Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Gwez Nedeleg Breizh

Peseurt gwezenn dibab, unan plastik pe unan gwirion ? E Breizh e vez produet gwez sapr Nedeleg.

Eil rannvro Frañs evit produiñ gwez Nedeleg eo Breizh. © Freepik

Bep bloaz a-raok Nedeleg e ya pep familh da brenañ he gwezenn. Diaes eo empentiñ gouel Nedeleg hep ar wezenn e korn ar sal-degemer pe e-kichen ar siminal, dreist-holl ma vez bugale yaouank en ti. Peurvuiañ ez aer da brenañ anezhi er gourmarc’had met n’eo ket gwir atav. Tud a ya ivez war-eeun d’ar vagerezh ma vez unan nepell diouzh an ti, pe peogwir ez eo ur blijadur hag un digarez da aveliñ ar pennoù. E Roazhon emañ Frañseza o chom hag aet eo da Sant Jili da gerc’hat he hini. “Evel-just n’eo ket unan blastik a faote din” emezi. Evel gant kalz produioù all emañ giz ar pourvezañ tost d’an ti oc’h ober berzh, dreist-holl ma vez magerezhed e Breizh. Evit Frañseza e yae pelloc’h c’hoazh rak hi an hini eo a zo bet o tibab he gwezenn ha goude he deus he zroc’het he-unan. War atant Nikolaz Lecire, e-lec’h ma teu-hi, e vez produet gwez bio, hep ludu ha produioù fito. Evit kaout an disamm eus al louzeier fall hag an drez a gresk e-touesk ar gwez e vez laosket deñved da beuriñ. “A-raok plantañ gwez sapr e hadan yeot ivez” eme Nikolaz. Aesoc’h eo en ober evitañ rak bihan-tre eo ar gorread a vez gantañ dindan gwez-sapr. A-hend-all e werzh war-eeun war an atant. Ma ne ra ket an holl broduerien eveltañ e vez merzet muioc’h-mui an ezhomm a wez kresket en un doare naturel hag er vro. Setu ar pezh a faot d’ar pratikoù.

Breizh e-touez ar re gentañ

Eil rannvro Frañs evit produiñ gwez Nedeleg eo Breizh. Kresket eo ar produadur abaoe ugent vloaz. Poan-galon o deus bet labourerien-douar zo p’o deus gwelet e yae douaroù a veze chatal o peuriñ warno d’ober koadeier gwez-sapr evit an Nedeleg. Pa voe erruet an embregerezh beljiat Greencap e voe ur souezh evit Pierre Maudire, labourer-douar war e leve e Sant Wazeg. “Labourer-douar ez on betek mel va eskern” emezañ. “Neuze pa ‘m eus gwelet e veze plantet gwez eo aet izel va c’halon.” Kant hektar a zo bet lakaet dindan gwez-sapr gant Greencap. N’eo ket tamm ebet evel Nikolaz Lecire hag e bevar hektar.

En em blijout a ra ar gwez-sapr e Breizh rak maen-greun a zo en douar, gleb alies ha n’eo ket skornet e-pad ar goañv. Ul lodenn eus an douaroù ne oa ket dedennet mui al labourerien-douar ganto ken. Marc’hadmat e oant e-skoaz re ar rannvroioù all. A-hend-all e oa mat priz ar gwez. Setu ar pezh a zispleg kresk ar produadur e Breizh. Arabat krediñ e talc’ho da greskiñ kalz c’hoazh avat. N’eo ket diharz marc’had ar gwez Nedeleg ha ne vez lidet gouel an tad Nedeleg nemet ur wech ar bloaz.

Y. Y. ar Gov


Ur pennad embannet enlinenn d’ar 14 a viz Kerzu 2022.

Da lenn

Da lenn ivez