Dek gourener breizhat zo bet en Island etre an 13 hag ar 16 a viz Genver da-geñver ur genstrivadeg etrebroadel. Daou stil a oa er programm : « back hold » ha « glíma ».
Degouezhet d’ar Gwener, gellet o deus ar Vretoned profitañ eus gouloù an deiz evit bale e Reykjavik a-raok an noz (da 4e g.m. er mare-mañ). Da c’houde o deus kemeret perzh en ur bleustradeg « glíma ». N’eo ket anat mestroniañ ar stil-se, pell mat diouzh hini gouren Breizh. Ar c’hourenerien a wisk ur bodriel. An dorn kleiz ouzh al lez dehoù, an dorn dehoù a-dreñv ar c’hein en em zalc’h an daou c’hourener sonn. Dav eo dezho treiñ, en ur gilañ pe en ur vont war-raok, evel evit dañsal ur vals. Ar paz-se, anvet « stigandi », a vroud ar fiñv hag a aesa ar c’hrogad. D’ar Sadorn ez eus bet kemeret perzh gant nav Breton er genstrivadeg « glíma ». N’eo ket bet fall, gant medalennoù hag un titl zoken evit Segal Bouillon hag Arzhel Puillandre. Goude-se o deus gellet an holl distanañ e kibelldi-kêr. Poulloù-dour diavaez etre 8 ha 44°C, dre -12°C en aer. Labour pennañ ar vistri-neuial : holeniñ ribl ar poulloù ! D’ar Sul ez eus bet kemeret perzh er genstrivadeg « back hold », gouren Skos hag Hanternoz Bro-Saoz, anavezetoc’h dre amañ. Medalennoù e-leizh, ha titloù evit Arzhel, Pierre-Baptiste Vieux ha Léa Quillien, bet trec’h a-enep un Islandadez un tamm mat pounneroc’h eviti.
Islandiz e Langaeg
War hent an distro, en noz arktek ha dindan -18°C, o deus bet Breizhiz ar chañs da arvestiñ ouzh gouleier-noz an Norzh, gwer ha mouk en noz du-pod. N’eo ket bet displijus d’ar skipailh kaout disoc’hoù mat, hogen, pal ar veaj a oa dreist-holl adlañsañ an eskemmoù etrebroadel, paouezet trumm abalamour d’ar c’hovid milliget. Mennet eo tud Island da eskemm ha 25 viking a vo gwelet e Langaeg d’ar 25 a viz C’hwevrer e Open Etrebroadel ar Back Hold.
Hoel Maleuvre
Ur pennad embannet en niverenn 921, d’an 31 a viz Genver 2023.