom kempoell» eme Manon Boucand. « Bio penn-da-benn eo hor produoù – gwerzhet int e pakadurioù mat da roteliñ – ha labourat a reomp en arnodva gant dilhad gwalc’hus – manegoù, charlotennoù… Loc’h zo ennomp menegiñ e vez skarzhet 3 kg a lastez hepken bep sizhun. O c’houzout e vez fardet 2000 « affinés » bep miz, n’eo ket fall ! » a gloz-hi.
NG
1enzimoù : ferments
2goadur : fermentation
_________
Ur pennad embannet en niverenn 874, d’an 11 a viz Meurzh 2022.