Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Gwriat hag adimplijout

Abaoe pell eo plijet Laure Berton gant ar gwriat. Gant plijadur e kemer amzer da ijinañ ha da grouiñ traouigoù. Divizet he deus kevrediñ he labour-dorn gant he c’hizidigezh evit an ekologiezh o reiñ lañs d’he mikro-embregerezh e 2021, L coud & recycle.

A-orin eus Bourjez eo Laure Berton, hag en em gavet eo e Roazhon evit he studioù. Abaoe 2014 eo staliet e Gwinien – e traoñienn ar C’hanud e su Roazhon – ha labourat a ra bremañ evit an « FN3PT » – Fédération Nationale des Producteurs de Plants de Pommes de Terre. Ur gevredigezh eo – a zo staliet e Ensavadur broadel klaskerezh agronomek Roazhon – evit enklask diwar-benn kleñvedoù an avaloù-douar. Met estreget klaskerez eo, ken prederiet m’eo gant an ekologiezh.

Poent eo cheñch

Evit an hin, evel kalz a dud, he deus c’hoant ober traoù, kemer perzh er cheñchamant. Dedennet eo gant ar gwriat ha kroget he deus, tamm-ha-tamm, da grouiñ seier pe bitrakoù eviti, oc’h adimplijout tammoù gwiad. Ha setu penaos eo deuet ar soñj dezhi e c’hellfe lakaat ar re all da brofitañ deus he labour. « C’hoant ‘moa cheñch va emzalc’h ha da gentañ em eus paouezet gant ar seier plastek. Prenet ‘m eus seier nevez e kotoñs biologel met ne ‘z ae ket din. Hervezon ez eus trawalc’h a zanvez er bed, n’hon eus ket ezhomm da eostiñ kement a gotoñs zoken ma ‘z eo biologel » eme Laure Berton.

Adimplijout ha gwalc’hiñ

E miz Meurzh 2021 he deus divizet krouiñ he mikro-embregerezh. Betek-henn e laboure 80% evit an FN3PT hag 20% evit he raktres dezhi met abaoe miz Ebrel 2022 e labour hanter-hanter evit he daou labour. « Gant 20% hepken n’em boa ket amzer a-walc’h ha bremañ e c’hellan gouestlañ kalz muioc’h a amzer evit an holl vennozhioù am eus » emezi gant entan. Mont a ra da brenañ danvez d’an adaozerezhioù a zo tro-dro da wGwinien – e Baen-Veur, Presperieg pe Roazhon. An aesañ eviti eo prenañ toagennoù kolc’hed, e-giz-se e c’hell troc’hañ ha sevel ar pezh he deus c’hoant. War he lec’hienn e kinnig seier evel-just hag ivez gwiad euvrus evit erlec’hiañ ar « sopalin », da skouer. Danvez a c’heller gwalc’hiñ atav. Gwalc’hiñ e-lec’h bannañ…


Ur pennad embannet en niverenn 881, d’an 29 a viz Ebrel 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez