Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Gourenerien·ezed en Island

Dek gourener breizhat zo bet en Island etre an 13 hag ar 16 a viz Genver da-geñver ur genstrivadeg etrebroadel. Daou stil a oa er programm : “back hold” ha “glíma”.

Tiphaine Le Gall (Speied), Arzhel Puillandre (Gwipavaz), Hoel Maleuvre (Karaez), Pierre-Baptiste Vieux (Gwipavaz), Thomas Gaonach (Speied), Segal Bouillon (Gwipavaz), Goulven Tassel (Plouzane), Elias Michat (Louergad), Léa Quillien (Ar Faou). © Yann Pansard (Speied)

Degouezhet d’ar Gwener, gellet o deus ar Vretoned profitañ eus gouloù an deiz evit bale e Reykjavik a-raok an noz (da 4e g.m. er mare-mañ). Da c’houde o deus kemeret perzh en ur bleustradeg “glíma”. N’eo ket anat mestroniañ ar stil-se, pell mat diouzh hini gouren Breizh. Ar c’hourenerien a wisk ur bodriel. An dorn kleiz ouzh al lez dehoù, an dorn dehoù a-dreñv ar c’hein en em zalc’h an daou c’hourener sonn. Dav eo dezho treiñ, en ur gilañ pe en ur vont war-raok, evel evit dañsal ur vals. Ar paz-se, anvet “stigandi”, a vroud ar fiñv hag a aesa ar c’hrogad. D’ar Sadorn ez eus bet kemeret perzh gant nav Breton er genstrivadeg “glíma”. N’eo ket bet fall, gant medalennoù hag un titl zoken evit Segal Bouillon hag Arzhel Puillandre. Goude-se o deus gellet an holl distanañ e kibelldi-kêr. Poulloù-dour diavaez etre 8 ha 44°C, dre -12°C en aer. Labour pennañ ar vistri-neuial : holeniñ ribl ar poulloù ! D’ar Sul ez eus bet kemeret perzh er genstrivadeg “back hold”, gouren Skos hag Hanternoz Bro-Saoz, anavezetoc’h dre amañ. Medalennoù e-leizh, ha titloù evit Arzhel, Pierre-Baptiste Vieux ha Léa Quillien, bet trec’h a-enep un Islandadez un tamm mat pounneroc’h eviti.


Islandiz e Langaeg

War hent an distro, en noz arktek ha dindan -18°C, o deus bet Breizhiz ar chañs da arvestiñ ouzh gouleier-noz an Norzh, gwer ha mouk en noz du-pod. N’eo ket bet displijus d’ar skipailh kaout disoc’hoù mat, hogen, pal ar veaj a oa dreist-holl adlañsañ an eskemmoù etrebroadel, paouezet trumm abalamour d’ar c’hovid milliget. Mennet eo tud Island da eskemm ha 25 viking a vo gwelet e Langaeg d’ar 25 a viz C’hwevrer e Open Etrebroadel ar Back Hold.


Hoel Maleuvre


Ur pennad embannet en niverenn 921, d’an 31 a viz Genver 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez